Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Vaze  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Vaze – Pennad 12

An aviel hervez Sant VazePennad 12

Pennad daouzeg

Mestr ar zabad

1 En amzer-ze, ez a Jezuz a-dreuz ar parkeier, da zeiz ar zabad. Naon o-deus e ziskibien, ha staga a reont da denna pennou-ed. 2 O weled kement-se, e lavar ar farizianed dezañ : « Setu da ziskibien oh ober ar pez n’eo ket aotreet da zeiz ar zabad. »

3 Lavared a ra dezo : « N’ho-peus ket lennet ar pez e-neus greet David ? Naon e-noa, hag ar re all gantañ : 4 penaoz eo eet tre e Ti-Doue, e-leh m’e-neus debret baraennou ar hinnig, ne oa ket aotre d’o debri, na dezañ na d’ar re all gantañ, med d’ar veleien hepken.5 N’ho-peus ket lennet, e-barz al lezenn, e vez torret ar zabad gand ar veleien, en templ, da zeiz ar zabad, hag int digabluz ? 6 Hogen, lavared a ran deoh : brasoh eged an templ a zo amañ. 7 Ma anavezfeh pez a dalv : “Trugarez a fell din kaoud ha n’eo ket sakrifisou”, ne gondaonfeh ket an dud digabluz. 8 Rag bez’ eo mab an den mestr war ar zabad zoken. »

An dorn dizehet

9 O vond kuit alese, e teu tre en o zinagogenn. 10 Bez ’ez eus eno eun den gand eun dorn dizehet. Goulenn a reont digantañ : « Daoust hag ez eus aotre da barea, da zeiz ar zabad ? » Kement-se evid gelloud e damall. 11 Lavared a ra dezo : « Lakom en ho touez eun den gand eun dañvadez hepken : ma kouez homañ en eun toull, da zeiz ar zabad, daoust ha ne grogo ket enni d’he zenna er-mêz ? 12 Pegement talvoudusoh eta eo eun den eged eun dañvadez. Setu perag ez eus aotre d’ober vad, da zeiz ar zabad. » 13 Neuze e lavar d’an den : « Astenn da zorn ! » E astenn a ra hag e teu da veza pareet, yah evel egile. 14 Med eur wech eet er-mêz, e kuzuill ar farizianed, an eil re gand ar re all, evid klask an doare d’e gas da goll.

O farea oll a ra

15 Klevet kement-se gantañ, ez a Jezuz kuit alese. Mond a ra katz tud d’e heul, hag e ro-eñ ar pare d’an oll anezo. 16 Ha gourdrouzet int gantañ, ma n’e ziskuliint ket. 17 Evid ma vo sevenet ar ger lavaret gand ar profet Izai :

18 « Setu ma zervicher, dibabet ganin, an hini dreist-karet ganin,
ma plijan ennañ gand ma oll ene.
Lakaad a rin ma Spered dajom warnañ.
Kemenn a raio ar gwir d’ar baianed.
19 Ne dabuto ket, ne youho ket, ne vo ket klevet e vouez war al leurgêriou.
20 Ne dorro ket ar raosklenn vreset, ne vougo ket ar vouchenn o tivogedi c’hoaz,
ken n’e-no lakeet ar justis da veza treh.
21 Ha lakaad a raio ar baianed o fiziañs en e ano. »

Eun den dall ha mud dre an droug-spered

22 Neuze e tegaser dezañ eun den, dall ha mud dre an droug-spered. E barea a ra, ha setu an den mud o komz hag o weled. 23 Souezet e oa an oll dud hag e lavarent : « Hennez, daoust ha n’eo ket eñ mab David ? »

Peb rouantelez disrannet

24 O kleved kement-se, e lavar ar farizianed : « Hennez ne daol an diaouled er-mêz nemed dre Veelzeboul, mestr an diaouled. » 25 Anaoud a ra Jezuz o zoñjennou, ha lavared dezo : « Kement rouantelez, disrannet enni heh-unan, a zeu da veza didud. Kement kêr ha kement tiegez, eet an dizunvaniez enno, ne hellint ket chom en o zao. 26 Ma vez taolet ar zatan er-mêz gand ar zatan, ez eo disrannet a-eneb dezañ e-unan : penaoz eta e talho e rouantelez ? 27 Ha ma taolan-me an diaouled er-mêz dre Veelzeboul, dre biou o zaol er-mêz ho mibien-c’hwi ? Evelse e vint, int-i o-unan, ho parnerien. 28 Med ma taolan an diaouled er-mêz dre Spered Doue, ahanta, neuze eo deut rouantelez Doue evidoh. »

