1 Goude-ze ez a Jezuz pelloh, d’an tu all da Vor-Galile pe Vor-Tiberiad. 2 Mond a ree eur mell poblad-tud d’e heul, peogwir e welent ar zinou greet gantañ war an dud klañv. 3 Pignad a ra Jezuz war ar menez hag azeza eno gand e ziskibien. 4 Tost a-vad edo Pask, gouel ar Juzevien.
5. Sevel a ra Jezuz e zellou ha gweled kalz tud o tond davetañ. Hag eñ da lavared da Filip : « E peleh e prenim-ni baraennou evid ma tebro an dud-mañ ? » 6 Lavared a ree kement-se evid e amproui, rag eñ a ouie mad petra edo o vond d’ober. 7 Ha Filip da respont dezañ : « Ne vefe ket tra-walh gand daou hant dinerad bara evid roi eun tammig bihan da bep hini. » 8 Unan euz an diskibien – Andreo eo, breur da Zimon-Pèr – a lavar dezañ : 9 « Bez’ ez eus amañ eur paotrig a zo gantañ pemp baraenn heiz ha daou beskig, med petra eo an dra-ze evid kement a dud ? »
10 Lavared a ra Jezuz : « Lakit an dud da veza war o hourvez ». Bez’ e oa eno kalz geot : setu m’en em lak ar wazed war o hourvez, war-dro pemp mil anezo. 11 Kemer a ra Jezuz ar baraennou eta, lavared bennoz hag o lodenna etre ar gouvidi. Kemend-all gand ar peskedigou, kement ha m’o-deus c’hoant. 12 P’o-deus bet o gwalh, e lavar d’e ziskibien : « Dastumit an tammou o chom, evid ma ne vo kollet netra ». 13 Dastum a reont eta ha leunia daouzeg paner gand an tammou ouspenn euz ar pemp baraenn heiz, goude m’o-deus bet o gwalh.
14 Goude beza gweled ar zin e-noa greet, e lavare an dud : « E gwirionez eo hemañ ar profet o tond er bed. » 15 O houzoud emaint da zond d’e gemer evid e lakaad da roue, en em denn Jezuz eta war ar menez en-dro, e-unan-penn.
16 Evel m’edo an noz o tond, e tiskenn e ziskibien war-zu ar mor 17 hag e pignont en eur vag, evid mond d’an tu all d’ar mor, da Gafarnaom. Nozi a ree dija ha ne oa ket deut Jezuz c’hoaz beteg enno. 18 Ha gand an avel vraz a hweze, edo ar mor o tihuni. 19 Roeñvet o-deus a-hed war-dro pemp stadenn warn-ugent pe dregont, pa welont Jezuz o vale war ar mor : tost ema d’ar vag hag aon a grog enno. 20 Med lavared a ra dezo : « Arabad kaoud aon c’hoaz. » 21 Klask a reont eta e gemer ganto war ar vag. Med setu ar vag dioustu war an aot, e-leh m’edont o vond.
22 D’an devez war-lerh, e wel an dud chomet en tu all d’ar mor ne oa bet nemed eur vag eno ha ne oa ket pignet Jezuz enni, med e oa eet e ziskibien kuit, int o-unan. 23 Bigi all a oa deut euz Tiberiad da gichenn al leh m’o-deus debret ennañ, goude m’e-neus an Aotrou lavaret bennoz. 24 Pa wel an dud n’ema ket Jezuz eno nag e ziskibien kennebeud, e pignont er bigi hag e teuont en-dro da Gafamaom da glask Jezuz. 25 E gavoud a reont en tu all d’ar mor hag int da lavared dezañ : « Rabbi, pevare out erruet amañ ? » 26 Ha Jezuz da respont dezo, en eur lavared : « Amen, amen, e lavaran deoh : ma hlask a rit, n’eo ket ablamour m’ho-peus gwelet sinou, med ablamour m’ho-peus debret baraennou ha bet ho kwalh.
