Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 9

Aviel hervez sant Mark
Pennad 9

TREUZFURMADUR JEZUZ

1 Hag e lavare dezo :

— « E gwirionez m’hel lavar deoh, e-touez an dud a zo amañ, ez eus lod ha ne varvint ket a-raog beza gwelet Rouan-tèlèz Doue deuet gand galloud » [26].

2 Seiz devez goudeze, e kemeras Jezuz gantañ a-gostez, Pèr, Jakez ha Yann, hag o hasas gantañ, int-i nemed-kén, war eur menez uhel, pell diouz pep tra. Ha dirazo e teuas da jeñch-furm.

3 E zillad a zeuas da veza gwenn-kann,ken gwenn ma ne hell kanner e-béd war an douarn kanna evel-se.

4 Dirazo e weljont Eliaz ha Moizez o komz gand Jezuz. Pèr, neuze, a lavaras da Jezuz :

5— « Mestr, eun dra gaer eo deom beza aman. Savom eta teir deltenn : unan evidout, unan all evid Moizez hag unan all evid Eliaz ».

6 Ne ouie ket petra da lavared, ken braz oa e strafuill. 7 Dond a reas eur goabrenn d’o gelei, hag euz ar goabrenn e teuas eur vouez :

— « Va mab muia karet eo hemañ, selaouit anezañ ».

8 Kerkent, o veza sellet en-dro dezo, ne weljont dén all e-béd, nemed Jezuz e-unan ganto.

9 En eur ziskenn diwar ar menez e tifennas Jezuz outo ranna gér da zen euz ar pez o-doa gwelet, nemed pa vo bet Mab an Dén savet a-douez ar re varo.

10 Senti a rejont ouz an urz-se, en eur houlenn kenetrezo petra e-noa c’hoant da lavared gand : « Sevel a-douez ar re varo ».

GOULENN DIWAR-BENN ELIAZ

11 Neuze e houlennjont outañ :

— « Perag e lavar ar Skribed e tle Eliaz dond da genta ? »

12 Respont a reas dezo :

— « Ya, gwir eo, Eliaz a zeu da genta hag a laka en-dro pep tra en e stad, med penaoz neuze ez eus bet skrivet diwar-benn Mab an Dén, e ranko gouzañv garo ha beza disprijet ?13 « Mad !  M’hel lavar deoh, deuet eo dija Eliaz [27] hag o-deus greet dezan ar pez a garent, hervez er pez a zo bet skrivet diwar e benn » .

PARE EUR BUGEL DALHET GAND AN DROUG-SPERED

14 O tond war-zu an diskibien, e weljont eur bobl a dud war o zro, ha skribed o tabutal ganto. 15 Kerkent ha ma weljont Jezuz, e oe sebezet an oll hag e teued da zaludi anezañ.

16 Goulenn a reas outo :

— « Diwar-benn petra e tabutit ganto ? ».

17 Unan a respontas dezañ euz a-douez an dud :

— « Mestr, digaset am-eus va mab hag a zo dalhet gand eur spered mud. 18 Ar spered a grog ennañ, n’eus forz e peleh, e daoler a ra d’an douar, hag ar paotr a zeu an eonenn euz e henou, a skrign e zent, hag a zeu da veza reud. Lavaret am-eus d’az tiskibien e argas kuit, med n’o-deus ket gellet ».

19 Jezuz a lavaras dezo :

— « Gouenn diskredig ma ’z oh ! Beteg pe vare e vezin-me ganeoh ? Beteg pe vare am-bo d’ho kouzañv ? Digasit anezañ din ».

20 E zigas a rejont. Kerkent ha ma welas Jezuz e stagas ar spered da heja ar bugel gand glizi. Hemañ, kouezet d’an douar, en em ruille, an eonenn en e henou.

21 Jezuz a houlennas ouz an tad :

— « Pegeid a zo e c’hoarvez an dra-ze gantañ ? »

— « Abaoe e vugaleaj, emezañ. 22 Aliez e-neus ar spered e daolet en tan pe en dour evid ober dezañ mervel. Med ma héllez ober eun dra bennag, deus d’or zikour dre druez ouzom  ! ».

23 « Mar gellez ? eme Jezuz. Evid an hini a gréd pep tra a hell c’hoarvezoud ».

