1 Antreal a ra adarre e Kafarnaom. Goude eun nebeud deveziou, e klevont ema en ti. 2 En em voda a reont niveruz, ken na jom ket mui a blas, e-kichenn an nor zoken. Hag e lavare-eñ ar gomz dezo.
3 Ha dond a reont da zegas davetañ eun den seizet, douget gand pevar den. 4 Pa ne hellont ket dond tost gantañ, ablamour d’an engroez, e tizoloont an doenn e-leh m’edo Jezuz ; ha dre an toull, e lezont da ziskenn ar hravaz m’ema an den seizet warnañ.
5 Jezuz a wel o feiz hag a lavar d’an den seizet : « Paotr, pardonet eo da behejou. » 6 Bez’ ez eus eno lod euz ar skriverien, azezet hag o prederia en o halonou : 7 « Perag e komz hemañ evel-se ? Disakreal a ra. Piou a hell pardoni ar pehejou, nemed Doue e-unan ? »
8 Ha kerkent e oar Jezuz, en e spered, emaint o prederia enno o-unan hag e lavar dezo : « Perag ober seurt prederiadennou en ho kalonou ? 9 Petra eo an êsa da lavared d’an den seizet : “Pardonet eo da behejou” pe : “Sav ! Kemer da gravaz ha kerz !” ? 10 Evid ma ouezot e-neus mab an den ar galloud da bardoni ar pehejou war an douar », e lavar-eñ d’an den seizet : 11 « Dit e lavaran : Sav ! Kemer da gravaz ha kerz d’ar gêr ! »
12 Sevel a ra dioustu, kemer e gravaz ha mond er-mêz dirag an oll, ken e chomont oll souezet, hag e veulont Doue, o lavared : « Kement-se n’on-eus gwelet biskoaz. »
13 Mond a ra en-dro er-mêz war vord ar mor. Ar boblad-tud a-bez a zeue davetañ, hag o helenn a ree. 14 En eur vond e-biou, e wel-eñ Levi, mab Alfe, azezet e ti ar maltoutèrèz, hag e lavar dezañ : « Deus d’am heul ! » Sevel a ra, ha mond d’e heul.
15 Hogen, pa oa astennet ouz taol, en e di, eo deut kalz maltouterien ha peherien ouz taol, gand Jezuz hag e ziskibien ; rag niveruz e oa ar re-mañ ha mond a reent d’e heul.
16 Skriverien ha farizianed a wel ema-eñ o tebri gand ar beherien hag ar valtouterien, hag e lavaront d’e ziskibien : « Perag e tebr gand ar valtouterien hag ar beherien ? » 17 Kleved a ra Jezuz, ha lavared dezo : « N’eo ket ar re greñv med ar re glañv hag o-deus ezomm a vedisined. N’on ket deut da helver tud just med peherien. »
18 Bez’ edo diskibien Yann hag ar farizianed o yuni. Dond a reont da lavared dezañ : « Perag ema diskibien Yann ha diskibien ar farizianed o yuni ? Ha da ziskibien, int ne yunont ket ? »
19 Hag eñ da lavared dezo : « Daoust hag e hell ar baotred-a-enor yuni e-pad m’ema ar pried ganto ? E-keid m’ema ar pried ganto ne hellont ket yuni. 20 Dond a raio ar mare ma vo lamet kuit ar pried diganto, ha neuze e yunint, d’an devez-se. »
21 « Den ebed ne wri eun tamm danvez divreset war eun wiskamant koz. Anez da ze, e sach an tamm gwriet warni, an hini nevez war an hini koz, hag e teu ar rogadenn da veza gwasoh. »
22 « Den ebed ne daol gwin nevez e sehier-lèr koz. Anez da ze, e tarzo ar zehier-lèr gand ar gwin : kollet ar gwin hag ar zehier-lèr. Hogen : “Gwin nevez e sehier-lèr nevez !” »
23 Hogen, c’hoarvez a ra gantañ mond a-dreuz ar parkeier. En eur dremen, e krog e ziskibien da denna pennou-ed. 24 Hag ar farizianed da lavared dezañ : « Sell ! Perag e reont, d’ar zabad, ar pez n’eo ket permetet. » 25 Respont a ra dezo : « N’ho-peus ket lennet biskoaz ar pez e-neus greet David, pa oa en diouer, o kaoud naon, hag ar re all gantañ ? 26 Penaoz eo antreet e Ti Doue, e amzer Abiathar ar beleg-meur, hag e-neus debret baraennou ar hinnig na vez aotreet nemed ar veleien d’o debri, hag o roet e-neus ive d’ar re a oa gantañ. »
27 Lavared a ra dezo : « Ar zabad eo a zo evid an den, ha n’eo ket an den evid ar zabad. 28 Setu perag eo mab an den an Aotrou war ar zabad ive. »