1 Jezuz a yeas kuit ahano da vond da Vro-Judea, en tu all d’ar Jordan. An dud a zeuas adarre en-dro dezañ, hag e kelenne anezo, eur wech c’hoaz, hervez ma oa kustum d’henn ober.
2 Farizianed a dosteas outañ, hag evid e baka en e gom-zou e houlennjont outañ :
— « Daoust hag e hell eur gwaz kas kuit e wrég ? »
3 Jezuz a respontas dezo :
— « Petra e-neus Moizez gourhemennet deoh ? »
4— « Moizez, emezo, e-neus aotreet rei eul lizer a zis-parti ha kas kuit ar wrég ».
5 Jezuz a lavaras dezo :
— « Ablamour d’ar haledet m’eo ho kalonou, e-neus Moizez skrivet al lezenn-se. 6 Med e penn kenta ar béd e-noa Doue greet anezo gwaz ha maouez. 7 Ha rag-se ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouz e wrég. 8 Ha ne vint o-daou nemed unan ; evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med unan hepkén.
9 « Arabad d’an dén eta dispartia ar pez e-neus Doue unanet ».
10 Eur wech deuet en ti, e reas an diskibien goulennou outañ adarre war ar poent-se. 11 Hag e respontas dezo :
— An neb a gas kuit e wrég hag a gemer unan all a ra avoultriez en he-heñver. 12 Hag ar vaouez, ma kas kuit he gwaz evid dimezi da unan all, a ra avoultriez ive ».
13 Tud a oa hag a zigase dezañ bugaligou da douch outo.. Med an diskibien a ree gourdrouz dezo.
14 Ouz o gweled, Jezuz a yeas droug ennañ hag a lavaras :
— « Lezit ar vugaligou da zond davedon, ha na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue.15 « E gwirionez m’hel lavar deoh, an neb na zigemer ket Rouantèlèz Doue evel ma ra eur bugelig, ne antreo ket e-barz » [28].
16 O starda a ree neuze être e zivreh hag o benniga en eur lakaad e zaouarn warno.
17 O veza m’edo o vond en hent, e tiredas eun dén d’e gaVoud. Daoulinet dirazañ, e houlennas outañ :
— « Mestr mad, petra am-eus da ober evid gounid ar vuez peurbaduz ? »
18 Jezuz a lavaras dezañ :
— « Perag e lavarez « mad » din ? Dén e-béd n’eo mad nemed Doue hepkén ! 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : « Ne lazi ket. Ne ri ket avoultriez. Ne laeri ket. Ne lavari ket falz-testeni. Ne ri gaou ouz dén. Da dad, da vamm a enori ».
20 An dén a respont dezañ :
— « Mestr, kement-se am-eus miret abaoe va yaouankiz ».
21 Jezuz, o veza paret e zell warnañ, a garas anezañ hag a lavaras :
— « Eun dra a ra diouer dit c’hoaz : Kee, gwerz da oll vadou, ro anezo d’ar beorien hag ez-po eun teñzor en Neñv, ha neuze, deus d’am heul ».
22 Deuet teñval e benn o kleved kement-se, ez eas kuit, glaharet e galon, rag braz oa e beadra.
23 O selled en-dro dezañ, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Pegen diêz e vo d’ar re o-deus madou antreal e Rouantèlèz Doue ! »
24 Sebezet e chome an diskibien gand e gomzou, ha Jezuz a lavaras dezo startoh c’hoaz :
— « Na pegen dïêz, va bugale, eo antreal e Rouantèlèz Doue ! 25 Esoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun dén pinvidig antreal e Rouantèlèz Doue ».
26 Sebezet muioh-mui, e houlenne an diskibien an eil ouz egile :
— « Piou ’ta neuze a hell beza salvet ? »
27 Jezuz o veza paret e zell warno a lavaras dezo :
— « Evid an dud ez eo dreist d’o galloud, med evid Doue n’eo ket, rag Doue n’eus netra ouspenn dezañ ».
28 Pèr neuze a lavaras dezañ :
— « Setu on-eus-ni kuiteet pep tra, hag ez om eet d’az heul ».
