1 Hag en em lakaad a ra c’hoaz da gelenn war vord ar mor. En e gichenn en em vod eur boblad-tud niveruz-tre, ken e pign en eur vag, hag ez azez war ar mor. An engroez a-bez a zo war an douar, dirag ar mor. Kelenn a ra dezo eur bern traou dre barabolennou, hag en e gelennadurez e lavar dezo : 3 « Selaouit ! »
« Setu ma ’z a an hader er-mêz, evid hada. 4 Hogen, e-keid m’ema o hada, e kouez eul lodenn war vord an hent. Dond a ra al laboused d’he zebri. 5 Hag eul lodenn all a gouez war ar veindrail, e-leh n’eus ket kalz a zouar. Kerkent e tiwan, dre n’eo ket don an douar. 6 Med pa zav an heol, eo-hi rostet, ha peogwir n’he-deus ket a wriziou, eo dizehet.
7 Hag eul lodenn all a gouez e-touez ar spern. Sevel a ra ar spern, hag he mouga : ne ro tamm greun ebed. 8 Re all a gouez en douar mad hag a ro greun ; sevel ha kreski a reont, o tougen : unan tregont, unan tri-ugent, hag unan kant. » 9 Ha lavared a ree : « An neb e-neus diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »
10 P’ema-eñ en eul leh digenvez, e ra an dud en-dro dezañ, hag an daouzeg ive, goulennou outañ, diwar-benn ar parabolennou. 11 Lavared a ra dezo : « Deoh eo bet roet mister rouantelez Doue. D’ar re a zo en diavêz, e tegouez pep tra de barabolennou ; evel-se :
12 “o selled e sellint ha ne welint ket,
o kleved e klevint ha ne gomprenint ket,
gand aon na zistrofent ha na vefe pardonet dezo !” »
13 Lavared a ra dezo : « Ne welit ket ar barabolenn-mañ ? Hag an oli barabolennou, penaoz e vint komprenet ganeoh ? 14 Ar gomz eo hag a vez hadet gand an hader. 15 Evel-mañ ema al lodenn war vord an hent, e-leh m’eo hadet ar gomz : pa glevont, e teu dioustu Satan da lemel kuit ar gomz hadet enno.
16 Memez tra evid al lodenn hadet war ar veindraill : int, pa glevont ar gomz, he degemer a reont dioustu gand levenez. 17 Med n’o-deus ket a wriziou enno o-unan, hag hedro int ; neuze, ma teu glahar pe heskinèrèz en abeg d’ar gomz, e strebotont dioustu.
18 Lod all a zo hadet e-touez ar spern ; ar re-ze eo ar re a glev ar gomz, 19 med neh ar bed, touell ar binvidigez, hag ar c’hoantegeziou evid an traou all en em zil enno hag a voug ar gomz : difrouez e teu homañ da veza. 20 Al lodenn bet hadet war an douar mad eo ar re a glev ar gomz hag he degemer ; dougen a reont frouez : unan tregont, unan tri-ugent, hag unan kant. »
21 Ha lavared a ra dezo : « Daoust hag e vez degaset ar gleuzeur evid beza lakeet dindan ar bouezel pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid ma vefe lakeet war ar hantolor ? 22 Rag n’eus netra guzet ha n’eo ket da veza diskouezet : netra ne hoarvez dre guz nemed evid beza diskuliet. 23 M’e-neus unan bennag diouskouarn evid kleved, ra glevo ! »
24 Ha lavared a ra dezo : « Taolit evez ouz ar pez a glevit. Gand ar muzul a vuzuillit gantañ, e vo muzuliet deoh, ha lakeet deoh eun tamm ouspenn. »
25 « Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ. Hag an hini n’e-neus tamm ebed, ar pez e-neus zoken a vo tennet kuit digantañ. »
26 Lavared a ree : « Evel-mañ ema rouantelez Doue : e-giz eun den a daolfe an had war an douar. 27 Pa ve kousket ha pa ve dihun, noz ha deiz, e tiwan hag e kresk an had : ne oar ket penaoz. 28 An douar a zoug frouez, drezañ e-unan : geot da genta, pennou-ed goude-ze, ha warleh, leun a hreun er pennou-ed. 29 Pa ’z eo prest ar greun, e kas an den ar falz dioustu rag deut eo an eost. »
30 Ha lavared a ree : « Gand petra keñveria rouantelez Doue ? E peseurt parabolenn he lakaad ? 31 Evel eur greunenn zezo : pa vez hadet war an douar, eo-hi an hini vihanna, e-touez an oll hadennou war an douar. 32 Med, pa vez hadet, e sav hag e teu da veza brasoh eged an oll blantennou. Ober a ra skourrou, ken e hell oll laboused an neñv ober o neiz en he skeud. »
33 Gand parabolennou a zeurt-se, e lavare ar gomz, hervez ma hellent kompren. 34 Ne gomze ket outo hep parabolennou. Hag en diavêz, e tisplege pep tra d’e ziskibien.
35 Lavared a ra dezo, en deiz-se, an abardaez o veza deut : « Deom d’an tu all ! » 36 O lezel ar boblad-tud, eo-eñ kemeret ganto er vag, evel m’edo. Bagou all a yee d’e heul.
37 Sevel a ra eur mell avel-dro, hag e lamm an tarzou war ar vag, ken eo-hi karget dija. 38 Eñ a zo e aroz ar vag, kousket war eur dorchenn. E zihuna a reont, ha lavared dezañ : « Mestr ! Ne rez van ebed, evidom da vond da goll ? »
39 Eur wech dihunet, e hourdrouz an avel hag e lavar d’ar mor : « Tav ! Chom minwasket ! » Mouget eo an avel, ha kalm-gwenn eo ar mor. 40 Lavared a ra dezo : « Perag oh-c’hwi spontet ? N’ho-peus ket feiz c’hoaz ? » 41 Krena a reont gand aon vraz, ha lavared an eil d’egile : « Piou ’ta eo hemañ, evid an avel hag ar mor zoken da zenti outañ ? »