1 Pa oent dija tost de Jeruzalem, digouezet e Betfaje war Menez an Olived [49], e kasas Jezuz daou euz e ziskibien en eur lavared dezo.
2 — « It d’ar vourhadenn a zo dirazoh, c’hwi a gavo dioustu ouz ar stag eun azenez ha ganti eun azenig, distagit anezo hag o digasit din.
3 Ma vez lavaret eun dra bennag deoh, respontit : An Aotrou e-neus ezomm anezo, med dioustu goude e vezint digaset deoh en-dro ».
4 Kement-mañ a zigouezas evid ma teufe da wir komzou ar profet :
5 « Lavarit da verh Sion :
« Setu ma teu da roue davedout,
« dilorh, azezet war eun amenez, eun azenig,
« hini bihan al loen a zoug ar yeo ».
6 Mond a reas an diskibien da ober ar pez e-noa Jezuz kemennet dezo. 7 Digas a rejont ganto an azenez hag e azenig. O gelei a rejont gand o mantilli ha Jezuz a azezas warno.
8 Eur bobl tud a astenne o mantilli war an hent, lod all a drohe skourrou gwez hag o lede war an hent. 9 Hag oll, koulz ar re a gerze a-raog hag ar re a zeue warlerh a grie a bouez-penn :
« Hozanna da Vab David !
« Benniget an hini a zeu en ano Doue !
« Hozanna e barr an neñvou ! »
10 Pa antreas e Jeruzalem, e oe strafuillet an oll e kêr, 11 hag e lavared :
— « Piou eo hennez ? »
Hag e responte an oll :
— « Ar profet Jezuz eo, euz a Nazared e Bro-Halilea ».
12 Neuze eh antreas Jezuz en templ hag e kasas er-mêz ar re oll a oa o werza pe o prena en templ. Tumpa ’reas taoliou an eskemmerien arhant ha kadoriou ar varhadourien goul-med. 13 Hag e lavaras dezo :
— « Skrivet eo, anvet e vo va zi ti ar bedenn, c’hwi a-vad a ra anezañ eun toull laeron ».
14 Tud dall ha tud kamm a zeuas davetañ en templ hag e pareas anezo.
15 O weled an traou burzuduz e-noa greet, hag o kleved ar vugale o youhal en templ : « Hozanna da Vab David ! » Priñsed ar Veleien hag ar skribed a yeas e kounnar, 16 hag e lavarjont dezañ :
— « Ha kleved a rez ar pez a lavaront ? »
— « Ya, eme Jezuz. Daoust ha n’ho-peus ket bet lennet biskoaz : Diwar genou ar vugaligou vihan pe vihannoh, -ez peus prépare! evidout eur veuleudi ? »
17 O lezel a reas eno hag ez eas er-mêz euz kêr evid mond da Vetania el leh ma tremenas an noz.
18 O tistrei e kêr, a-bréd antronoz, e teuas naon dezañ. 19 Gweled a reas eur wezenn ’fiez tost d’an hent, hag e tosteas outi, med ne gavas enni netra nemed deliou, hag e lavaras dezi :
— « Biken mui ne zougi frouez ! »
Ha kerkent e tizehas ar wezenn ’fiez. 20 O weled kement-se e oe souezet braz an diskibien hag e lavarjont dezañ :
— « Perag eo bet dizehet ar wezenn ’fiez d’an ampoent zokén ? »
21 Jezuz a respontas :
— « E gwirionez m’hel lavar deoh : M’ho-pefe feiz eun devez hep tamm douetañs e-béd, n’eo ket hepkén ar pez am-eus greet d’ar wezenn ’fiez eo a rafeh, med ha goude ma lavarfeh d’ar menez-se : Kerz alese hag en em daol er mor, an dra-ze a zigouezfe. 22 Kement tra a houlennoh gand feiz dre ar bedenn a vo roet deoh ».
23 Pa oe antreet Jezuz en templ, ez eas beteg ennañ Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar bobl, e-pad m’edo o kelenn, hag e lavarjont dezañ : « A-berz peseurt galloud e rez-te kement-se ? Ha piou e-neus roet dit ar halloud-se ? »
24 Jezuz a respontas :
— « Me ive a zo o vond da ober eur goulenn ouzoh, unan hepkén ; ma roit respont din e lavarin deoh d’am zro a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze.