29 Ha Jezuz da respont dezo :
— « E gwirionez m’hel lavar deoh, neus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, parkeier, ablamour din ha d’an Aviel, 30 ha ne resevo ket dija kant kwech muioh er béd-mañ : liez, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, parkeier, hag heskinou ouspenn, hag er béd da zond ar vuez peurbaduz ».
31 « Kalz euz ar re genta a vo da ziweza hag euz ar re ziweza a vo da genta ».
32 En hent, edont o sevel da Jeruzalem, ha Jezuz a gerze en o-raog. Spontet e oant hag ar re a zeue da heul o-doa aon.
Jezuz a gemeras gantañ adarre an Daouzeg hag en em lakeas da lavared dezo ar pez a oa da zigouezoud gantañ :
33— « Setu ma savom da Jeruzalem, hag e vo Mab an Dén lakeet être daouarn Prinsed ar Veleien hag ar Skribed. E varn a raint d’ar maro hag e lakaad être daouarn ar bayaned. 34 Goap a, raint outañ, tufa outañ, e skourjeza, e laza ha tri devez goude eh adsavo da veo ».
35 Jakez ha Yann a dosteas ouz Jezuz hag a lavaras dezañ :
— « Mestr, ni or-befe c’hoant e rafez evidom ar pez on-eus da houlenn »
36 Respont a reas dezo :
— « Petra ’fell deoh e rafen evidoh ? »
37— « Gra, emezo, ma vezim laket da azeza, unan en tu dehou, egile en tu kleiz dit en da hloar ».
38 Jezuz a-vad a lavar dezo :
— « N’ouzoh ket petra ’houlennit. Ha gouest oh da eva ar halirad am-eus-me da eva ? pe da reseo ar vadeziant am-eus-me da gaoud ? » [29].
39 Respont a rejont :
— « Gouest om ! »
Jezuz a lavaras dezo :
— « Ar halirad am-eus da eva ho-po da eva ive, hag ar vadeziant am-eus da gaoud e vezoh badezet enni. 40 Evelato, azeza en tu dehou pe en tu kleiz din, n’eo ket din-me her rei deoh. Bez’ e vo evid ar re rn’eo miret ar plasou-se evito ».
41 An dég abostol all o veza klevet ar gaoz a yeas droug enno ouz Jakez ha Yann. 42 Jezuz a halvas anezo d’e gavoud hag a lavaras dezo :
— « Her gouzoud a rit, ar re a weler e penn ar poblou a ra o mistri warno hag ar pennoû braz a lak o galloud da boueza. 43 Ganeoh-c’hwi ne die ket beza evel-se, er hontrol eo : an neb e-no c’hoant dond da veza braz, ra vo servicher deoh. 44 Hag an neb e-no c’hoant beza ar henta, ra vo servicher d’an oll. 45 Rag Mab an dén e-unan n’eo ket deuet evid beza servi-chet, med evid servicha ha rei e vuez da brena an oll dud ».
46 Digouezoud a reont e Jeriko. D’ar mare m’edo Jezuz o kuitaad Kêr gand e ziskibien hag eur boblad mad a dud, e oa azezet, war bord an hent, o houlenn aluzenn, eun dén dall anvet Bartime.
47 O veza klevet e oa o tremen Jezuz a Nazared, e stagas da grial :
— « Jezuz, Mab David, bez truez ouzin ! »
48 Kalz tud a hourdrouze anezañ evid e lakaad da jom peoh. Med en a grie gwasoh-gwaz :
— « Mab David, ho pet truez ouzin ! »
49 Chomet a-zav, Jezuz a lavaras :
— « Galvit anezañ da zond ».
Galvet e oe an dén dall hag e oe lavaret dezañ :
— « Kemer fizians. Sav ! Galvet out gantañ ».
50 An dén dall a daol kuit e vantell hag en eul lamm e teu da gavoud Jezuz. 51 Jezuz a houlennas outañ :
— « Petra ’fell dit a rafen evidout ? »
— « Rabbouni, emezan, gra din gweled skier ».
52 Jezuz neuze a lavaras dezañ :
— « Kee ! Gand da ’feiz out salvet ».
Raktal e kav en-dro ar gweled, hag ez ee da heul Jezuz ; war an hent.