1 Ar Park, ha gouel ar Bara Dihoell [35] a oa da veza a-benn daou zevez, hag edo Pennou-Braz ar Veleien hag ar Skribed o klask dre beseurt tro-blég tapa krog e Jezuz, evid e lakaad d’ar maro, 2 hag e lavarent kenetrezo :
— « Arabad e vefe e-pad ar gouel gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl ».
3 Jezuz a oa e Betania, e ti Simon al Lor. E-pad m’edo ouz taol e teuas eur vaouez, ganti eur podad louzou c’hwez-vad pur ha talvouduz braz… Terri a reas ar pod ha skuill ar c’hwez-vad war benn Jezuz. 4 Ouspenn unan a oe feuket hag e lavarent kenetrezo :
— « Da betra koll evel-se al louzou c’hwez-vad ? 5 Gellet e vije bet e werza ouspenn tri hant diner ha rei ar priz d’ar beorien ».
Hag e hrosmolent a-eneb dezi. 6 Jezuz a lavaras :
— « Lezit anezi. Perag ober poan dezi ? Eun dra vad he-deus greet em-heñver. 7 Rag ar beorien ho-peus atao en ho-touez, ha pa garit e hellit ober vad dezo. Me a-vad n’ho-pezo ket atao. 8 Ar pez e oa gouest da ober he-deus greet, ar vaouez-mañ. A vremañ he-deus balzamet va horv a-benn ma vo sebeliet. 9 E gwirionez, m’hel lavar deoh, e kement leh ma vo prezeget an Aviel dre ar béd, e vo displeget ive, en eñvor dezi, ar pez he-deus greet.
10 Judas Iskariot, unan euz an daouzeg abostol a yeas neuze da gavoud Pennou-Braz ar Veleien, da ginnig lakaad Jezuz être o daouarn. 11 Ouz e gleved e oent laouen-kenan, hag e rejont marhad gantañ, hag eñ, azaleg neuze, a glaske an tu d’e lakaad etre o daouarn.
12 Da zeiz kenta gouel ar Bara-Dihoell, ma veze lazet an Oan-Pask, an diskibien a houlenn outañ :
— « Peleh e fell dit ez afem da bourchas an traou evid ma tebri ar Pask ? »
13 Kas a reas daou euz e ziskibien hag e lavaras dezo :
— « It e kêr ; erruoud a raio ganeoh eun dén o tougenn eur podad dour. 14 Kerzit d’e heul, hag en ti ma ’h antreo, lavarit d’ar perhenn : « Ar Mestr a houlenn ouzoh : E peleh ema ar zal ma hellin debri enni ar Pask gand va diskibien ? »
15 « Diskouez a raio deoh eur zal war al laez, frank ha kempenn. Eno, pourchasit pep tra evidom ».
16 Setu ma ’z eas an diskibien e kêr ; kavoud a rejont an traou evel m’e-noa Jezuz lavaret hag e preparjont ar Pask.
17 Deuet an abardaez, e teu Jezuz gand an Daouzeg. 18 E-pad m’edont ouz taol, o tebri, e lavaras Jezuz :
— « E gwirionez, m’hel lavar deoh, unan ahanoh am gwerzo, hag ema o tebri ganin ».
19 Trist e teujont da veza, hag an eil goude egile e hou-lennjont outañ :
— « Ha me e vefe ? »
20 Lavared a reas Jezuz :
— « Unan euz an Daouzeg eo, hag a lak e zorn er plad asamblez ganin. 21 Evid gwir, o vond kuit ema Mab an Dén, hervez m’eo skrivet diwar e benn, med an hini, siwaz dezañ !, hag a zo o werza Mab an Dén : gwelloh d’an dén-ze ne vije ket bet ganet ».
22 E-pad ar préd, e kemeras Jezuz bara, hag o veza lavaret ar vennoz, e torras anezañ hag her roas d’e ziskibien, en eur lavared :
— « Kemerit, va Horv eo hemañ ».
