1 Diskenn a ra euz ar menez. Kalz tuda ya d’e heul. 2 Ha setu eun den lor o tostaad hag o stoui durazañ, en eur lavared : « Aotrou ! Ma fell dit, e hellez ma glannaad. 3 Astenn a ra Jezuz e zorn ha touch outañ, en eur lavared : « Felloud a ra din : bez glanneet ! » Dioustu eo glanneet e lorgnez. 4 Ha Jezuz da lavared : « Taol evez ! Na lavar da zen, med kerz d’en em ziskouez d’ar beleg, ha da ginnig ar prov bet gourhemennet gand Moizez : eun testeni e vo evid an dud. »
5 Edo oh antreal e Kafarnaom. Tostaad a ra eur hantener outañ 6 hag e erbedi : « Aotrou, emezañ, bez’ ema ma mevel war e wele, du-mañ, seizet hag o houzañv mil boan. » 7 Lavared a ra : « Mond a ran-me d’e barea. » 8 Respont a ra ar hantener : « Aotrou, emezañ, n’on ket din e teufes dindan ma zoenn. Med lavar eur ger hepken hag e vo pareet ma mevel. 9 Rag me, hag a zo eun den dindan halloud, ez eus soudarded dindannon. Lavared a ran da unan : “Kee !” hag ez a. D’unan all : “Deus !” hag e teu. D’am mevel : “Gra an dra-mañ !” hag her gra. »
10 Souezet eo Jezuz o kleved kement-se, ha lavared a ra d’ar re o veza ouz e heul : « Amen, her roi a ran deoh da houzoud : e den ebed en Izrael n’em-eus kavet seurt feiz. 11 Lavared a ran deoh : kalz a zeuio euz ar Zav-heol hag euz ar Huz-Heol d’azeza ouz taol, gand Abraham, lzaak ha Jakob, e rouantelez an neñv. 12 Med mibien ar rouantelez a vo taolet er-mêz, en deñvalijenn diavêz : eno e vo leñvadeg ha skrignadeg dent. » 13 Neuze e lavar Jezuz d’ar hantener : « Kee ! Evel m’az-peus kredet, ra vo greet dit ! » Pareet eo ar mevel d’an eur-ze.
14 Dond a ra Jezuz beteg ti Pèr, ha kavoud mamm-gaer hemañ war he gwele, terzienn ganti. 15 Kemer a ra-eñ he dorn, hag ez a an derzienn kuit. Sevel a ra-hi, hag o zervicha.
16 Deut an abardaez, e tougont dirazañ kalz tud eet an diaoul enno. Kas a ra ar sperejou er-mêz, gand eur gomz, ha parea an oll re glañv, 17 evid seveni ar ger bet lavaret gand Izai : « Kemer a ra-eñ on drougou, samma a ra or hleñvejou. »
18 O weled e-leiz a dud en-dro dezañ, e kemenn Jezuz mond d’an tu all d’al lenn. 19 Eur skriver a dosta outañ, o lavared : « Mestr, mond a rin war da lerh, forz da beleh ez afes. » 20 Respont a ra Jezuz dezañ : « Al lern o-deus o zoullou, laboused an neñv o neiziou. Med mab an den n’e-neus leh ebed da ziskuiza e benn. »
21 Unan euz e ziskibien a lavar dezañ : « Aotrou ! Lez ahanon da vond da zouara ma zad, da genta. » 22 Respont a ra Jezuz dezañ : « Deus d’am heul ! Lez ar re varo da zouara o zud varo ! »
23 Pignad a ra er vag, hag e ziskibien d’e heul. 24 Ha setu ma teu eur barrad-amzer war ar mor, ken m’eo goloet ar vag gand an tonnou. Med kousket eo-eñ.
25 Tostaad a reont, hag e zihuni, en eur lavared : « Aotrou ! On savete ! Kollet om ! » 26 Lavared a ra dezo : « Perag kaoud aon, tud dister o feiz ? » Neuze, en e zav, e hourdrouz an aveliou hag ar mor, ha setu eur halm-gwenn. 27 Souezet eo an dud hag e lavaront : « Peseurt den eo hemañ ken ma teu zoken an aveliou hag ar mor da zenti outañ ! »
28 Pa zegouez en tu all d’al lenn, e bro ar Hadarenianed, e teu davetañ daou zen eet diaouled enno, o tond er-mêz euz ar beziou. Ken fero int ma ne hell den ebed tremen dre an hent-se. 29 Ha setu m’en em lakont da grial : « Petra ahanom dit, emezo, mab da Zoue ? Ha deut out amañ, a-raog an amzer, d’on lakaad da houzañv ? »
30 Hogen, bez’ e oa, pell diouto, eur vandennad vraz a voh, o klask o boued. 31 E aspedi a ra an diaouled : « Ma on taolez er-mêz, emezo, or has er vandennad voh. » 32 Hag eñ da respont dezo : « It ! » Dond a reont er-mêz ha mond e-barz ar moh ; ha setu an tropell a-bez o tiruilla euz lein an tornaot, beteg ar mor. Mervel a reont en dour.
33 Tehed a ra kuit paotred ar moh, mond e kêr, ha kemenn pep tra c’hoarvezet diwar-benn an daou zen eet diaouled enno. 34 Ha setu ar gêr a-bez o tond war-zu Jezuz. Ouz e weled, e bedont da vond pell diouz o harzou.