Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 Neuze Pilad a gasas Jezuz gantañ hag e lakeas e skourjeza.
2 Ar zoudarded a vlañsonas eur gurunenn greet gand spern hag he lakeas war e benn ; gwiska ’rejont dezañ eur vantell ruz. 3 Tostaad a reent outañ hag e lavarent :
— « Salud, roue ar Juzevien ! »
hag e stagjont da skei gantañ.
4 Pilad deuet er-mêz eur wech c’hoaz a lavaras d’ar Juzevien :
— » Sellit, e zigas a ran deoh er-mêz. Red eo deoh gouzoud ne gavan ennañ abeg e-béd d’e gondaoni ».
5 Neuze e teuas Jezuz er-mêz gand ar gurunenn spern hag ar vantell ruz. Hag e lavaras Pilad :
— « Setu an dén ! »
6 Ouz e weled, Priñsed ai Veleien hag o zud a youhas :
— « Ouz ar groaz ! ouz ar groaz ! »
Pilad a lavaras dezo :
— « Kemerit anezañ, c’hwi hoh-unan, hag e stagit ouz ar groaz. Evidon-me, ne gavan abeg e-béd ennañ d’e gondaoni ».
7 Ar Juzevien a lavaras dezañ :
— « Ni on-eus eul Lezenn, hag hervez al Lezenn-se, e tle mervel rag m’e-neus en em lakeet Mab da Zoue ».
8 O kleved kement-se, e krogas muioh a aon c’hoaz e Pilad. 9 Antreal a reas adarre en ti hag e lavaras da Jezuz :
— « Euz a beleh out ? »
Med ne roas Jezuz respont e-béd dezañ.
10 Ha Pilad, neuze dezañ :
— « Din-me eo e chomez heb lavared netra ? N’ouzout ket eta am-eus galloud da rei dit da ’frankiz, ha galloud da staga ahanout ouz ar groaz ? »
11 Respont a reas Jezuz :
— « Galloud e-bed n’az-pefe warnon, ma ne vije ket bet roet dit euz an Neñv. Setu perag e-neus brasoh pehed an hini e-neus va lakeet etre da zaouarn ».
12 Diwar neuze e klaske Pilad an tu da rei dezañ e ’frankiz :
Med ar Juzevien a youhe :
— « Ma lezez anezañ da vale, n’out ket mignon da Zezar ; rag kement hini en em lak da roue a ya a-eneb da Zezar ».
13 O veza kleved kement-se e reas Pilad digas Jezuz er-mêz, hag eh azezas war e gador a varner, el leh anvet Lithostrotos, en hebreeg : Gabbatha.
14 Derhent ar Pask e oa, war-dro kreizteiz, hag e lavaras Pilad d’ar Juzevien :
— « Setu amañ ho roue ! »
15 Med ar re-mañ a youhas :
— « D’ar maro ! d’ar maro ! ouz ar groaz ! »
Ha Pilad a-nevez :
— « Ha red eo din staga ho roue ouz ar groaz ? »
Priñsed ar veleien a respontas :
— « N’on-eus kén roue nemed Sezar ».
16 Neuze e roaz anezañ dezo evid beza staget ouz ar groaz.
17 Kemered a rejont eta Jezuz. Sammet euz e groaz, ez eas Jezuz er-mêz euz kêr, evid mond d’eul leh anvet « ar glopenn », en hebreeg « golgotha ». 18 Eno eo e oe staget ouz ar groaz, ha daou all gantañ, unan a beb tu dezañ, ha Jezuz e kreiz.
19 Pilad a reas ive eur skritell hag he lakeas ouz ar groaz, skrivet warni kement-mañ : Jezuz a Nazared, roue ar Juzevien.
20 Lennet e oe ar skritell-se gand kalz a Juzevien, rag al leh ma oa bet staget Jezuz ouz ar groaz a oa harp ouz kêr. Ha skrivet e oa ar skritell-se en hebreeg, e latin hag e gresianeg.
