1 O vond kuit alese, e teu war vevennou Bro-Jude, en tu all d’ar Jourdan. Pobladou-tud en em vod adarre en e gichenn, hag evel kustum, o helenn a ra adarre. 2 Tostaad a ra ar farizianed, o houlenn digantañ : « Daoust hag e-neus eur gwaz aotre da gas e wreg kuit ? » Kement-se evid e amproui. 3 Hag eñ da respont dezo : « Petra e-neus Moizez gourhemennet deoh ? » 4 Lavared a reont : « Roet e-neus Moizez aotre da skriva eul lizer-torr ha da gas kuit. »
5 Ha Jezuz a lavar dezo : « En abeg d’ho kalon galed, eo bet skrivet ar gourhemenn-ze. 6 Med e penn kenta ar grouadelez : “Gwaz ha maouez e-neus o greet . 7 Abalamour da ze, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, en em stago ouz e wreg, 8 hag e vint, o daou, eur horv hepken”. Evel-se n’emaint ket daou ken, med eur horv hepken. 9 Ar pez e-neus Doue eta liammet asamblez, arabad da zen henn diforha. »
10 En ti, e ra adarre an diskibien goulennou outañ war ar poent-se. 11 Respont a ra dezo : « An neb a gas e wreg kuit hag a zimez gand unan all, a ra avoultriez en he heñver. 12 Hag hi, ma kas he gwaz kuit ha ma timez gand unan all, a zo eun avoultrerez. »
13 An dud a zegas bugale vihan dezañ, evid ma toucho outo, ha gourdrouzet int gand an diskibien. 14 O weled an dra-ze, e krog Jezuz da daeri hag e lavar dezo : « Lezit ar vugale vihan da zond beteg ennon, ha na harzit ket outo. Rag d’ar re heñvel outo eo rouantelez Doue.
15 Amen, lavared a ran deoh, nep piou bennag na zegemer ket rouantelez Doue evel ma ra eur bugel bihan, ne ’z aio ket e-barz, sur. » 16 Ha goude beza o briatet, e ro dezo e vennoz en eur lakaad e zaouarn warno.
17 Pa ’z a war an hent, e tired eun den, e kouez war e zaoulin dirazañ, hag e houlenn digantañ : « Mestr mad, petra a rin evid kaoud ar vuhez peurbaduz da herez ? »
18 Jezuz a respont dezañ : « Perag e lavarez ez on mad ? N’eus hini mad ebed nemed Doue. 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : “Ne lazi ket ; ne ri ket avoultriez ; ne laeri ket ; ne ri ket gaou ouz den ; enor da dad ha da vamm”. » 20 Hag hemañ da lavared dezañ : « Mestr, miret em-eus an oll draou-ze abaoe ma yaouankiz. »
21 E zellou o para warnañ, e gared a ra Jezuz, ha lavared dezañ : « Eun dra hepken a ra diouer dit : kerz, gwerz da beadra hag henn ro d’ar re baour : eun teñzor az-po en neñv ; ha deus d’am heul ! » 22 Hemañ, deut e benn da veza teñval gand seurt komzou, a ya kuit glaharet, rag kalz madou e-noa.
