Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel hervez Sant Vaze – Pennad 8

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze  –  Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel hervez Sant Vaze
Pennad 8

PARE AN DEN LOR

1 P’edo o tiskenn diwar ar menez, ez eas d’e heul eur bobl vraz a dud. 2 Ha setu eun dén lor, o veza tosteet, a stouas dirazañ en eur lavared :

— « Aotrou, ma karez e hellez va farea ».

3 Jezuz, oh astenn e zorn, a douchas outañ hag a lavaras :

— « Me a ’fell din, bez pareet ».

Ha kerkent e oe pareet euz al lorgnez.

4 Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Taol evez na lavarfes netra da zen, med kee d’en em ziskouez d’ar beteg, ha kinnig ar prov gourhemennet gand Moizez, ma talvezo kement-se evito da gréd. [12].

PARE SERVICHER EUR HANTENER

5 O veza m’edo Jezuz oh antreal e Kafarnaom, e teuas davetañ eur hantener hag a reas outañ ar bedenn-mañ :

6 — « Aotrou, va zervicher a zo war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska ’ra poaniou kriz ».

7 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Mond a rin hag e parein anezañ ».

8 Ar hantener a respontas :

— « Aotrou, n’on ket din e teufes em zi, med lavar eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag me a zo dindan galloud ar re all hag am-eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond hag ez a, da unan all dond hag e teu, d’am zervicher ober an dra-mañ, hag e ra ».

10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :

— « E gwirionez, m’hel lavar deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Israel, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz tud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob, e Rouantèlèz Doue, 12 e-keid ha ma vo bugale ar Rouantèlèz taolet er-mêz, en deñvalijenn ; eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».

13 Neuze e lavaras Jezuz d’ar hantener :

— « Kee ha ra vo greet dit hervez da ’feiz ».

D’an eur-ze, end-eun, e oe pareet ar zervicher.

PARE MAMM-GAER PER

14 Jezuz a zeuas neuze da di Bèr, hag a gavas mamm-gaer hemañ, war he gwele, gand an derzienn. 15 Touch a reas ouz he dorn, hag ez eas an derzienn diouti. Sevel a reas raktal hag e serviche anezo.

16 Deuet an abardaez-noz e oe digaset dezañ kalz tud hag a oa dindan galloud an droug-spered. Kas a reas ar sperejou kuit gand eur gér hag e pareas an oll glañvourien, 17 evid ma teufe da wir komz ar profet Izaiaz : « Kemeret e-neus warnañ e-unan or zempladurez, ha sammet or hleñvejou ».

18 O weled eun niver braz a dud en-dro dezañ, e roas Jezuz urz da vond en tu all d’al lenn.

MOND DA HEUL JEZUZ

19 Eur skrib a dosteas hag a lavaras dezañ :

— « Mestr, heulia ’rin ahanout n’eus forz da beteh ez i ».

20 Ha Jezuz da respont dezañ :

— « Al lern o-deus o zoullou, ha laboused an neñv o neiziou, Mab an Dén [13] a-vad n’e-neus leh e-béd da harpa e benn ».

21 Unan euz e ziskibien a lavaras dezañ :

— « Aotrou, va lez da vond da interri va zad ».

22 Med Jezuz dezañ :

— « Deus d’am heul, ha lez ar re varo da interri ar re varo ».

AR WALL-AMZER TORRET

23 Pignad a reas er vag hag an diskibien d’e heul. 24 Ha setu ma tirollas war ar mor eur gwall daol-amzer ken na oe ar vag dare da veza goloet gand an tarziou [14]. Eñ a-vad a oa kousket.25 int-i a dosteas outañ hag e zihunas en eur lavared :

— « Mestr, deus d’or zikour, emaom o vond da goll ».

26 Lavared a reas dezo :

— « Perag ho-peus aon, tud laosk en ho feiz ? »

Neuze, en e-zav, e hourdrouzas an aveliou hag ar mor hag e teuas kalmijenn vraz. 27 An dud estlammet a lavare :

— « Peseurt dén eo hemañ ma sent outañ an aveliou hag ar mor zokén ! ».

PARE DAOU ZEN DALHET GAND AN DROUG-SPERED

28 Pa oe digouezet en tu all d’al lenn, e Bro-Hadara, e teuas en arbenn dezañ daou zen dalhet gand an droug-sperejou, o tond er-mêz euz ar beziou. Ken kriz e oant ma ne helle dén tremen dre an hent-se. 29 Setu int-i da grial :

— « Petra ’glaskez ouzom, Mab Doue, daoust ha deuet out amañ evid or bourrevia a-raog ar poent ? »

30 Hogen, nepell ahano e oa eur vandenn vraz a voh o peuri, 31 hag an droug-sperejou a aspede Jezuz en eur lavared :

— « Ma teuez da gas ahanom kuit, gra deom mond er vandenn voh-se ».

32— « Kit, emezañ dezo ».

Hag int-i ha mond er-mêz hag antreal er moh. Ha setu ar vandenn voh a-béz en em daolas el lenn diwar an tornaod hag e oent beuzet er mor.

33 Ar vesaerien e dehas kuit. Emgavet e kêr e rojont da anaoud pep tra ha kement a oa c’hoarvezet gand an daou zen a oa e dalh an droug-sperejou.

34 Ha setu oll dud Kêr ha mond en arbenn da Jezuz. Kerkent ha beza e welet e lavarjont dezañ mond kuit diwar o douar.