1 Hag e stagas da gomz dezo dre barabolennou :
— « Eun dén e-neus plantet eur winieg [31], laket eur harz en-dro dezi, kleuzet eur ’foz ha savet eun douribell. Feurmet e-neus anezi da winierien hag cet kuit.
2 « Deuet ar mare, e kasas eur zervicher da gavoud ar winierien, da houlenn diganto e lod euz frouez ar winieg. 3 Med ar re-mañ a bakas krog ennañ, a skoas gantañ hag e gasas en e hent gand netra.
4 « Eur zervicher all a gasas dezo c’hoaz. Hemañ ive o-deus skoet gantañ war e benn ha dismeganset anezañ.
5 « Unan all a gasas c’hoaz hag hemañ a oe lazet ganto zokén ; ha goude, kalz re all ; lod a oe skoet ganto ha lod all lazet. 6 Ne jome gantañ nemed e vab muia karet. E gas a reas daveto da ziweza kannad, en eur lavared ennañ e-unan : « Douja ’raint va mab ».
7 « Ar winierien-ze a-vad a lavaras kenetrezo :
— « Ar pennher eo hemañ, deom, lazom anezañ, hag e vo deom an hèrèz ».
8 « Kroget o-deus ennañ, e lazet hag e stlapet er-mêz euz ar winieg.
9 « Petra ’raio mestr ar winieg ? Dond a raio, kas ar winie rien d’ar maro ha fizioud ar winieg e tud all.
10 « Ha n’ho-peus ket lennet ar pennad-mañ er Skritur ?
« Ar mên taolet a-gostez gand saverien an ti,
« hennez eo a zo deuet da veza ar mên-korn ».
11 « An dra-ze eo e-neus greet an Aotrou, tra estlammuz evid on daoulagad. 12 Hag e klaskent an tu da gregi ennañ, med aon o devoa rag an dud. Intentet mad o-doa eo evito eo e-noa lavaret ar barabolenn-se. Neuze e lezjont anezañ hag ez ejont kuit.
13 Kas a rejont d’e gavoud eun nebeud Farizianed ha Saduseaned evid e dapa war gomz pe gomz. 14 Dond a rejont da lavared dezañ :
— « Mestr, gouzoud a reom ez out eun dén eun ha ne lezez dén da gaoud levezon warnout. Ne zellez ket ouz renk an dud, ha kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez… Hag aotre a zo, pe n’eus ket, da baea talllou da Zezar ? »
15 Med Eñ, anad dezañ o zrubardèrèz, a lavaras dezo :
— « Perag e klaskit paka ahanon ? Digasit din eur pez arhant ma welin ! »
16 Digas a rejont unan dezañ. Neuze e lavaras dezo :
— « Euz piou eo ar skeudenn hag an enskrivadur ? »
— « Euz Sezar, emezo ».
17 Jezuz a lavaras dezo :
— « Rentit da Zezar ar pez a zo da Zezar, ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ».
Chom a rejont souezet braz gand ar homzou-ze.
18 Saduseaned a zeu d’e gavoud. Ar re-ze a lavar n’eus ket a adsao da veo, hag e rejont outañ ar goulenn-mañ :
19— « Moizez e-neus skrivet evidom : « Setu eun dén. Ma teu eur breur dezañ da vervel o lezel e wrég, med heb bugale, en a zimezo gand an intanvez hag a zavo lignez d’e vreur ».
20— « Bez’ e oa seiz breur. Ar henta a zimezas hag a varvas dizhèr. 21 An eil a zimezas gand an intanvez hag a varvas hep lezel bugale. An trede, ar memez tra. 22 Ha ne lezas, hini e-béd euz ar zeiz, bugale war e lerh.
« Da ’fin an dro, e varvas ive ar wrég. 23 Da vare an dasorh, pa adsavint a varo da veo, da behini anezo e vo-hi gwrég ? Pegwir, o zeiz, o-deus bet anezi da wrég ».
24 Jezuz a respontas dezo :
— « Ma faziit, daoust ha n’eo ket ablamour ne anavezit ket ar Skrituriou na galloud Doue ? 25 Rag pa adsaver a varo da veo, ne gemerer na gwrég na gwaz, med heñvel e vezer ouz êlez en Neñvou.
26 « Ha diwar-benn adsao ar re varo da veo, ha n’ho-peus ket lennet e levr Moizez, e pennad ar « bod entanet », penaoz e-neus lavaret Doue dezañ :
« Doue Abraham on, Doue Izaag ha Doue Jakob». 27 N’eo ket Doue tud maro, med Doue tud beo. Fazia a rit a-grenn ».
28 Eur skrib a dosteas. Klevet e-noa an divizou a oa bet etrezo ha kavet mad ar pez e-noa respontet Jezuz, hag e houlennas outañ :
— « Pehini eo ar henta euz ar gourhemennou ? »
29 Respont a reas Jezuz :
— « An hini kenta eo : « Selaou Israël, an Aotrou on’ Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetan. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.
31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».
32 Ar skrib neuze a lavaras dezañ :
— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar pez az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 33 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».
34 Jezuz, o weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, a lavaras dezañ :
— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ». Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.
35 Jezuz a gomzas hag a gelenne en templ.
— « Penaoz, emezan, e hell ar Skribed lavared ez eo ar Hrist mab da Zavid ? 36 David e-unan, sklerijennet gand ar Spered-Santel e-neus lavaret :
« An Aotrou e-neus lavaret d’am Aotrou :
« Azez en tu dehou din,
« beteg m’am-bo greet euz da enebourien
« eur skabell dindon da dreid ».
37 « David e-unan a ra Aotrou anezañ, penaoz neuze ez eo Mab dezañ ? »
An dud, niveruz, a zelaoue anezañ gand plijadur.
38 En e gelennadurez e lavaras Jezuz :
— « Diwallit ouz ar Skribed, a blij dezo mond ha dond, gwisket gand saeou kaer, ha beza saludet war ar plasennou ; 39 mond da azeza war ar hadoriou kenta er zinagogou ha kaoud ar renkou kenta er prejou. 40 Debri a reont madou an intanvezed, ha pedennou hir a reont evid beza gwelet : seul rustoh e vo evito ar varnedigez ».
41 Azezet dirag kéf ar provou, e selle Jezuz penaoz e taole an dud peziou mouneiz e-barz, ha kalz re binvidig a daole kalz.
42 Dond a reas eun intanvez paour hag a lakeas daou bezig. 43 Jezuz a halvas e ziskibien d’e gavoud hag e lavaras dezo :
— « E gwirionez, m’hel lavar deoh, an intanvez paour-mañ he-deus laket er héf muioh eged an oll dud all. 44 Ar re-ze o-deus laket euz ar pez o-doa da zioueri, med hi he-deus kemeret war he diénéz, ha roet kemend he-doa, kemend a jome ganti da veva ».