1 P’emaint tost ouz Jeruzalem hag erruet e Betfaje, war Menez an Olivez, 2 e kas neuze Jezuz daou ziskib, en eur lavared dezo : « lt d’ar gêriadenn dirazoh. Kerkent e kavot eun azenez ouz ar stag, gand eun azenig en he hichenn ? Distagit ha degasit-i din. 3 Ha ma lavar unan bennag eun dra deoh, e respontot : “An aotrou e-neus ezomm anezo !” Ha dioustu e vint lezet da vond. » 4 C’hoarvezet eo kement-se evid ma teuio da wir komzou ar profet : 5 « Lavarit da verh Sion : setu da roue o tond beteg ennout, leun a zouster, pignet war eun azenig, ebeul d’al loen a zoug ar zamm. »
6 Mond a ra an diskibien hag ober evel m’e-neus Jezuz lavaret. 7 Degas a reont an azenez hag an azenig, ha lakaad o mantilli war o hein. Eñ a azez warno. 8 An dud, niveruz-meurbed, a astenn o mantilli war an hent. Re all a drohe skourrou euz ar gwez hag o lede war an hent. 9 Youhal a ra an dud o vond en e raog, e-giz ar re o tond war e lerh, hag e lavaront : « Hozanna da vab David ! Benniget an hini a zo o tond en ano an Aotrou ! Hozanna war an uheliou ! »
10 Pa ’z a tre e Jeruzalem, ema ar gêr leun a virvill, hag o lavared : « Piou eo hemañ ? » 11 Hag e lavare an dud : « Hennez eo Jezuz, ar profet euz Nazared, e Bro-Halile ! »
12 Mond a ra Jezuz d’an templ, ha kas er-mêz an oll re a zo o prena hag o werza en templ. Eilpennet eo gantañ taoliou an drokerien ha kadoriou ar varhadourien koulmed. 13 Lavared a ra dezo : « Skrivet eo : “Ma Zi a vo anvet Ti ar Bedenn”. Hag ober a rit-c’hwi gantañ eun toull laeron. »
14 Tostaad a ra outañ, en templ, tud dall ha tud kamm : o farea a ra. 15 Ar veleien-veur hag ar skriverien a wei an traou souezuz greet gantañ, hag ar vugale o youhal en templ hag o lavared : « Hozanna da vab David ! » Mond a ra droug enno, 16 hag e lavaront dezañ : « Kleved a rez ar pez a lavar ar re-ze ? » Ha Jezuz da respont dezo : « Ya ! N’ho-peus ket lennet biskoaz : “Euz genou ar vugale hag ar re a zo ouz ar vronn, em-eus tennet eur meuleudi” ? » 17 O lezel a ra, ha mond er-mêz euz kêr, war-zu Betani, da dremen an noz eno.
18 Diouz ar mintin, o tond en-dro e kêr, e teu naon dezañ. 19 Gweled a ra eur wezenn-fiez tost d’an hent, ha mond beteg enni : ne gav netra nemed deliou enni. Hag eñ da lavared dezi : « Ra jomi hep taoler frouez, da virviken ! » Hag a-daol-trumm, e tizeh ar fiezenn. 20 O weled kement-se, e lavar an diskibien, souezet-braz : « Penaoz eo bet dizehet ar fiezenn, a-daol-trumm ? »
21 O respont dezo, e lavar Jezuz : « Amen, m’ho-peus feiz heb douetañs ebed, ne reot ket hepken ar pez a zo bet greet d’ar fiezenn, med d’ar menez-mañ e lavarot : “Bez lamet kuit alese ha taolet er mor !” hag e c’hoarvezo kement-se. 22 Pep tra a houlennot er bedenn, gand feiz, a vo roet deoh. »
23 Dond a ra d’an templ. E-pad m’ema o kelenn, e tosta outañ ar veleien-veur ha kozidi ar bobl, hag e lavaront dezañ : « Dre beseurt galloud e rez kement-se ? Piou e-neus roet ar galloud-se dit ? 24 Respont a ra Jezuz dezo : « Goulenn a rin, emezañ, eun dra ive diganeoh, eur gomz hepken. Ma lavarit din, e lavarin-me deoh ive dre beseurt galloud e ran kement-se : 25 badiziant Yann, euz peleh e oa ? Euz an neñv pe euz an dud ? »
Med enno o-unan e soñjont kement-mañ : « Ma lavarom : “Euz an neñv”, e responto deom : “Perag neuze n’ho-peus ket kredet ennañ ?” 26 Med ma lavarom :’Euz an dud”… on-eus da gaoud aon rag ar bobl : selled a ra an oll dud ouz Yann evel ouz eur profet. » 27 Respont a reont : « N’ouzom ket. » Hag eñ da lavared dezo ive : « Me kennebeud, ne lavarin ket deoh dre beseurt galloud e ran kement-se. »
28 « Med petra a zoñjit euz kement-mañ ? Eun den e-noa daou vab. O vond da gaoud an hini kenta, e lavar dezañ : “Paotr, kerz hirio da labourad er winieg !” 29 Respont a ra hemañ : “Ne fell ket din mond !” Goude-ze e teu keuz dezañ, ha mond a ra.
