1 En amzer-ze e teuas urz a-berz an impalaer Aogust da niveri oll dud ar béd.
2 An niveradur kenta-ze a oe greet pa oa Kirinuz gouarnour Bro-Siria. 3 Mond a ree an dud da rei o ano pep hini en e gêr.
4 Jozef euz Nazared e Bro-Halilea, en ive, a bignas da Vro-Judea, beteg kêr David, anvet Betleem, o veza ma oa euz ti ha famill David, 5 evid rei e ano, gand Mari e bried hag a oa dougéréz.
6 E-pad m’edont eno, setu ma teuas an amzer dezi da henel he bugel.7 Neuze e lakeas er béd he mab kenta-ganet [7] ; maillura ’reas anezañ hag e lakaad da hourvez en eur hraou, o veza ma ne oa.ket a blas evito en ostaleri.
8 Pastored a oa er mêziou tro-war-dro o veilla ’hed an noz da ziwall o denved. 9 Ha setu eun El a-berz Doue en em ziskouezas dirazo ha gloar Doue a skedas en-dro dezo, hag e oent spontet. 10 An El a lavaras dezo : — « N’ho pet ket aon, rag kelou a zigasan deoh euz eul levenez vraz a vo evid ar bobl a-bez : 11 Eur Zalver evidoh ’zo ganet hirio e kêr David, ar Mesiaz [8] eo, an Aotrou.
12 « Ha setu ar pez a ray deoh e anaoud : c’hwi ’gavo eur hrouadurig mailluret ha gourvezet en eur hraou ».
13 Ha neuze, en eun taol, e teuas da heul an êl eun niver braz a Elez euz an Neñv, oll o veuli Doue en eur lavared :
14 — « Gloar da Zoue e barr an Neñvou, ha peoh war an douar d’an dud a blij dezañ ».
15 Goude ma oe eet kuit an Elez diwar o zro, e lavaras ar bastored kenetrezo :
— « Deom beteg Betleem da weled ar pez a zo c’hoarvezet, ar pez a zo bet diskleriet deom gand an Aotrou ».
16 Mond a rejont buan, hag e kavjont Mari ha Jozef hag ar hrouadur gourvezet er hraou.
17 Goude beza gwelet, e rojont da houzoud ar pez a oa bet lavaret dezo diwar-benn ar hrouadur-ze. 18 ha kement hini o hleve a veze souezet gand ar pez a gonte dezo ar bastored.
19 Mari a-vad a zalhe an oll draou-ze en he halon hag a zoñje enno.
20 Ar bastored, en eur vond kuit, a rente gloar ha meuleudi da Zoue, evid kement o-doa gwelet ha klevet hervez ma oa bet lavaret dezo.
21 Tremenet an eizteiz, e teuas ar mare da amdrouh ar hrouadur, ha neuze e oe anvet Jezuz, ano bet roet dezañ gand an El, a-raog ma oe koñsevet.
22 Pa oe deuet an deiz merket, hervez Lezenn Voizez, evid beza glanneet, e oe Jezuz kaset gand e dud da Jeruzalem, evid beza kinniget d’an Aotrou, 23 rag skrivet eo el Lezenn : « Pep paotr kenta-ganet a zo da veza gouestlet d’an Aotrou ».
24 Deuet e oant ive evid rei eur zakrifis, hervez m’eo lavaret e Lezenn an Aotrou, eur houblad turzunelled pe diou goulmig.25 Bez’ e oa e Jeruzalem eun den anvet Simeon, den just ha doujuz da Zoue. Gortoz a ree ar frealzidigez da zond [9] evid pobl Israël, hag ar Spered-Santel a oa gantañ.
26 Roet ’oa bet dezañ da anaoud gand ar Spered-Santel, ne welje ket ar maro a-raog beza gwelet Mesiaz an Aotrou.
27 Poulzet gand ar Spered e teuas d’an Templ, pa edo tad ha mamm ar Mabig Jezuz o tigas anezañ evid ober en e-genver kement a oa hervez al Lezenn. 28 Kemer a reas ar hrouadur etre e zivreh hag e lavaras bennoz evel-henn da Zoue :
29 « Bremañ, ô Mestr, e hellez lezel da servicher
« da dremen e peoh, hervez da bromesa,
30 « rag gwelet o-deus va daoulagad da zilvidigez
31 « an hini bet preparet ganit,
« da ziskouez d’an oll vroiou
32 « sklerijenn war boblou ar bayaned
« da daoler sklerder ha gloar
« evid Israël da bobl ».
33 Estlammi ’ree e dad hag e vamm, gand kemend a glevent lavared diwar-benn ar bugel. 34 Simeon a ro dezo e vennoz hag a lavar da Vari e vamm :
— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ er béd evid ma ’z ay da goll pe da veza salvet kalz a dud en Israël ; bez’ e vo eur zin hag a zavo enebiez war e dro, 35 ken na vo da galon dit treuzet gand eur hleze, e seurt ma vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalonou eur halz a dud».
36 Bez’ e oa eno ive eur brofetez : Anna, merh da Fanuel, euz rummad Azer. Oajet braz e oa. Seiz vloaz hepkén he-doa bevet er briedèlèz.
37 Chomet intañvez goudeze, e oa deuet d’he fevar bloaz ha pevar-ugent. Ne guitee ket an templ, o servicha Doue noz-deiz er yun hag er bedenn.
38 Digouezoud a reas d’an eur-ze, ha d’he zro en em lakeas da veuli Doue ha da gomz euz ar bugel d’an oll dud a oa o hortoz silvidigez Jeruzalem.
39 Eur wech echu kemend a oa hervez Lezenn an Aotrou, ez ejont en-dro da Vro-Halilea, da Nazared o hêr. 40 Hag e kreske ar bugel hag e teue nerz dezañ ; leun e oa a furnez ha gras Doue a oa warnañ.
41 Bep ploaz e ree kerent Jezuz beaj Jeruzalem evid gouel Pask.
42 Pa oe deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, e pignjont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.
43 Pa oe echu ganto ar gouel e kemerjont hent ar gêr. Med ar paotrig Jezuz a jomas e Jeruzalem hep gouzoud d’e dud.
44 Soñjal a reent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, hag evel-se e rejont eun deveziad hent, ha neuze e klaskjont war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Ne gavjont ket anezañ, hag e teujont neuze war o giz da Jeruzalem, evid e glask.
46 A-benn tri devez e kavjont anezañ en Templ azezet e-kreiz an Doktored, ouz o zelaou hag oh ober goulennou outo. 47 Kement hini a gleve anezañ a jome souezet gand e skiant hag e responchou. 48 Ouz e weled e oe sebezet e dud, hag e vamm a lavare dezañ :
— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu m’edo da dad ha me, leun a enkrez, ouz da glask ».
49 Eñ a lavaras dezo :
— « Perag beza va hlasket ? Ha ne ouieh ket e tlean beza e ti va Zad ?»
50 Med ne intentjont ket ar pez e-noa lavaret dezo.
51 Diskenn a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e oe dalhmad sentuz outo, hag e vamm a vire an oll draou-ze en he halon.
52 Jezuz, eñ, a greske e pep doare : furnez, korv ha gras, dirag Doue ha dirag an dud.