1 Pignad a ra er vag, ober an treiz ha dond d’e gêr. 2 Ha setu ma tegasent dezañ eun den seizet, astennet war eur gwele. Gwelet gantañ o feiz, e lavar Jezuz d’an den seizet : « Bez leun a fiziañs, ma faotr ! Pardonet eo da behejou dit. » 3 Med lod euz ar skriverien a lavar, enno o-unan : « Toui Doue a ra hemañ. »
4 Anaoud a ra Jezuz o zoñjennou, ha lavared : « Perag ar zoñjennou fall-se en ho kalon ? 5 E gwirionez, petra eo an êsa ? Lavared : “Pardonet eo da behejou dit”, pe lavared : “War-zao ! Ha bale” ? 6 Ahanta ! Evid ma ouzoh e-neus mab an den ar galloud war an douar da bardoni ar pehejou », e lavar d’an den seizet : « Sav en da zao ! Kemer da wele ha kerz d’ar gêr ! » 7 Sevel a ra, ha mond d’e di. 8 Gwelet kement-se gand ar boblad-tud, e sav doujañs enno. Gloar a rentont da Zoue a ro seurt galloud d’an dud.
9 O vond kuit alese, e wel Jezuz eun den, Maze e ano, azezet en e vureo-publikan. Lavared a ra dezañ : « Deus d’am heul ! » Sevel a ra, ha mond d’e heul. 10 Hogen, pa oa ouz taol en ti, setu ma teu kalz publikaned ha peherien. Mond a reont ouz taol gand Jezuz hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavar ar farizianed d’e ziskibien : « Perag ema ho mestr o tebri gand publikaned ha peherien ? »
12 Klevet ar gomz-se gantañ, e lavar Jezuz : « Ar re yah n’o-deus ket ezomm a vedisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski ar pez a dalv : “Trugarez eo emaon o klask ha n’eo ket sakrifisou”. Rag deut on-me da helver n’eo ket ar re just med ar beherien. »
14 Tostaad a ra neuze diskibien Yann outañ, hag int da lavared : « Ni hag ar farizianed a ra kalz yunou. Perag da ziskibien ne yunont ket. » 15 Jezuz a lavar dezo : « Daoust hag e hell tud an eured beza e glahar e-keid m’ema ar pried ganto ? Med dond a raio deiziou ma vo tennet ar pried diganto : neuze e yunint. »
16 « Ne vez gwriziet gand den ebed danvez nevez war eur pez-dillad koz. Rag sacha a ra an tamm nevez war ar pez-dillad, hag e teu ar rogadenn da veza gwasoh. »
17 « Ne vez ket lakeet gwin nevez kennebeud e sehier-ler koz. A-hend-all e tarz ar zehier-ler, sur : skuillet ar gwin ha kollet ar zehier-ler. Med laket e vez ar gwin nevez e sehier-ler nevez, hag eo miret ar gwin hag ar zehier-ler. »
18 Tra ma oa-eñ o tistaga ar homzou-ze, setu o tostaad outañ eun den a reñk uhel. Stoui a ra dirazañ, en eur lavared : « Ema ma merh o paouez mervel. Med deus da ober eul lakad dom warni hag e vevo-hi. » 19 Sevel a ra Jezuz ha mond d’e heul, asamblez gand e ziskibien.
20 Ha setu eur vaouez hag a oa o koll gwad abaoe daouzeg vloaz. O tostaad outañ dre a-dreñv, e touch-hi ouz pempillenn e wiskamant. 21 Rag soñjal a ree, enni heh-unan : « Ma teuan a-benn da douch ouz e zillad hepmuiken, e vin saveteet. » 22 Distroi a ra Jezuz, ha lavared : « Bez leun a fiziañs, merh, gand da feiz out bet saveteet ! » Hag eo saveteet ar vaouez d’an eur-ze end-eeun.
23 En em gavet Jezuz e ti ar mestr, hag o weled ar hoarierien fleüt hag ar boblad-tud o veska, 24 e lavar-eñ : « It kuit, rag n’eo ket maro ar plahig : kousket eo. » Goap a reent anezañ. 25 Ha pa ’z eo taolet an dud er-mêz, ez a tre, e krog e dorn ar plahig, hag homañ da zevel. 26 Ar vrud euz kement-se a zo skignet dre ar vro-ze a-bez.
27 Mond a ra Jezuz kuit alese. O vond war e lerh, daou zen dall, forz kri ganta : « Az-pez truez ouzom, emezo, mab da Zavid ! » 28 Pa zegouez en ti, e tosta an daou zen dall outañ. Ha Jezuz da lavared dezo : « Kredi a rit e hellan ober an dra-ze ? » Respont a reont : « Ya, Aotrou ! »
29 Neuze e touch-eñ ouz o daoulagadou, en eur lavared : « Ra vo greet deoh hervez ho feiz ! » 30 Ha digoret eo o daoulagadou. O kemer eur êr rust, e lavar Jezuz dezo : « Diwallit na ouezo den ebed ! » 31 Med int, kerkent hag eet er-mêz, a skign e vrud er vro-ze a-bez.
32 Pa ’z eont er-mêz, setu ma tegasont dezañ eun den mud, eet an diaoul ennañ. 33 Eur wech kaset an diaoul er-mêz, e stag an den mud da gomz. Souezet eo an dud, hag e lavaront : « Biskoaz n’eus bet gwelet seurt tra en Izrael. » 4 Lavared a ree ar farizianed a-vad : « Dre vestr an diaouled eo e kas-eñ an diaouled er-mêz. »
35 Bale a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, evid kelenn en o zinagogennou, embann kelou mad ar rouantelez, parea pep klañvijenn ha peb gwander.
36 Hag o weled ar boblad-tud, eo fromet beteg don e galon en abeg dezo, rag skuiz hag asik int, e-giz deñved ha n’o-deus ket a vesaer. 37 Neuze e lavar-eñ d’e ziskibien : « Braz eo an eost, hag ar vederien nebeud anezo ! Goulennit eta digand mestr an eost ma lako mederien da vond er-mêz evid an eost. »