1 En eur vond e-biou, e wel Jezuz eun den, bet ganet dall. 2 Hag e ziskibien da houlenn outañ : « Rabbi, emezo, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma vefe bet ganet dall ? » 3 Jezuz a respont : « N’e-neus ket pehet, nag e dud kennebeud : med evid ma vefe diskouezet ennañ oberou Doue eo an dra-ze. 4 Red eo din seveni oberou an hini m’on bet kaset gantañ, e-pad m’ema sklêr an deiz. Dond a ra an noz ha ne hell den ober tra ebed. 5 E-pad m’emaon er bed, ez on sklêrijenn ar bed. »
6 Goude beza lavaret kement-se, e tuf war an douar hag e ra pri gand e halo. Goloi a ra daoulagad an den dall gand ar pri-ze, 7 ha lavared dezañ : « Kerz d’en em walhi e lenn Siloe, a dalvez : “Kannad”. Mond a ra eta, en em walhi, ha kuitaad o weled sklêr.
8 An amezeien hag ar re o-doa e welet a-raog, pa oa o houlenn an aluzenn, a lavare : « Daoust ha n’eo ket hennez hag a oa azezet o houlenn an aluzenn ? 9 Lod a lavare : « Hennez eo ! » ha lod all : « Nann ! Med unan o tenna dezañ. » Eñ a-vad a lavare : « Me eo ! » 10 Setu ma lavarent dezañ : « Penaoz eta eo bet digoret da zaoulagad ? » 11 Respont a ra : « An den anvet Jezuz e-neus greet eun tamm pri, goloet ma daoulagad gantañ, ha lavaret din : “Kerz da Ziloe d’en em walhi”. Eet on eta d’en em walhi, ha gwelet em-eus. » 12 Hag int da lavared dezañ : « Peleh ema hennez ? » – « N’ouzon ket » a respont-eñ.
13 Degas a reont d’ar farizianed an den bet dall. 14 Hogen, bez’ e oa d’eun deiz sabad p’e-noa Jezuz greet pri ha digoret e zaoulagad. 15 Eur wech c’hoaz, e houlenn ar farizianed digantañ penaoz eo deut da weled sklêr. Lavared a ra dezo : « Lakeet e-neus pri war ma daoulagad, en em walhet em-eus, hag e welan sklêr. » 16 Lod eta euz ar farizianed a lavar : « N’eo ket an den-ze a-berz Doue, peogwir ne vir ket ar zabad. » Med lavared a ra lod all : « Penaoz e hellfe eun den peher ober seurt sinou ? » Ha dizemgleo a zo etrezo. 17 D’an den dall e komzont adarre eta : « Te, petra a zoñjez diwar e benn, peogwir e-neus digoret dit da zaoulagad ? » Hag eñ da respont : « Eur profet eo. »
18 Med ne gred ket ar Juzevien eo bet dall an den peogwir e wel sklêr, a-raog beza galvet e gerent. 19 Goulenn a reont outo : « Hennez, emezo, ho mab eo ? Lavared a rit ez eo bet ganet dall ? Penaoz e wel-eñ sklêr breman ? » 20 Respont a ra e dud eta ha lavared : « Gouzoud a reom ez eo or mab hag eo bet ganet dall. 21 Penaoz e wel-en sklêr bremañ ? N’ouzom ket. Pe piou e-neus digoret e zaoulagad ? Evidom, n’ouzom ket. Goulennit outañ, deut eo d’an oad : eñ a responto evitañ e-unan. » 22 Kement-se a lavare e dud, peogwir o-doa aon rag ar Juzevien : eun emgleo a oa dija etre ar Juzevien evid taoler e-mêz ar zinagogenn kement hini a anzavfe Jezuz evel ar Mesi. 23 Setu perag e lavare e dud : « Deut eo d’an oad. Goulennit outañ. »
24 Gervel a reont eta, evid an eil gwech, an den bet dall, hag e lavaront dezañ : « Ro gloar da Zoue : gouzoud a reom-ni eo an den-ze eur peher. » 25 Respont a ra-eñ eta : « N’ouzon ket hag-eñ eo hennez eur peher ; an dra-mañ hepken a ouzon : bez’ e oan dall ha bremañ e welan. » 26 Hag int da lavared dezan : « Petra e-neus greet dit ? Penaoz e-neus digoret da zaoulagad ? » 27 Respont a ra dezo : « Lavaret em-eus deoh dija ha n’ho-peus ket salouet. Petra a fell deoh kleved ouspenn ? Daoust hag e fell deoh, c’hwi ive, dond da veza e ziskibien ? » 28 E gunujenni a reont : « Te eo, emezo, hag a zo diskib da hennez. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Gouzoud a reom ez eo da Voizez e-neus Doue komzet, med hennez n’ouzom ket euz peleh eo. » 30 Respont a ra an den, en eur lavared dezo : « Setu ar pez a zo souezuz justamant : n’ouzoh ket euz peleh eo-eñ, ha digoret e-neus din ma daoulagad ! 31 Gouzoud a reom ne vez ket selaouet ar beherien gand Doue, med eun den devod hag a ra e volontez, hennez a vez selaouet gantañ. 32 Biskoaz n’on-eus klevet e-nefe unan bennag digoret daoulagad eun den bet ganet dall. 33 Ma ne vefe ket heman euz Doue, ne hellfe beza greet netra ». 34 Respont a reont ha lavared dezan : « Ganet out bet penn-da-benn en da behejou, hag emaout o kelenn deom-ni ? » Ha stlapet eo ganto er-mêz.
35 Kleved a ra Jezuz eo bet an den stlapet ganto er-mêz. E gavoud a ra ha lavared dezañ : « Te, daoust hag e kredez e mab an den ? » 36 Hag en da respont ha da lavared : « Ha piou eo-en, Aotrou, ma kredin ennañ. » 37 Jezuz a lavar dezañ : « E welet az-peus hag eñ eo hag a zo o komz ganit. » 38 Hag an den da lavared : « Kredi a ran, Aotrou ! » hag e stou dirazañ. 39 Ha Jezuz neuze : « Evid eur varnidigez, emezañ, ez on deut er bed-mañ : evid ma welo ar re na welont ket ha ma teuio da veza dall ar re a wel sklêr. » 40 E-touez ar farizianed a zo gantañ, e klev lod anezo ar homzou-ze, hag e lavaront dezañ : « Daoust hag om dall, ni ive ? » 41 Jezuz a respont dezo : « Ma vijeh dall, n’ho-pefe ket a behed. Breman e lavarit : “Gweled a reom”, ha chom a ra ho pehed. »