1 Eun devez, enket gand engroez an dud en em starde en-dro dezañ evid kleved komzou Doue, edo Jezuz war ribl lenn Jenezared.
2 Gweled a reas diou vag, diskennet anezo arbesketerien evid gwalhi o rouejou.
3 O veza pignet en unan anezo a oa bag Simon, e houlennas digantañ pellaad eun tammig diouz an douar. Azeza ’reas hag e krogas da brezeg d’ar bobl euz ar vag.
4 Pa oe echu gantañ e brezegenn, e lavaras Jezuz da Zimon :
— « Sko d’an donvor ha taol da rouejou da besketa ».
5 Ha Simon a respont dezañ :
— « Mestr, goude beza poaniet e-pad an noz penn-da-benn, n’on-eus paket netra. Koulskoude, pa lavarez henn ober, e taolin va rouejou ».
6 Henn ober a rejont, hag e pakjont kemend a besked, ma oe dare o rouejou da regi.
7 Ober a rejont sin d’o henseurted euz ar vag all, da zond d’o zikour. Dond a rejont, hag an diou vag a oa ken karget ma oant war-nes beza goueledet.
8 O weled kement-se, Simon Pèr a gouezas ouz daoulin Jezuz en eur lavared :
— « Aotrou, pella diouzin, rag eun den peher on ».
9 Evid gwir, kroget e oa ar spont ennañ hag er re oll a oa gantañ, o weled ar besketèrèz vurzuduz o-doa greet.
10 Ken spontet all e oe Jakez ha Yann, mibien Zebede, kompagnuned da Zimon. Med Jezuz a lavaras da Zimon :
— « Ne d-a ket da gaoud aon ! Hiviziken e vezi pesketaer tud ».
11 Neuze, goude beza digaset o bagou d’an douar ha dilezet pep tra, ez ejont da heul Jezuz.
12 Eun devez m’edo en unan euz ar hêriadennou-ze, setu ma oa eno eun den goloet a lorgnez. Pa welas Jezuz e stouas d’an douar dirazañ, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :
— « Aotrou, ma karez e hellez va farea ».
13 Jezuz a astennas e zorn, a douchas outañ hag a lavaras :
— « Me a fell din, bez pareet ».
Ha raktal ez eas al lorgnez kuit dioutañ, 14 Ha Jezuz a zifennas outañ henn lavared da zen.
— « Kee kentoh d’en em ziskouez d’ar beleg, ha ro ar prov evid da bareañs, hervez gourhemenn Moizez ; aze o-do eun destenn ».
15 Muioh mui e veze ano anezañ, hag e tirede tud a-verniou d’e zelaou ha da veza pareet euz o hleñvejou. 16 En a-vad en em denne el lehiou distro hag e pede.
17 Eun deiz m’edo o kelenn, e oa azezet ouz e zelaou Farizianed ha Doktored war al Lezenn deuet euz oll geriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha galloud an Aotrou a oa gantañ da barea ar re glañv.
18 Erruoud a reas tud o tougenn war eur gwele eun den seizet. Klask a reent e zigas en ti evid e lakaad dirazañ.
19 En abeg d’an engroez, ne gavent tu e-béd da gas tre an den, hag e pignont war al leurenn doenn, hag en eur lemel an teol e tiskennont anezañ, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.
20 O weled o feiz Jezuz a lavaras dezañ :
— « Da behejou a zo pardonet dit ».
21 Ar Skribed hag ar Farizianed a zeuas d’en em zoñjal :
— « Piou eo hemañ gand e gomzou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »
22 Med Jezuz hag a ouie petra ’oa en o spered a respontas dezo :
— « Perag maga seurt soñjou en ho kalonou ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Da behejou a zo pardonet dit », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezoh e-neus Mab an den galloud war an douar da bardoni ar pehejou : me ’lavar dit, emezañ d’an den seizet, sav en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».
25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, e kemeras e wele hag ez eas d’ar gêr en eur veuli Doue.
26 Ar spont a grogas neuze enno oll hag e veulent Doue. Leun a zoujañs e lavarent :
— « Traou estlammuz on-eus gwelet hirio ».
27 Goudeze ez eas er-mêz hag e welas eur publikan, e ano Levi, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
28 O tilezel pep tra, e savas hag ez eas d’e heul.
29 Levi [15] a reas eur préd braz da Jezuz en e di. Bez’ e oa eun nebeud mad a druajerien hag a dud all ouz taol ganto.
30 Ar Farizianed hag ar Skribed a hrosmole hag a lavare d’e ziskibien :
— « Perag e tebrit hag eh evit-c’hwi gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
31 Jezuz a lavaras dezo :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da jeñch buez ». med ar beherien, ma teuint de jeñch buez ».
33 Int a lavaras dezañ :
— « Diskibien Yann a oar yun alïez ha pedi, diskibien ar Farizianed kemend-all, e-leh da re-te a zèbr hag a év ».
34 Jezuz a respontas dezo :
— « Daoust hag e hellit lakad da yun mignoned an den-nevez, e-keid ha m’ema hemañ ganto ? 35 Med dond a raio deiziou ma vo bet lamet an den-nevez diganto ; neuze e yunint en deiziou-ze ».
36 Eur barabolenn a lavaras c’hoaz dezo :
— « Den e-béd ne rog eun tamm euz eur pez dillad nevez evid peñselia eur pez dillad koz ; a-néz e vezo bet roget an hini nevez, hag ar peñsel tennet anezañ ne vo ket a-zere gand an hini koz.
37 « Den kennebeud ne laka gwin nevez e sehier-lèr koz, a-néz, ar gwin nevez a lako ar zehier koz da darza, ar gwin a vo skuillet hag ar zehier kollet.
38 Ar gwin nevez a dle beza laket e sehier-lèr nevez.39 Nep piou bennag a év gwin koz n’e-neus c’hoant e-béd da gaoud hini nevez, rag lavared a ra : gwelloh eo an hini koz [16]. »