Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Aviel hervez sant Mark – Pennad 3

Aviel hervez sant Mark
Pennad 3

PARE AN DEN A OA DIZEHET E ZORN

1 Jezuz a yeas adarre en eur zinagog. Bez’ e oa eno eun dén, dezañ eun dorn dizehet.

2 War evez edo an dud da weled ha rei a rafe ar pare da zeiz ar zabat. Evid kaoud tro vrao d’e damall.

3 Jezuz a lavaras d’an dén dizeh e zorn :

— « Sav amañ dirag an oll ».

4 Neuze e lavaras d’an dud :

— «  Hag aotre a zo d’eun deiz sabat da ober ar mad, pe da ober an droug, da zavetei e vuez da unan bennag pe d’e laza ? »

Sioul e chôment.

5 Neuze, o taoler warno eur zell a gounnar, doaniet gand ar hriz ma oa o halonou, e lavaras d’an dén :

— « Astenn da zorn ».

Henn astenn a reas hag e zorn a oe pareet.6 Eet er-mêz, eh en em glevas ar Farizianed gand ar re a oa a-du gand Herodez [10] a-eneb Jezuz, evid klask an tu d’e lakaad d’ar maro.

JEZUZ WAR RIBL AR MOR

7 Jezuz en em dennas gand e ziskibien war ribl ar mor. Eun niver braz a dud a oa deuet euz Bro-Halilea, euz Bro-Judea ive 8 hag euz Jeruzalem ; euz Bro-Idumea hag euz an tu all d’ar Jordan, euz war-dro Tir ha Sidon ive e teuas eun niver braz a dud beteg ennañ diwar ar vrud euz kement a ree.

9 Goulenn a reas digand e ziskibien delher eur vag prést evitañ, rag kement a dud a oa ma venne beza eñket. 10 Ken niveruz e oa an dud e-noa pareet, m’en em daole warnañ evid touch outañ ar re a oa taget gand kleñved pe gleñved. 11 Ar sperejou hudur pa welent anezañ en em daole e-harz e dreid hag a grie :

— « Mab Doue out ».

12 Med Eñ a roe groñs urz dezo da jom heb e ziskulia.

AN DAOUZEG ABOSTOL

13 Pignad a ra neuze war ar menez hag e péd da vond gantañ ar re a felle dezañ. Dond a rejont davetañ. 14 Dibaba ’reas daouzeg da jom gantañ ha da veza kaset da brezeg, 15 gand galloud da argas an droug-sperejou.

16 Dibaba ’reas eta daouzeg : Pèr, an ano roet gantañ da Zimon. 17 Jakez mab Zebede, ha Yann breur Jakez anvet gantan Boanergez, da lavared eo paotred ar gurun. 18 Andre, Filip, Bartelemi, Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon ar gredeg, 19 ha Judas Iskariot, hennez end-eün an hini her gwerzas.

JEZUZ HA BELZEBOUL

20 Jezuz a zeuas d’ar gêr, hag adarre eun engroez tud war e dro, ken ne hellent ket debri eun tamm bara zokén.

21 Pa glevas e dud kement-se, e teujont evid e gas ganto, rag lavared a reent : « Kollet eo e benn gantañ ».

22 Ar Skribed, diskennet euz Jeruzalem a lavare ive :

— «  Belzeboul [11] a zo ennañ. Dre vestr braz an droug-sperejou eo eh argas kuit an droug-sperejou ».

23 Jezuz o galvas d’e gavoud, hag a lavaras dezo dre barabolenn :

— «  Penaoz e hell Satan argas Satan ? 24 Eur Rouantèlèz hag a zo dizunaniez enni, ne hell ket padoud. 25 Eun ti hag a zo dizunanet outan e-unan, ne hell ket chom en e-zav.

26 « Neuze mar d-eo eta en em zavet Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma ’z eo dizunanet outañ e-unan, n’eo ket evid padoud ; échu eo gantañ ».

27 « Ne hell nikun mond tre e ti an dén kreñv ha laerez e vadou, nemed ha liammet e-nefe da genta an dén kreñv-ze. Neuze e hello skrapa e draou.28 E gwirionez, an dud a vo pardonet dezo an oll behejou, hag an oll gomzou dizakr bet lavaret ganto. 29 Med an nep e-no komzet dizakr a-eneb ar Spered-Santel, hennez ne vo biken pardon e-béd evitañ, kabluz a behed eo evid atao » [12].

30 Evel-se e komze, ablamour m’o-doa lavaret : « Eur spered hudur a zo ennañ ».

JEZUZ HAG E GERENT

31 Neuze e tigouezas e vamm hag e vreudeur [13]. Chomet e oant er-mêz euz an ti hag e lakjont goulenn anezañ. 32 Kalz tud a oa azezet en-dro dezañ pa oe lavaret dezañ :

— « Setu da vamm, da vreudeur ha da hoarezed a zo er-mêz ouz da glask ».

33 Hag Eñ da respont dezo :

— « Piou eo va mamm ha piou va breudeur ? »

34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavaras :

35— « Setu va mamm ha va breudeur. An neb a ra bolontez Doue, hennez a zo breur din, ha c’hoar, ha mam ».