An den kreñv hag al laer

29 « Pe hoaz, penaoz e hell unan bennag mond tre e-barz ti eun den kreñv ha skrapa e draou, ma ne vez ket kordennet an den kreñv gantañ ? Ha neuze e lako-eñ ar skrap war an ti. »

« An neb n’ema ket ganin »

30 « An neb n’ema ket ganin, a zo a-eneb din. An neb ne zastum ket ganin, a zo o strewi. »

Ar ger dizakr a-eneb ar Spered

31 « Setu perag e lavaran deoh : pardonet e vo d’an dud kement pehed, kement ger dizakr, med ar ger dizakr a-eneb ar Spered ne vo ket pardonet. 32 An neb a lavar eur gomz a-eneb mab an den, e vo pardonet an dra-ze dezañ. Med an neb a gomz a-eneb ar Spered, an hini Santel, ne vo ket pardonet kement-se dezañ, nag er bed-mañ nag en hini da zond.

Ar gomz a zo frouez ar galon

33 Lakit eur wezenn vad, ha mad e vo ar frouez. Lakit eur wezenn glañv, ha klañv e vo ar frouez. Rag diouz he frouez e vez anavezet ar wezenn. 34 Gouenn naered ! Penaoz e hellit lavared traou mad, fall ma ’z oh-c’hwi ? Rag komz a ra ar genou diwar leun-barr ar galon. 35 Tenna a ra an den mad traou mad euz e deñzor mad, hag an den fall traou fall euz e deñzor fall.

36 Setu perag e lavaran deoh : da zeiz ar varn, e rento an dud kont euz kement ger goullo distaget ganto. 37 Rag, diouz da gomzou eo e vi didamallet, ha diouz da gomzou e vi kondaonet. »

Sin Jonaz

38 Neuze e lavar dezañ lod euz ar skriverien hag euz ar farizianed : « Mestr, emezo, ni a garfe gweled eur zin greet ganeoh. » 39 Jezuz a respont dezo : « Rummad fall hag avoultrer ! Klask a ra eur zin ! Sin ebed ne ro roet dezañ, nemed hini ar profet Jonaz. 40 Rag, evel m’eo bet Jonaz e kov ar pesk braz, e-pad tri devez ha teir nozvez, evel-se e vo mab an den, e-pad tri devez ha teir nozvez, e kalon an douar.

41 Sevel a raio tud Niniv, da zeiz ar varn, a-eneb ar rummad-mañ, hag e kondaoni, rag cheñchet o-deus buhez dre brezegenn Jonaz. Ha setu amañ muioh eged Jonaz. 42 Ha dihuni a raio rouanez ar Hreisteiz, da zeiz ar varn, gand ar rummad-mañ, hag e gondaoni, rag deut eo-hi euz penn all ar bed da zelaou fumez Salomon. Ha setu amañ muioh eged Salomon. »

Seiz diaoul all gwasoh

43 « Eur wech eet e-mêz eun den, ez a ar spered dihlan du-mañ, du-hont, dre al lehiou dizehet, evid kaoud diskuiz, 44 Ha ne gav ket. Neuze e lavar : “Mond a rin en-dro d’am zi m’on deut er-mêz anezañ”. Dond a ra, hag e gavoud bet skarzet, skubet, fichet. 45 Neuze ez a da gemer seiz spered all droukoh egetañ : hag int, eet tre e-barz, a jom ennañ. Hag ema stad diweza an den-ze gwasoh eged an hini genta. Evel-se e vo ev id ar rummad-tud-mañ. »

Ma mamm ha ma breudeur

46 Bez’ ema c’hoaz o komz d’ar boblad, ha chomet eo e vamm hag e vreudeur er-mêz, o klask komz outañ. 47 Unan bennag a lavar dezañ : « Setu m’ema da vamm ha da vreudeur er-mêz, o klask komz ouzit. » 48 Respont a ra Jezuz d’an den-ze : « Piou, emezañ, eo ma mamm ? Piou eo ma breudeur ? » 49 Astenn a ra e zorn war-zu e ziskibien, ha lavared : « Setu ma mamm ha ma breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez ma Zad a zo en neñv, hennez eo a zo breur, c’hoar ha mamm din. »