Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 A-raog Gouel Pask, Jezuz o houzoud e oa deuet evitañ an eur da dremen euz ar béd-mañ daved e Dad, Eñ hag e-noe karet e dud hag a oa er béd, o haras beteg penn.
2 E-pad eur préd, p’e-noa dija lakeet an diaoul e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, ar zoñj d’e werza, 3 Jezuz, o houzoud e-noa e Dad laket pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet euz Doue hag e tistroe daved Doue, 4 a zav diouz taol, a denn e vantell, a gemer eul lienenn hag a lak anezi en-dro d’e zargreiz.
5 Neuze e skuill dour en eur vasin hag en em ro da walhi treid e ziskibien, ha d’o zeha gand al lienen a oa en-dro dezañ.
6 Dond a reas evel-se beteg Simon-Pèr hag hemañ a lavaras dezañ :
— « Te Aotrou, gwalhi din va zreid ? »
7 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Ar pez a ran ne intentez ket bremañ, med diwezatoh e ri ».
8 Pèr a lavaras dezañ :
— « Gwalhi va zreid din-me ?, nann, ne walhi biken din va zreid ! »
Ha Jezuz dezañ :
— « Ma ne walhan ket ahanout, n’az-po perz e-béd ganin ».
9 Lavared a reas neuze Simon-Pèr dezañ :
— « Neuze, Aotrou, n’eo ket hepkén va zreid med ive va daouarn ha va ’fenn ».
10 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « An dén e-neus en em walhet n’e-neus ezomm e-béd mui da veza gwalhet, glan eo penn-da-benn.
« Ha c’hwi a zo glan ; n’eo ket an oll ahanoh a-vad ».
11 Rag gouzoud a ree piou a dlee e werza. Setu perag e-noa lavaret : « N’eo ket an oll ahanoh a zo glan ».
12 Goude beza gwalhet dezo o zreid, e wiskas adarre e zillad, ez eas a-nevez ouz taol hag e lavaras dezo :
« Hag intent a rit-hu ar pez am-eus greet deoh ?
13 « Va envel a rit Mestr hag Aotrou,
ha gwir a lavarit,
rag bez’ ez on.
14 « M’am-eus-me, ho Mestr hag hoh Aotrou,
gwalhet deoh ho treid,
c’hwi ive a dle gwalhi ho treid an eil d’egile [41].
15 « Eur skwer am-eus roet deoh,
evid ma reoh, c’hwi ive,
evel m’am-eus greet deoh.
16 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh,
n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr,
nag ar hannad brasoh eged an hini e-neus e gaset.
17 « Anaoudeg euz an traou-ze
e vezoh eùruz,
da vihana ma vevit hervezo.
18 « N’eo ket evidoh oll eo e komzan ;
— anaoud a ran ar re am-eus dibabet —
med evid ma teuio da wir ar Skritur :
« An hini a zebre ar bara ganin
« e-neus savet e zeul a-eneb din ».
19 « Hel lavared a ran deoh bremañ,
a-raog ma tigouezo,
evid ma kredoh « Ez On-me »
pa zigouezo.
20 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
An neb a zigemer an hini a gasan
am digemer me va-unan,
hag an neb am digemer
a zigemer an hini e-neus kaset ahanon ».
21 Goude beza komzet evel-se, e oe Jezuz strafuillet er spered, hag e tisklerias frêz :
« E gwirionez, e gwirionez, unan ahanoh a zo o vond d’am gwerza ».
22 Selled a ree an diskibien an eil ouz egile, o houlenn enno o-unan euz piou e komze.
23 Unan euz an diskibien, an hini end-eün a oa karet gand Jezuz, a oa astennet harp ouz Jezuz. 24 Simon Pèr a dennas e evez :
« Goulenn ’ta euz piou ez eus ano gantañ ».
25 An diskibl a zoublas war vruched Jezuz hag [42] a houlennas outañ :
« Piou eo Aotrou ? »
26 Jezuz a respontas :
« An hini a ginnigin dezañ an tamm am-bo soubet ».
Ha Jezuz kemered an tamm e-noa soubet hag e rei da Judaz Iskariot, mab Simon. 27 D’ar mare-ze, p’e-noa kinniget an tamm-se dezañ, eh antreas Satan ennañ.
Jezuz a lavaras neuze :
« Ar pez az-peus da ober, her gra buan ».
28 Med nikun euz ar re a oa war al leh ne intentas perag e-noa lavaret kement-se. 29 O veza m’edo ar yalh gand Judaz, lod a zoñjas e-noa lavaret Jezuz dezañ prena ar pez a oa réd evid ar gouel, pe c’hoaz rei eun dra bennag d’ar paour.
30 Hag evid Judaz, kemeret gantañ an tamm, ez eas er-mêz raktal. Noz teñval e oa.
31 Pa oe eet Judaz er-mêz, e lavaras Jezuz :
« Bremañ e-neus Mab an Dén resevet gloar, ha drezañ e-neus Doue resevet gloar.
32 « Doue a roio gloar dezañ, ennañ e-unan, hag hep dale eo e roio gloar dezañ ».
33 « Va bugaligou,
n’emaon ganeoh nemed evid eun nebeud amzer ;
Va hlask a reoh,
ha m’am-eus lavaret d’ar Juzevien :
« D’al leh ma ’z an
ne hellit ket dond »,
deoh-c’hwi ive e lavaran bremañ kement-se.
34 « Eur gourhemenn nevez a roan deoh :
En em garit an eil egile.
Evel m’am-eus-me ho karet
e tleit, c’hwi ive,
en em gared an eil egile.
35 « M’ho-peus karantez an eil evid egile
e ouezo an oll ez oh diskibien din ».
36 Lavaret a reas Simon Pèr dezañ :
— « Aotrou, da beleh ez ez ? »
— « D’al leh ez an, eme Jezuz,
ne héllez ket dond d’am heul bremañ,
med dond a ri diwezatoh ».
37 — « Aotrou, eme Bèr, perag ne hellan ket mond d’az heul bremañ dioustu ? Va buez a roin evidout ».
38 Jezuz a respontas :
— « Rei da vuez evidon !
E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar dit :
nann ne gano ket ar hillog
a-raog m’az-po va dinahet teir gwech.