27 Labourit, n’eo ket evid ar boued hag a ya da goll med evid ar boued hag a jom beteg ar vuhez peurbaduz, an hini a vo roet deoh gand mab an den, rag hemañ eo hag a zo bet merket eur ziell warnañ gand Doue an Tad. » 28 Setu ma lavaront dezañ : « Petra a raim-ni evid seveni oberenn Doue ? » 29 Respont a ra Jezuz dezo, en eur lavared : « Setu amañ oberenn Doue : kredi en hini bet kaset gantañ. »
30 Lavared a reont neuze dezañ : « Peseurt sin a rez-te eta, evid ma welim ha kredim ennout ? Pehini eo da oberenn ? 31 On tadou o-deus debret ar mann en dezerz, evel m’eo skrivet : “Roet e-neus dezo bara deut euz an neñv”. » 32 Ha Jezuz da lavared dezo : « Amen, amen, e lavaran deoh : n’eo ket Moizez e-neus roet deoh ar bara deut euz an neñv, med ma Zad eo a ro deoh ar gwir vara euz an neñv. 33 Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an neñv hag a ro buhez d’ar bed. » 34 Setu ma lavaront dezañ : « Aotrou, roit deom atao euz ar bara-ze. »
35 Ha Jezuz da respont dezo : « Me eo bara ar vuhez. Kement hini a zeu davedon n’e-no ket mui naon, ha kement hini a gred ennon n’e-no ket sehed, biken ken. 36 Med henn lavaret em-eus deoh : gwelet ho-peus ha ne gredit ket. 37 Kement hini hag a zo roet din gand an Tad a zeuio beteg ennon hag an hini a zeu davedon ne vo ket stlapet er-mêz ganin. 38 Rag diskennet on euz an neñv, n’eo ket evid ober ma bolontez med bolontez an hini e-neus ma haset. 39 Hogen, setu amañ bolontez an hini e-neus ma haset : ma ne gollin nikun euz ar re e-neus roet din, med ma vint savet da veo ganin d’an deiz diweza. 40 Rag homañ eo bolontez ma Zad : ma vo ar vuhez peurbaduz gand kement den a wel ar Mab hag a gred ennañ. Ha hennez a zavin-me da veo, d’an deiz diweza. »
41 Grozmolad a ree ar Juzevien eta diwar e benn, peogwir e-enoa lavaret : « Me eo ar bara diskennet euz an neñv. » Lavared a reent : 42 « Daoust ha n’eo ket hennez Jezuz, mab Jozef ? Anaoud a reom-ni e dad hag e vamm. Penaoz e lavar-eñ bremañ : “Euz an neñv on diskennet” ? » 43 Respont a ra Jezuz dezo : « Arabad deoh, emezañ, grozmolad etrezoh. 44 Ne hell den ebed dond davedon ma n’eo ket bet sachet gand an Tad e-neus ma haset. Ha hennez a zavin-me da veo d’an deiz diweza. 45 Skrivet eo bet gand ar brofeted : “Kelennet e vint oll gand Doue”. Kement den e-neus klevet ar pez a zeu euz an Tad ha desket an dra-ze, hennez a zeu davedon.
46 Koulskoude n’eo ket bet gwelet an Tad gand den ebed, nemed gand an hini hag a zo e-kichenn an Tad : hennez e-neus gwelet an Tad. 47 Amen, amen, e lavaran deoh : an hini a gred, hennez ema ar vuhez peurbaduz gantañ. 48 Me eo ar bara a vuhez. 49 Ho tadou o-deus debret ar mann en dezerz ha marvet int. 50 Evel-mañ eo ar bara o tiskenn euz an neñv : kement hini e zebr ne varv ket. 51 Me eo ar bara diskennet euz an neñv : nep piou bennag a zebro euz ar bara-ze a vevo da viken, hag ar bara a roin-me eo ma horv evid buhez ar bed. »
52 Setu ma tabute ar Juzevien etrezo, en eur lavared : « Penaoz e hell hennez roi deom e gorv da zebri ? » 53 Jezuz a lavar dezo eta : « Amen, amen, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv mab an den ha n’evit ket e wad, n’ho-peus ket a vuhez ennoh. 54 Kement hini a zebr ma horv hag a ev ma gwad e-neus ar vuhez peurbaduz. Ha savet e vo da veo ganin-me d’an deiz diweza. 55 Rag eur gwir vagadur eo ma horv hag eur gwir evel eo ma gwad. 56 Kement hini a zebr ma horv hag a ev ma gwad a jom ennon, ha me ennañ. 57 Evel m’e-neus an Tad, an hini beo, ma haset, ha ma vevan-me dre an Tad, evel-se e vevo ive drezon kement hini am debr. 58 Setu penaoz ema gand ar bara diskennet euz an neñv : n’eo ket e-giz an hini bet debret gand an tadou, ha marvet int. Kement hini a zebr ar bara-mañ a vevo da viken. » 59 Lavared a ra an traou-ze en eur zinagogenn, o kelenn e Kafamaom.
60 Kalz euz ar re o-deus e glevet, e-touez e ziskibien, a lavar eta : « Tenn eo ar homzou-mañ. Piou a hell o hleved ? » 61 Med o houzoud, ennañ e-unan, ema e ziskibien o hrozmolad diwar e benn, e lavar Jezuz dezo : « Eur skoill eo kement-se evidoh ? 62 Ha ma welfeh mab an den o sevel d’al leh m’edo ennañ a-ziaraog ? 63 Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou bet lavaret deoh ganin. 64 Med bez’ ez eus lod, en ho touez, ha ne gredont ket. » Rag gouzoud a ree Jezuz, abaoe ar penn kenta, piou e oa ar re na gredent ket ha piou e oa an hini e werzfe. 65 Hag e lavare-eñ : « Setu perag em-eus lavaret deoh : ne hell den ebed dond davedon ma n’eo ket bet roet an dra-ze dezañ gand an Tad. » 66 Abaoe ar mare-ze ez a kalz diskibien war o hiz : ne gerzont ket ken gantañ. »
67 Lavaret a ra Jezuz neuze d’an daouzeg : « Ha c’hwi, c’hoant ho-peus ive da vond kuit ? » 68 Simon-Pèr eo a respont dezañ : « Aotrou, daved piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz ! 69 Ha ni a gred hag a oar ez out-te sant Doue. » 70 Ha Jezuz da lavared dezo : « Daoust ha n’oh ket bet dibabet ganin-me, c’hwi ho taouzeg ? Hag unan ahan oh a zo eun diaoul ». 71 Lavared a ra kement-se diwar-benn Judaz, mab Simon-Iskariot, unan euz an daouzeg, rag eñ eo a oa o vond d’e werza.