Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 Neuze e kasas ar Spered-Santel Jezuz d’ar goueleh [6] evid beza tentet gand an droug-spered.
2 E-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez e chomas war yun.
3 Ha pa deuas naon dezañ e tosteas outañ an toueller :
— « Mar d-out Mab Doue, emezañ, gra d’ar vein-mañ trei e bara ».
4 Jezuz a respontas :
— « Skrivet eo, n’eo ket gand bara hepkén e vez maget an dén, med gand pep gér deuet euz genou Doue ».
5 Goudeze e kasas an droug-spered anezañ d’ar gêr zantel hag e savas anezañ war lein uhella an templ.
6 — « Mar d-out Mab Doue, emezañ, en em daol d’an traon rag skrivet eo : Doue e roio urz d’e êlez evidout. Da zougenn a raint en o daouarn gand aon na stokfe da droad ouz ar vein ».
7 — « Skrivet eo ive, eme Jezuz : Ne denti ket an Aotrou da Zoue ».
8 An droug-spered a gasas anezañ c’hoaz war eur menez uhel-uhel. Diskouez a reas dezañ oll rouanteleziou an douar gand o oll vadou :
9 — « Kement-se, emezañ, a roin dit, ma kouezez e-harz va zreid evid va adori ».
Jezuz a respontas dezañ neuze :
10 — « Kerz kuit Satan, rag skrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, dezañ hepkén doujañs a renti ».
11 An droug-spered a lezas neuze Jezuz, hag e tosteas Elez outañ evid e zervicha.
12 Pa glevas Jezuz e oa bet laket Yann er prizon, e tistroas da Vro-Halilea.
13 Dilezel a reas Nazared evid dond da jom da Gafarnaom, war ribl ar mor, war harzou Zabulon ha Neftalia.
14 Evel-se e teue da wir komzou ar profet Izaiaz :
15 « Douar Zabulon ha douar Neftalia,
« An hent a gas d’ar mor en tu all d’ar Jordan,
« Galilea ar bayaned, 16 o-deus gwelet
« eur sklêrijenn lugernuz;
« war ar re a oa e bro deñval ar maro,
« eur sklêrijenn a zo paret ».
17 Jezuz a stagas da brezeg evel-henn :
— « Cheñchit buez, rag tost eo Rouantèlèz Doue ».
18 O tremen ’héd ar Mor-Galilea e welas daou vreur: Simon, lesanvet Pèr, hag Andre e vreur o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant. 19 Jezuz a lavaras dezo :
— « Deuit d’am heul ha me ’ray ahanoh pesketerien tud ».
20 Raktal e tilezjont o rouejou hag ez ejont d’e heul. 21 Pelloh e welas daou vreur all : Jakez, mab da Zebede ha Yann e vreur, en o bag, gand Zebede o zad, o kempenn o rouejou.
22 Gelver a reas anezo, ha kerkent e tilezjont o bag hag o rouejou hag ez ejont d’e heul.
23 Tremen a reas dre Vro-Halilea, en eur brezeg er zinagogou, oh embann kelou mad ar Rouantèlèz, hag o rei ar pare d’ar re a oa taget gand ar hleñved pe ar zempladurez.
24 Ar vrud anezañ a redas dre ar Siri a-béz, hag e oe digaset dezañ an oll dud gwasket gand a bep seurt kleñvejou pe boaniou : dalhet gand an droug-spered, loarieg, seizet. O ’farea ’reas.
25 Eur bern tud a yee d’e heul, deuet euz Bro-Halilea hag euz an Degkêr, euz Jeruzalem, euz Bro-Judea hag euz ar vro en tu all d’ar Jordan.