24 Kerkent e youhas tad ar bugel :

— « Kredi a ran ! Deus war zikour al laosk m’eo va feiz ».

25 Jezuz, o weled an dud o tiredeg, a hourdrouzas ar spered hudur :

— « Spered mud ha bouzar, me her gourhemenn dit : Kerz er-mêz euz ar bugel-mañ, ha na zistro mui ennañ ».

26 Gand yôuhadennou ha glizi ez cas ar spered er-mêz. Ar bugel a zeuas da veza evel maro, ken na lavare an dud  :

«  Maro eo ! ».

27 Jezuz a-vad a grogas en e zorn, a reas dezañ sevel hag e chomas en e-zav. 28 Pa oe antreet Jezuz en ti, an diskibien, a-gostez, a houlennas outañ :

— « Perag n’on-eus-ni ket gellet kas kuit ar spered-se ? »

29 Lavared a reas dezo :

— « Ne hell eur seurt spered beza argaset nemed dre ar bedenn ».

JEZUZ A GOMZ A NEVEZ EUZ E BASION

30 Eet ahano, e rejont hent a-dreuz Bro-Halilea, ha ne Telle ket da Jezuz e vije gouezet. 31 Rag bez’ e-noa da gelenn e ziskibien hag e lavare dezo :

— « Mab an Dén a zo o vond da goueza être daouarn an dud. Laket e vo ganto d’ar maro, ha tri devez goudeze eh adsavo da veo ».

32 Hogen, ne gomprene ket an diskibien ar homzou-ze, ha ne gredent ket ober goulennou outañ.

PIOU EO AR BRASA

33 Erruoud a rejont e Kafarnaom. Eur wech cet en ti e houlennas Jezuz outo :

— « Diwar-benn petra e oa kaoz ganeoh a-hed an hent ? »

34 Chom a rejont dilavar, rag a-hed an hent e oa tabut etrezo da houzoud pehini ’oa ar brasa.

35 Jezuz a azezas hag a halvas an Daouzeg d’e gavoud. Lavared a reas dezo :

— « Ma fell da unan bennag beza ar henta, dezañ beza an diweza ha servicher an oll ».

36 Kemer a reas eur bugel hag e lakaad dirazo. O veza -stardet anezañ être e zivreh e lavaras dezo :

37 — « An neb a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, am digemer me va-unan, hag an neb am digemer, n’eo ket me eo a zigemer med an hini e-neus kaset ahanon ».

DRE ANO JEZUZ

38 Yann a lavaras dezañ :

— « Mestr, gwelet on-eus eun dén ha ne zeu ket ganeom o kas kuit an droug-sperejou dre da ano, hag on-eus mired outañ ».

39 Respont a reas Jezuz :

— « Arabad mired outañ, rag n’eus dén a gement a rafe eur burzud dre va ano, hag a yafe buan da gomz fall diwar va ’fenn.

40 «  An neb n’ema ket a-eneb deom a zo a-du ganeom.

41 «  Piou bennag a roio deoh da eva eur werennad dour, ablamour ma ’z oh diskibien d’ar Hrist, e gwirionez m’hel lavar deoh, ne gollo ket e rekompans ».

AR GWALL-SKWER

42 « An hini a zo eur skoill evid unan bennag euz ar re vihan a gréd ennon, gwelloh e ve dezañ beza staget ouz e houzoug eur mên-milin, ha beza stlapet er mor.

43 « Ha ma vez da zorn o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit antreal mougn er vuez, ken-toh eged koueza gand da zaou zorn er « jehenn », en tan ne varv ket.

(44)45 Ma vez da droad o tougenn ahanout d’ar pehed, troh anezañ, rag gwelloh eo dit mond kamm d’ar vuez peur-baduz, eged beza stlapet gand da zaou droad er « jehenn ».

(46)47 « Ha ma vez da lagad o tougenn ahanout d’ar pehed, tenn anezañ kuit, rag gwelloh eo dit mond born e Rouantèlèz Doue, eged beza stlapet gand da zaou lagad er « jehenn  », 48 el leh m’ema ar preñv na varvjiket hag an tan na heller ket mouga. 49 Rag pep dén a zo da veza sallet en tan.

50 « Eun dra vad eo an holen, med ma teu da goll e zaour, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? Ho-pet holen ennoh ha bezit e peoh kenetrezoh ».