Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Aviel hervez sant Lukaz – Pennad 8

Aviel hervez sant Lukaz
Pennad 8

MERHED SANTEL A HEUILL JEZUZ

1 Goudeze, Jezuz a dremene a-dreuz kêriou ha bourhadennou, o prezeg hag oh embann Kelou-Mad Rouantèlèz Doue. Ouz e heul edo an Daouzeg, 2 hag ive eun nebeud merhed hag a oa bet pareet gantañ diouz droug-sperejou ha kleñvejou : Mari anvet Madalen [18], aet seiz diaoul diouti, 3 Janed gwreg Kouza, merour Herodez, Suzanna ha meur a hini all a zikoure anezo diwar o feadra.

4 O veza m’en em zastume eun niver braz a dud, ha ma tireded davetañ euz an oll gêriadennou, e lavaras dre barabolenn :

PARABOLENN AN HADER

5 — « An hader a zo aet da hada e had ; dre ma had e kouez euz ar greun war bord an hent ; breset eo gand an treid ha debret gand laboused an Neñv.

6 « Lod all a zo kouezet war ar vein ; diwan a reont ha dizeha dre ziouer a hlebor.

7 « Re all a zo kouezet e-touez an drein, hag an drein, o kreski d’o heul, o-deus o mouget.

8 « Lod all a zo kouezet en douar mad ; savet int ha taolet o-deus frouez kant evid unan.

Ha Jezuz neuze, a vouez kreñv :

— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ».

9 E ziskibien a houlennas outañ petra zinifie ar barabolenn-se. 10 Respont a reas dezo :

— « Deoh eo bet roet da anaoud misteriou Rouantèlèz Doue ; d’ar re all a-vad eo dre barabolennou, ma chomint hep gweled goude selled, hag heb intent goude kleved.

11 « Ha setu petra zinifi ar barabolenn : an had eo komz Doue.

12 « Ar re a zo war bord an hent eo ar re a glèv, hag e teu an diaoul goudeze hag e lam kuit ar Gomz euz o halonou, gand aon na zeufent da gredi ha da veza salvet.

13 « Ar re a zo war ar vein eo ar re a zigemer a Gomz gand levenez p’he hlevont. Med n’o-deus ket a wriziou ; e-pad eur pennad e kredont, med da vare an tentadur e tilezont.

14 « Ar re a zo kouezet e-mesk an drein eo ar re a glèv, med diwar goust an trubuillou, ar binvidigez, plijaduriou ar vuez, e vezont mouget en hent ha ne zeuont ket da zarevi ».

15 « Ar pez a zo en douar mad eo ar re a glèv ar Gomz gand eur galon eun ha mad, a vir anezi, hag a daol frouez en eur zerhel mad ».

PENAOZ DIGEMER HA REI D’AR RE ALL KELENNÀDUREZ JEZUZ

16 « Ne elum den eul lamp evid e helei gand eul lestr pe e lakaad dindan eur gwele ; med laket e vez war eur fiantolor evid ma welo ar goulou ar re a zeu en ti.

17 « Rag n’eus netra zekret ha ne vo ket diskuillet, netra guzet ha ne vo ket anavezet ha laket a-wél d’an oll.

18 « Taolit evez eta ouz an doare ma selaouit ; rag an neb e-neus a vo roet dezañ, hag an neb n’e-neus ket a vo lamet digantañ ar pez, zokén, a gréd dezañ kaoud ».

GWIR GERENTIEZ JEZUZ

19 Dond a reas e vamm hag e vreudeur d’e gavoud, med n’hellent ket mond beteg ennañ ablamour d’an niver braz a dud.

20 Lavaret e oe dezañ :

— « Da vamm ha da vreudeur a zo aze er-mêz, c’hoant o-deus gweled ahanout ».

21 Respont a reas :

— « Va mamm ha va breudeur eo ar re a zelaou komz Doue hag a vir anezi ».

AR WALL-AMZER TORRET

22 Eun devez e pignas Jezuz en eur vag gand e ziskibien. Lavared a reas dezo :

— « Tremenom war an tu all d’al lenn ». Hag int-i er mor.23 E-keid ha m’edont en hent en em roas Jezuz da gousked. Eur gwall-varr avel-dro a zirollas war al lenn [19], an dour a garge ar vag hag edont en argoll. 24 Tostaad a rejont ouz Jezuz hag e zihuna en eur lavared :

— « Mestr, Mestr ! emaom o vond da goll ! »

Dihuna ’reas ha gourdrouz an avel hag an tonnou. Sioullaad a rejont hag e teuas kalmijenn. 25 Hag e lavaras Jezuz dezo :

— « E peleh ema ho feiz ? »

Spontet e oant hag estlammet hag e lavarent kenetrezo :

— « Piou eo hemañ ma ra e vestr war an aveliou ha war ar mor zokén ha ma-sentent outañ ».

EUN DEN ENNAÑ LEUN A ZROUG-SPEREJOU

26 Douara ’rejont e Bro ar Jerazenianed a zo dirag Bro-Halilea. 27 P’edo o tiskenn war an douar, e teuas en arbenn dezañ eun den euz kêr hag a oa dindan veli droug-sperejou abaoe eur pennad mad a amzer. Ne zouge tamm dillad e-béd. N’edo ket o chom en eun ti med er beziou. 28 Pa welas Jezuz eh en em daolas e-harz e dreid en eur grial hag en eur lavared a vouez kreñv :

— « Petra ’glaskez ouzin, Jezuz Mab an Doue Uhel-Meurbéd. Ne d-a ket da ober poan din ».