23 Kemer a reas ive eur halirad gwin, O veza lavaret ar vennoz, her roas dezo, hag oll eh evont dioutañ. 24 Lavaret e-noa dezo :
— « Va Gwad eo hemañ, Gwad an Emgleo nevez [36], skuillet evid e-leiz a dud. 25 Nann ! m’hel lavar deoh, ne evin mui euz ar frouez gwinienn-se, beteg an deiz ma ’h evin anezañ, nevez, e Rouantèlèz Doue ».
26 Goude beza kanet ar Salmou, ez ejont kuit evid mond da Venez an Olived. 27 Jezuz a lavaras dezo :
— « C’hwi oll a vo laket da goueza, rag merket eo er Skritur-Zakr :
— « Skei a rin gand ar pastor
« hag an deñved a vo strewet a bep tu ».
28 « Hogen, pa vin savet da veo en-dro, me ’yelo en ho-raog da Vro-Halilea ».
29 Pèr neuze a lavaras dezañ :
— « Ha goude ma teufe an oll da veza skoillet me ne vezin ket ».
30 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « E gwirionez, m’hel lavar dit, te, hirio, en noz-mañ, a-barz m’e-no kanet ar hillog diou wech, te az-po va nahet teir gwech ».
31 Med en a zalhe da lavared startoh c’hoaz :
— « Ha pa ve réd din mervel ganit, ne nahin ket ahanout ».
Hag oll e lavarent kemend-all.
32 Digouezoud a rejont en eul leh anvet Jetsemani. Hag e lavaras d’e ziskibien :
— « Azezit amañ e-pad ma vin o pedi ».
33 Kas a ra gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e teu da goueza warnañ spont hag anken. 34 Lavared a reas dezo :
— « Trist da vervel eo va ene ; chomit amañ, ha beillit ».
35 Eet eun tammig pelloh, e kouez d’an douar. Goulenn a ra en e bedenn pellaad dioutañ an eur-ze, ma hell beza pelleet. 36 Lavared a ree :
— « Abba, Tad ! Te a hell pep Ira : Pella diouzin ar halirad-mañ. Evelato, ra vo greet da volontez-te, nann va hini-me ».
37 Dond a ra en-dro, hag e kav e ziskibien kousket. Lavared a ra da Bèr :
38 « Simon, kousked a rez ? N’az-peus ket gellet beilla eun eurvez zokén ? Beillit ha pedit evid diwall da goueza en tentadur. Ar spered a zo prim, med natur an dén a zo gwan ».
39 Pellaad a reas adarre ha pedi gand an hevelep komzou. 40 Pa zistro d’o havoud e kav anezo kousket c’hoaz, rag poun-ner oa eet o daoulagad, ha ne ouient ket petra da respont dezañ.
41 Evid an trede gwech e teu evel-se hag e lavar dezo :
— « Kouskit bremañ ha diskuizit… A-walh eo ! Deuet eo an eur ! Ema Mab an dén o vond da goueza etre daouarn ar beherien. 42 Savit ! Deom ! An hini a zo ouz va gwerza a zo tost ».
43 Komz a ree c’hoaz pa zigouezas Judaz, unan euz an Daouzeg, ha gantañ eur vandennad tud, klezeier ha bizier en o daouarn, kaset gand Prinsed ar Veleien, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl. 44 Eur zin e-noa roet an treitour dezo :
— « An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo, krogit ennañ ha bezit war evez evid kas anezañ ganeoh ».
45 Kerkent ha ma oe digouezet e tosteas ouz Jezuz hag e lavaras dezañ :
— « Rabbi ! »
Hag e roas eur pok dezañ. 46 Ar re all neuze a daol o daouarn warnañ hag a zalh mad dezañ.