25 « Badeziant Yann euz peleh e teue ? Pe a-berz an dud pe euz an neñv ? »
Soñjal a reent enno o-unan : ma lavarom euz an neñv e lavaro deom : perag eta n’ho-peus ket kredet ennañ ? 26 Ha ma lavarom a-berz an dud, on-eus da ziwall ouz ar bobl, rag an oll a gemer Yann evid eur profet. 27 Neuze e respontjont da Jezuz :
— « N’ouzom ket ».
— « Na me, eme Jezuz, ne lavarin ket deoh kennebeud a-berz peseurt galloud e ran an dra-ze ».
28 — « Petra ’zoñjit euz kement-mañ ? : Eun dén e-noa daou vab. Mond a reas da gavoud ar henta hag e lavaras dezañ : Va mab, kee da labourad hirio d’am gwinieg ».
29 Respont a reas :
— « Ne ’fell ket din ».
Med goudeze, savet keuz gantañ, ez eas.
30 An tad a yeas da gavoud egile hag e lavaras ar memez tra dezañ. Hemañ a respontas :
— « Mond a ran, Aotrou ! » Med n’ez eas ket [50].
31 — « Pehini anezo e-neus greet bolontez e dad ? » Respont a rejont : « An hini kenta ! »
Jezuz a lavaras dezo :
— « Ar bublikaned hag ar merhed a vuez fall a ya en ho-raog e Rouantèlèz Doue. 32 Rag deuet eo Yann d’ho kavoud o veva hervez ar Justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Ha c’hwi, goude beza gwelet ar pez ho-peus gwelet, n’oh ket deuet da jeñch buez evid kredi ennañ ».
33 « Selaouit eur barabolenn all :
« Eur penn-tiègèz a blantas eur winieg ; kaea ’reas tro-war-dro, kleuza enni eur waskéréz ha sevel eun tour [51]. Goudeze e roas anezi diouz feurm da winierien hag ez eas da veaji.
34 « Pa zeuas ar mare da gutuill ar rezin e kasas serviche-rien daved ar winierien evid kaoud diganto frouez ar winieg. 35 Med ar re-mañ a grogas en e zervicherien, a skoas gand unan, a lazas unan all, hag a stlapas mein ouz an trede.
36 « Kas a reas c’hoaz servicherien all, niverusoh eged ar re genta. Resevet e oent en hevelep doare.
37 A-benn ar fin e kasas dezo e vab en eur lavared :
— « Va mab o-do doujañs evitañ »,
38 « Med o weled ar mab e lavaras ar winierien kenetrezo :
— « An heritour eo hemañ ; deom ! Lazom anezañ hag e vo deom an heritaj ».
39 « Paka krog a rejont ennañ, e daoler er-mêz euz ar winieg hag e laza. 40 Ahanta ! pa zeuio mestr ar winieg, petra raio d’ar winierien-ze ? »
41 Respont a rejont :
— « Eur maro kriz a roio d’an dud fallagr-se. Ar winieg a roio diouz feurm da winierien all hag a roio dezañ ar frouez ’ anezi d’ar poent ».
42 Ha Jezuz respont dezo :
— « N’ho-peus ket lennet biskoaz er Skrituriou ? : « Ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti, a zo deuet da veza ar mên-korn. Kement-se eo labour an Aotrou, hag eun dra vurzuduz eo evidom ». 43 Setu perag e lavaran deoh : tennet e vo diganeoh Rouantèlèz Doue, evid beza fiziet en eur bobl hag a raio dezi taoler frouez.
44 « An neb a gouezo war ar mên-ze a vo brevet, hag an neb a gouezo ar mên-ze warnañ a vo flastret gantañ ».45 Priñsed ar Veleien hag ar Skribed [52] a intentas e oa diwar o ’fenn eo e-noa komzet. 46 Klask a rejont lakad an dorn warnañ, med aon o-doa, rag an dud a gemere anezañ evid eur profet.