Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 O weled kemend-all a dud, e pignas Jezuz ouz tor ar | menez ; mond a reas da azeza, hag e tosteas outañ e ziskibien.
2 Staga ’reas da gelenn anezo o lavared kement-mañ.3 « Eüruz ar re ’zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue [8].
4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag an douar a vo o lod.
5 « Eüruz ar re o-deus da ouela, rag frealzet e vezint.
6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.
7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.
8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag int a welo Doue.
9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.
10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv ablamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
11 « Eüruz oh-c’hwi pa daol an dud dismegañs warnoh, pa reont brezel deoh, pa lavaront e gaou a bep seurt droug eneb deoh ablamour din-me :
12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou, rag evel-se eo o-deus heskinet ar brofeted a zo bet en ho-raog.
13 « C’hwi a zo holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ e zaour ? N’eo mui mad da netra, nemed da veza taolet er-mêz ha breset gand an treid.
14 « C’hwi a zo sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.
15 « Ne vez ket enaouet eur goulou evid beza lakeet dindan eur bouezell. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’ar re oll a zo en ti.
16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud, hag o weled ar vad a rit e rento ar re-mañ gloar da Zoue ». .
17 — « N’it ket da gredi e vefen deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted [9], n’on ket deuet d’o diskar med d’o feurechui.
18 « Rag e gwirionez m’hel lavar deoh, keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit euz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.
19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo laket e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuill anezo hag a zoug ar re all d’o heulia, hennez a vo laket uhel e Rouantèlèz Doue.
20 « M’hel lavar deoh, ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne antreoh ket e Rouantèlèz Doue.
21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tud koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.
22 « Mad, m’hel lavar deoh, an neb en em lakay e kounnar a-eneb d’e vreur a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro gwall gomzou d’e vreur, a yelo dirag ar Huzul-Braz. Kement hini a lavaro malloz d’e vreur a yelo d’an tan goude e varo.
23 « Pa vezi o vond da gas eur prov d’an aoter, ma teu da zoñj dit e-neus da vreur eun dra bennag a-eneb dit, 24 lez aze da brov, ha kee da genta d’en em gleved gantañ. Goudeze, deus da rei da brov.
25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-pad ma vezi gantañ oh ober hent, gand aon da veza laket gantañ etre douarn ar barner, a lakaio krog ennout, ha da veza taolet er prizon.
26 « M’hel lavar dit, ne zeui ket er-mêz a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.
27 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on Tadou: Na rit ket avoultriaj, 28 med me a lavar deoh : an neb a daol sellou a hoant war eur vaouez, e-neus dija greet ganti ar pehed en e galon.
29 « Ma ra dit da lagad dehou koueza er pehed, tenn anezañ ha taol anezañ pell diouzit. Gwelloh eo dit koll eul lagad pe unan euz da izili, eged na ve kastizet da gorv a-béz e-pad an oll amzer.
30 « Ma ra da zorn dehou dit koueza er pehed, troh anezañ, ha stlap anezañ pell diouzit. Gwelloh eo dit koll unan euz da izili, eged na ve kastizet da gorv a-béz e-pad an oll amzer.
31 « Lavaret ez eus bet ive : An hini a gas kuit e wrég a dle rei dezi eur skrid a zilez. 32 Med me ’lavar deoh : An neb a gas kuit e wrég, nemed ha serh 29#sdendnote10sym » name= »sdendnote10anc »>[10] e vije, a boulz anezi d’an avoultriaj. Hag an neb a zimez d’eur vaouez dilezet a zo avoultrer.
33 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on Tadou : Ne ri ket touadennou faoz ; gra ar pez az-peus prometet da Zoue. 34 Med me ’lavar deoh chom hep toui e doare e-béd, na dre an neñv a zo tron Doue, 35 na dre Jeruzalem a zo kêr ar Roue braz.
36 « Na dou ket kennebeud war da benn da unan, n’az-peus ket an disterra galloud war da vleo da zigas anezo gwenn pe zu.
37 « Lavarit hepkén : Ya, mar d-eo ya ! Nann, mar d-eo nann ! Ar pez a lavarer ouspenn a zeu a-berz an droug-spered.
38 « Gouzoud a rit e veze lavaret : Lagad evid lagad, dant evid dant.
39 Me ’lavar deoh chom heb enebi ouz an dén fallagr ; er hontrol, tro da jod kleiz ouz an hini a sko ganit war da jod dehou.
40 « Ma fell dezañ ober prosez dit evid kaoud da zae, lez gantañ ive da vantell. 41 Ma teu unan bennag da ober dit mond gantañ e-pad eun hanter leo, chom gantañ e-pad eul leo penn-da-benn.
42 « Ro d’an neb a houlenn. Na dro ket kein d’an hini a houlenn diganit presta dezañ.
43 « Klevet ho-peus e veze lavaret : Karit ho nesa ha kasait hoh enebour. 44 Med me ’lavar deoh : Karit hoh enebourien, pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evid beza evel-se gwir vugale d’ho Tad euz an neñv, Eñ hag a ra d’e heol para war an dud fall koulz ha war ar re vad, ha d’ar glao koueza war an dud a zo santel koulz ha war ar re n’int ket.
46 « M’ho-peus karantez evid ar re ho kar, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? 47 Ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra a zisheñvel a rit ? Ar bayaned zokén a ra kemend-all. 48 Ra vo parfet ho madèlèz evel m’eo parfet ho Tad hag a zo en neñv ».