30 Eet da gaoud an hini all, an tad a lavar memez tra. Respont a ra hennez : “Mond a ran, Aotrou !” hag eñ chom heb mond. 31 Pehini euz an daou-ze e-neus greet bolontez an tad ? » Respont a reont : « An hini kenta. »
Jezuz a lavar dezo : « Amen, lavared a ran deoh : ar bublikaned hag ar zerhed a zo en ho raog e rouantelez Doue. 32 Rag deut eo Yann beteg ennoh, war eun hent a justis, ha n’ho-peus ket kredet ennañ. Med ar bublikaned hag ar zerhed o-deus-i kredet ennañ. Ha c’hwi, goude beza gwelet kement-se, n’ho-peus ket bet keuz, ha n’oh ket deut da gredi ennañ. »
33 « Klevit eur barabolenn all : eun den a oa penn-tiegez. Planta a ra eur winieg, lakaad eur gael en-dro dezi, kleuza eur waskell enni, ha sevel eun tour. He feurmi a ra da winierien, ha mond kuit da bell. 34 Pa ’z eo deut mare ar frouez, e kas servicherien d’ar winierien, evid kemer ar frouez anezi.. 35 Ar winierien a-vad a dap krog er zervicherien, a sko gand unan, a laz unan all, a veinat an trede. 36 Kas a ra c’hoaz servicherien all, niverusoh eged ar re genta, ha memez tra a reont ganto.
37 Goude-ze, e kas e vab beteg enno, en eur zoñjal : “Douja a raint ma mab.” 38 Med, o weled ar mab, e lavar ar winierien kenetrezo : “Hemañ eo ar pennher. Deom ! Lazom-eñ, hag an herez a vo deom !” 39 Krogi a reont ennañ, e daoler er-mêz euz ar winieg, hag e laza. 40 Ahanta ! Pa vo deut aotrou ar winieg, petra a raio d’ar winierien-ze ? » 41 Respont a reont : « An dud droug-se a lakaio d’ar maro, en eun doare didruez. Ar winieg a feurmo da winierien all, hag ar re-mañ a roio frouez dezañ d’ar mare mad. »
42 Jezuz a lavar dezo : « N’ho-peus ket lennet biskoaz er Skrituriou : “Ar mên bet stlapet kuit gand ar zaverien, hennez eo a zo deut da veza ar mên-korn. Euz an Aotrou e teu an dra-ze, ha bamuz eo d’an daoulagad.” 43 Gand se e lavaran deoh : tennet e vo diganeoh rouantelez Doue ha roet d’eur vroad a roio frouez ganti. »
45 Pa glev ar veleien-veur hag ar skriverien e barabolennou, e ouzont ema o komz diwar o fenn. 46 Klask a reont tapoud krog ennañ, med aon o-deus rag ar bobl : homañ a zelle outañ evel eur profet.