29 Rag Jezuz a roe urz d’ar spered hudur da vond er-mêz euz an den-ze. Meur a wech, evid gwir, ez oa bet dalhet gantañ. Ereet e veze evid e zelher, gand chadennou hag hualou, med terri a ree e ereou, ha poulzet e veze gand an diaoul war-zu al lehiou gouez.

30 Jezuz a houlennas outañ :

— « Pe ano out ? »

— « Strollad » emezañ, rag meur a zroug-spered a oa aet ennañ. 31 Hag eh aspedent anezañ da jom hep rei urz dezo da vond d’an islonk.

32 Ha setu ma ’z oa eno eur vandenn vrao a voh o peuri war ar menez. An droug-sperejou a bedas stard Jezuz da rei aotre dezo da vond er moh-se. Hag e roas aotre.

33 An droug-sperejou a zilezas an den hag a antreas er moh. Hag ar vandenn en en daolas el lenn diwar an tornaod hag e oent beuzet.

34 O weled kemend-all e tehas kuit ar vesaerien hag e tigasjont ar helou e kêr ha tro-war-dro.

35 An dud a zeuas da weled petra ’oa c’hoarvezet. Digouezoud a rejont gand Jezuz, hag e kavjont, azezet ouz e dreid, an den bet diahubet euz an droug-sperejou. Gwisket e oa hag e skiant vad gantañ.

Spontet e oent. 36 Ar re o-doa gwelet a gontas dezo penaoz e oa bet saveteet an hini a oa e dalh an droug-sperejou.

37 Neuze an oll euz karter ar Jerazenianed a houlennas digand Jezuz mond kuit diouto rag kroget e oa enno eur spont braz. Eñ a bignas er vag hag a yeas war e giz.

38 Med an den hag a oa aet an droug-sperejou er-mêz anezañ, a houlenne digand Jezuz e lezel da jom gantañ.

Jezuz a-vad ne asantas ket hag a lavaras dezañ :

39— « Distro d’ar gêr ha ro da anaoud kemend e-neus Doue greet en da-genver ».

Mond a reas eta kuit, en eur embann dre gêr a-bez kemend e-noa Jezuz greet en e-genver.

AR VAOUEZ GLAÑV GAND AN DIWADA HA DASORH MERH JAIR

40 Pa oe distro Jezuz e oe digemeret gand eur bobl a dud rag ouz e hortoz edont oll.

41 Ha setu ma tigouezas eun den anvet Jair, mestr ar zinagog. Koueza ’reas e-harz treid Jezuz hag e pedas anezañ stard da vond beteg e di.

42 N’e-noa nemed eur verh, war-dro daouzeg vloaz, ha dare da vervel. E-pad m’edo Jezuz o vond di, e voustre an dud anezañ beteg e zialana.

43 Ha setu eno eur vaouez klañv gand ar c’holl gwad abaoe daouzeg vloaz. Dispignet he-doa ne oll danvez gand medisined, hag hini e-béd n’e-noa gellet he farea.

44 Tostaad a reas a-dreñv dezañ ha touch ouz bevenn e vantell, ha kerkent e paouezas da goll gwad.

45 Jezuz a houlennas :

— « Piou e-neus touchet ouzin ?  » O veza ma nahe an oll, e lavaras Pèr :

— « Mestr, an dud eo a zo ouz da voustra ha da enka ».

46 Med Jezuz a lavaras :

— « Unan bennag e-neus touchet ouzin ; santet am-eus ez eus eet eun nerz er-mêz ahanon ».

47 O weled e oa bet dizoloet, e teuas ar vaouez, en eur grena, d’en em deuler e-harz e dreid. Konta ’reas dirag an oll perag he-doa touchet outañ ha penaoz e oa bet pareet kerkent.

48 Neuze e lavaras dezi :

— « Va merh, gand da feiz out bet saveteet. Kerz e peoh ».

49 O komz edo c’hoaz, pa zigouezas euz ti mestr ar zinagog eun den da lavared :

— « Maro eo da verh, paouez da dregasi ar Mestr ».

50 Med Jezuz hag e-noa klevet a lavaras da Jaïr :

— « Bez dienkrez, kréd hebkén hag e vo saveteet ».

51 En em gavet en ti, ne lezas da vond tre gantañ nemed Pèr, Yann, ha Jakez, gand tad ha mamm ar hrouadur. 52 An oll a-vad a oa o ouela hag oh hirvoudi warni. Jezuz a lavaras :

— « Na ouelit ket, n’eo ket maro, kousket eo ! »

53 Hag e reent goap anezañ rag gouzoud a ouient e oa maro. 54 Med eñ, o kregi en he dorn, a halvas anezi :

— « Va merhig, dihun ! »

55 Hag he spered a zeuas dezi en-dro ha dioustu e savas. Jezuz a roas urz da rei dezi da zebri. 56 Trefuet e oa he herent, ha difenn a reas outo lavared da zen ar pez a oa erruet.