Deuet er-mêz euz an templ, edo Jezuz o vond gand e hent. E ziskibien a dennas e evez war zavaduriou an templ. 2 Jezuz a lavaras dezo :
— « Gweled a rit an oll draou kaer-ze neketa ! E gwirionez m’hel lavar deoh, ne jomo ket amañ mên war vên. Distrujet e vo pep tra ».
3 Jezuz a oa azezet war ar Menez Olived. E ziskibien a zeuas d’e gavoud, a gostez, hag a lavaras :
— Lavar deom peur e tigouezo an traou-ze, ha petra ’vo ar zin euz da zonedigez hag euz fin ar béd ».
4 Jezuz a respontas :
— « Diwallit na zeufe dén d’ho touella. 5 Rag kalz a zeuio o kemer va ano hag o lavared : « Me eo ar Mesiaz ! » Hag e touellint kalz a dud.
6 « Ano a glevoh euz a vrezel hag euz a drouz brezel. Taolit evez ! N’it ket da gaoud aon. Kement-se a rank beza, med ne vo ket c’hoaz ar fin.
7 « Rag enebiez a zavo, pobl a-eneb da bobl, rouantèlèz a-eneb da rouantèlèz. E meur a leh e vo kernez ha krén-douar. 8 Ne vo aze nemed poaniou-gwilioud eur béd nevez o tigeri.
9 « Neuze e vezoh heskinet, e vezoh lazet, e vezoh kaseet gand ar bayaned ablamour d’am ano. 10 ha neuze e kouezo eun niver braz a dud. En em werza, en em gasaad a raint an eil egile.
11 « Falz profeted a zavo stank hag a douello kalz a dud. 12 Dre ma kresko ar ’fallagriez e tigresko ar garantez e-touez an dud. 13 Med an hini a zalho mad beteg penn, hennez a vo salvet.
14 « Embannet e vo kelou mad ar Rouantèlèz dre ar béd a-béz. Eun testeni a vo aze evid ar bayaned. Ha neuze e teuio ar fin.
15 « Pa weloh eta o rén el leh santel an « heugadenn spontuz » e-neus komzet anezañ ar profet Daniel, ra gom-preno an neb a lenn.
16 « Neuze, an dud a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou, 17 Hag an hini a vo war al leur-doenn, dezañ chom hep diskenn da gerhad ar pez e-neus en e di. 18 An hini a vo er park, dezañ chom hep distrei war e giz da gerhad e vantell.
19 « Gwas-a-ze d’ar gwragez a vo o tougenn pe o vaga en deveziou-ze ! 20 Pedit evid n’ho-po ket da dehed er goanv pe d’eun deiz sabat. 21 Rag neuze e vo eun diénéz ken braz ma n’eus ket bet gwelet kemend-all abaoe penn kenta ar béd. beteg bremañ ha ne vo gwelet biken mui… 22 Ha ma ne vefe ket berreet an deiziou-ze ne vefe saveteet dén e-béd, med ablamour d’ar re zibabet gand Doue e vezint berreet.
23 « Neuze, ma lavar unan bennag deoh : « Amañ ema ar Mesiaz ! » pe : « aze ema ! » n’it ket da gredi. 24 Rag sevel a raio meur a Vesiaz faoz ha meur a brofet faoz. Ober a raint sinou braz ha burzudou, peadra da douella ar re zibabet gand Doue zokén, ma vefe posubl henn ober.
25 « Setu ! Roet am-eus deoh da houzoud en a-raog ».
26 « Ma vez lavaret deoh eta : « Setu en er goueleh. N’it ket da vond. « Setu en el lehiou kuz ». N’it ket da gredi. 27 Evel ma strink al luhedenn, ha ma skéd euz ar zao-heol beteg ar huz-heol, evel-se e vo ive donedigez Mab an dén. 28 E leh pe leh ma vez ar horv maro eno en em vod ar guped.
29 « Raktal goude an deveziou-ze a ziénéz [57] e teñvalaio an heol, ne skedo mui al loar, ar stered a gouezo euz an neñv, hag e vo brallet galloudegeziou an neñvou.
30 « Neuze eh en em ziskouezo en neñv sin Mab an dén. Oll veuriadou an douar a laosko gouelvanou. Gweled a raint Mab an dén o tond war goabrennou an neñv, gand kalz a halloud hag a hloar.
31 « Hag e kaso e êlez gand an drompill vraz, da zastum euz ar pevar-avel, euz eur penn d’egile d’an neñvou ar, re zibabet gantañ.
32 « Diwar ar wezenn ’fiez intentit an heñveledigez-mañ : Kerkent ha ma teu he skourrou da veza tener hag he deliou da boulza, e ouezit ema tost an hanv. 33 Evel-se ive, pa weloh an traou-ze oll, c’hwi a ouezo ema tost Mab an dén, e-tal an nor.
34 « E gwirionez m’hel lavar deoh, ne dremeno ket ar rummad tud-mañ ken na vo tremenet an oll draou-ze. 35 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou a-vad ne dremenint ket. 36 Med an deiz hag an eur, dén n’o anavez, nag êlez an neñvou nag ar Mab, dén, nemed an Tad hag Eñ hepkén ».
37 « Evel ma oe kont en amzer Noe, evel-se e vo ive da zonedigez Mab an dén.
38 « En deiziou a-raog an dour-beuz, an dud a zebre hag a eve ; dimezi a reent, paotred ha merhed, beteg an deiz ma’h antreas Noe en arh. 39 Ha n’o-doa douetañs a netra, beteg ma teuas an dour-beuz d’o zamma oll. Evel-se e vo kont ive da zonedigez Mab an dén.
40 « Neuze, euz daou zen a vo er park, e vo kemeret unan ha lezet egile. 41 Euz diou vaoueza vo o vala gand ar vreo, e vo kemeret unan ha lezet e-bén.
42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ar Mestr.
43 « Komprenit mad, m’e-nefe gouezej mestr an ti, da beseurt mare euz an noz e vefe deuet al laer, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket lezet toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive, rag dond a raio Mab an dén d’an eur na zoñj ket deoh ».
45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?
46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet war e labour gand e vestr pa zigouezo. 47 E gwirionez m’hel lavar deoh, rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.
48 « Mar d-eo eur zervicher fall, ha ma lavar ennañ e-unan : « Dale a ra va mestr ». 49 Ha ma teu da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand ar vezvierien, 50 e tistroio mestr ar zervicher-ze d’an deiz n’ema ket o hortoz ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso anezañ kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo gouelvan ha skrignadeg dent ».