21 Beleien-Vraz ar Juzevien a lavaras da Bilad :
— « Na skrivit ket « Roue ar Juzevien », med kentoh : « Hemañ e-neus lavaret beza roue ar Juzevien ».
22 Pilad a respontas :
— « Ar pez am-eus skrivet, am-eus skrivet ».
23 Ar zoudarded, staget ganto Jezuz ouz ar groaz, a gemeras e zillad hag a reas peder lodenn anezo, unan evid pep hini.
Hag e chome ar zae, gwri e-béd enni, gwiadet en eur pez penn-da-benn, azaleg an neh.
24 Kenetrezo e lavaras ar zoudarded :
— « Arabad deom freuza anezi, med tennom anezi d’ar zord, evid gouzoud da biou e vo ».
Evel-se e teue da wir komzou ar Skritur :
— « Lodennet o-deus va dillad kenetrezo, ha va zae o-deus tennet d’ar zord ».
Setu aze eta ar pez a reas ar zoudarded.
25 En he zav, e kichenn kroaz Jezuz, edo e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwreg Kleofaz, ha Mari-Madalen.
26 O weled evel-se e vamm hag en he hichenn an diskibl a gare, e lavaras Jezuz d’e vamm :
— « Maouez, setu aze da vab ».
27 Goudeze e lavaras d’an diskibl :
— « Setu aze da vamm ».
Hag azaleg neuze e kemeras an diskibl anezi en e di.
28 Goudeze, Jezuz, o houzoud e oa kaset peb tra gantañ da benn, a lavaras, evid ma teufe da wir ar Skritur :
— « Sehed am-eus ».
29 Bez’ e oa eno eur pod leun a winègr ; lakeet e oa e penn eur gorzenn hizop [52] eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kerkent ha m’e-noa kemeret ar gwinègr e lavaras Jezuz :
— « Peurhreet eo peb tra ! »
Hag o veza soublet e benn, e rentas e spered.
31 Hogen ar Juzevien, o veza m’edod da zerhent ar zabat, evid na jomfe ket ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat — Ha braz e oa an devez sabat-se — a houlennas digand Pilad ma vefe torret dezo o diwesker ha ma vefent savet kuit.
32 Dond a reas ar zoudarded, terri a rejont e ziwesker d’ar henta ha goudeze d’an eil euz ar re a oa bet staget ouz ar groaz gand Jezuz.
33 Pa oent digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne dorjont ket dezañ e ziwesker.
34 Med unan euz ar zoudarded a skoas eun taol lañs en e gostez ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.
35 An hini e-neus gwelet a ro testeni a gement-se, ha gwirion eo e desteni ; hennez a oar e lavar ar wirionez evid ma kredoh, c’hwi ive.
36 C’hoarvezet eo kement-se evid ma teufe da wir ar Skritur :
« Askorn e-béd dezañ ne vo torret ».
37 Ha c’hoaz en eul leh all e lavar ar Skritur :
« Selled a raint ouz an hini o-deus treuzet dezañ e gorv ».
38 Goude an darvoudou-ze, Jozef a Arimatea, hag a oa diskibl da Jezuz, med e kuz, gand aon rag ar Juzevien, a houlennas digand Pilad e lezel da zevel kuit korv Jezuz. Aotre a roas Pilad.
Dond a reas eta Jozef ha kas gantañ korv Jezuz. 39 Dond a reas ive Nikodem, eñ hag a oa bet dija, en noz, o weled Jezuz. Digas a reas gantañ eur hemmesk mir hag aloez, eur hant lur bouez bennag.
40 Kemer a rejont eta korv Jezuz, her gronna gand lurennou, ha skuilla warnañ louzeier c’hwez-vad, hervez an doare sebelia gand ar Juzevien.
41 El leh ma oa bel staget Jezuz ouz ar groaz e oa eul liorz, hag el liorz-se eur béz nevez ne oa bet lakeet dén e-béd ennañ c’hoaz.
42 Eno eta, o veza ma oa derhent pask ar Juzevien ha peogwir edo tost ar béz, e lakejont Jezuz.