23 Selled a ra Jezuz tro-dro dezañ ha lavared d’e ziskibien : « Pegen diêz e vo d’an dud o-deus madou antreal e rouantelez Doue ! » 24 Trubuillet eo an diskibien gand e gomzou. Adarre e respont Jezuz dezo, en eur lavared : « Paotred, pegen diêz eo antreal e rouantelez Doue ! 25 Êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun den pinvidig antreal e rouantelez Doue. »
26 Skoet-braz eo ar re-mañ hag e lavaront kenetrezo : « Ha piou a hell beza salvet ? » 27 E zellou o para warno, e lavar Jezuz : « Dibosul eo evid an dud ; med da Zoue n’eo ket, rag da Zoue eo posubl pep tra. »
28 Hag e krog Pèr da lavared dezañ : « Setu m’on-eus-ni lezet pep tra, ha m’om eet war da lerh. » 29 Jezuz a lavar : « Amen, lavared a ran deoh : n’eus den hag a lez ti, breudeur pe hoarezed, tad pe vamm, pe vugale, pe barkeier, en abeg din-me ha d’ar helou mad, 30 heb reseo kant gwech muioh, bremañ, d’an amzer-mañ : tier, breudeur ha c’hoarezed, mammou ha bugale, parkeier, gand heskinou, hag ar vuhez peurbaduz en oadvez da zond. 31 Kalz euz ar re ziweza a vo da genta ha kalz euz ar re genta da ziweza. » 18
32 Bez’ emaint war an hent, o pignad da Jeruzalem, ha Jezuz en o raog. Trubuillet int hag aon o-deus ar re a ya d’e heul. Hag o kemer adarre gantañ an daouzeg, e krog-eñ da lavared dezo ar pez a zo da hoarvezoud gantañ : 33 « Setu ma pignom da Jeruzalem hag e vo roet mab an den d’ar veleien-veur ha d’ar skriverien ; barnet e vo ganto d’ar maro ha roet d’ar bayaned ; 34 gand ar re-mañ e vo-eñ mezekeet, tufet warnañ, skourjezet ha lazet. Ha goude tri devez, eh adsavo. »
35 Tostaad a ra outañ Jakez ha Yann, mibien da Zebede, o lavared dezañ : « Mestr, c’hoant on-eus e rafes evidom ar pez a houlennim diganit. » 36 Hag e lavar-eñ : « Petra ho-peus c’hoant e rafen evidoh ? » 37 Respont a reont : « Ro deom da veza azezet en da hloar, unan d’an tu dehou dit hag unan d’an tu kleiz. »
38 Ha Jezuz da lavared dezo : « N’ouzoh ket petra a houlennit ; ha bez’ e hellit eva ar haliriad a evan-me, pe beza badezet dre ar vadiziant e vin-me badezet drezi ? » 39 Respont a reont dezañ : « Bez’ e hellom ! » Jezuz a lavar dezo : « Eva a reot ar haliriad a evan-me. Dre ar vadiziant e vin-me badezet drezi, e viot badezet. 40 Evid pez a zell ouz azeza em zu dehou pe em zu kleiz, n’eo ket din-me d’her roi : roet e vo d’ar re m’eo bet aozet evito. »
41 O hleved a ra an deg, ha krogi d’en em zevel a-eneb Jakez ha Yann. 42 Goude beza o galvet, e lavar Jezuz dezo : « Gouzoud a rit, ar re hag a zo sañset e penn ar broiou a ra o aotrouien warno, ha warno e lak ar pennou-braz o galloud da goueza. 43 Ne vo ket an traou evel-se en ho touez ! Med an neb e-no c’hoant da zond da veza braz kenetrezoh a vo ho servicher, 44 hag an neb e-no c’hoant da veza da genta a vo sklav da bep hini. 45 Rag mab an den n’eo ket deut evid beza servichet, med evid servicha ha roi e vuhez da zasprena kalz tud. »
46 Mond a reont da Jeriko. Pa oa-eñ o tond er-mêz euz Jeriko gand e ziskibien ha gand eur mell poblad-tud, e-kichenn an hent edo azezet Bartime, mab Time, eun den dall ha klasker-bara. 47 O kleved ema Jezuz an Nazarenian aze, e krog da grial ha da lavared : « Mab da Zavid, Jezuz, az-pez truez ouzin ! » 48 Gourdrouzet eo gand kalz tud, evid ma chomo peoh ; med seul vui e youhe : « Mab da Zavid, az-pez truez ouzin ! »
49 O chom a-zav, e lavar Jezuz : « Galvit-eñ ! » Gelver a reont an den dall, o lavared dezañ : « Az-pez fiziañs ! Sav ! Da helver a ra. » 50 Stlepel a ra e vantell kuit, lammad ha dond beteg Jezuz. 51 Jezuz a houlenn outañ, en eur lavared : « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? »An den dall a respont : « Rabbouni, ra welin adarre ! » 52 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Kerz ! Saveteet out bet dre da feiz. » Gweled a ra adarre dioustu, ha mond d’e heul war an hent.