47 Unan euz ar re a oa eno a dennas e gleze hag a skoas eun taol gand mevel ar Beleg-Braz hag a drohas dezañ e skouarn. 48 Jezuz a gomzas hag a lavaras dezo :
— « Evel pa vefen eul laer oh deuet gand klezeier ha bizier da baka ahanon. 49 Bemdez e vezen, en ho touez en templ, o rei kelennadurez, ha n’ho-peus ket kroget ennon. Med bremañ eo evid ma teuio da wir ar pez a zo merket er Skritur-Zakr ».50 Oll neuze e tilezjont anezañ hag e tehjont kuit. 51 Eur paotr yaouank, koulskoude, a yeas da heul Jezuz, netra war e gorv nemed eul linser. Kregi a reer ennañ, 52 med en en em zispég euz e linser hag a deh kuit en noaz [37].
53 Digaset e oe Jezuz dirag ar Beleg-Braz. En em zastum a ra eno oll Brinsed ar Veleien, Pennou braz ar bobl hag ar Skribed.
54 Pèr euz a bell e-noa heuliet Jezuz beteg ti ar Beleg-Braz ; e diabarz ar porz, azezet e-touez ar zervicherien, e oa cet da domma e-kichenn an tan.
55 Ar Veleien-Vraz hag ar Huzul a-béz a glaske a-eneb Jezuz eun testeni bennag evid e gondaoni d’ar maro, ha ne gavent ket. 56 Meur a hini a zouge falz-testeni a-eneb dezañ, med n’oa ket heñvel an testeniou an eil ouz egile. 57 Sevel a ree hiniennou da zougen testeniou faoz evel-henn :
58— « E glevet on-eus o lavared : « Me a ziskaro an templ-mañ, savet gand dorn an dud, hag e tri devez e savin unan all ha ne vo ket diwar dorn an dud ».
59 Ha war ar poent-se zokén, n’oa ket heñvel o zesteniou.
60 Ar Beleg-Braz neuze a zav en e-zav e-kreiz an dud bodet eno hag a houlenn ouz Jezuz :
— « N’az-peus netra da respont d’an tamallou greet dit gand ar re-mañ ? »
61 Jezuz a jom dilavar ha ne respont netra. Ar Beleg-Braz a houlenn outañ neuze :
— « Ha bez’ ez out-te ar Mesiaz, Mab an Doue benniget ? »
62 Respont a reas Jezuz :
— « Ya, bez’ ez on ! Ha c’hwi a welo Mab an Dén azezet en tu dehou d’an Doue oll halloudeg, hag o tond war goa-brennou an neñv ».
63 Ar Beleg-Braz goude beza roget e zillad a lavaras :
— « Peseurt ezomm on-ëus c’hoaz da gaoud testou ?
64 E glevet ho-peus o vlasfemi. Petra ’zoñj deoh ? »
Hag e oe barnet d’ar maro gand an oll.
65 Lod neuze en em lakeas da dufa outañ, da voucha dezañ e zaoulagad, da skei gantañ en eur lavared dezañ :
— « C’hoari da brofet ! »
Hag ar zervicherien a skoe taoliou gantañ.
66 En-dra m’edo Pèr en traon, er porz, e tigouezas eur valez d’ar Beleg-Braz. 67 O weled Pèr o tomma ouz an tan, o selled outañ e lavaras :
— « Te ive a oa gand Jezuz a Nazared ».
68 Pèr a nahas :
— « N’ouzon ket ha ne intentan ket petra lavarez ». Hag en mond er-mêz war-zu ar porched.
69 Ar valez ouz e weled a lavaras a-nevez d’ar re a oa eno :
— « Hennez a zo unan anezo ».
Ha Pèr a nahe en-dro.
70 Nebeud amzer goude, ar re a oa eno a lavare da Bèr eur wech muioh :
— « A-dra-zur ez oui unan euz ar re-ze, rag euz Bro-Halilea out ».
71 Med en neuze da doui ha da vallozi :
— « Ne anavezan kel an dén-ze a gomzil anezañ din ».
72 Raklal, evid an eilved gwech, e kanas ar hillog.
Pèr neuze a zeuas da zonj dezañ e komzou Jezuz :
— « A-barz m’e-no ar hillog kanel diou wech ez-po va nahel leir gwech ».
Hag e stagas da ouela.