Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Mark  -  Traduction Kenvreuriez  -  An aviel hervez Sant Mark – Eur pennad-kinnig

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Mark – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

An aviel hervez Sant Mark
Eur pennad-kinnig

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Mark – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

A BELEH E TEU

Ma ne zalhom ket kont euz an Aviel arameeg, Mark eo bet an hini kenta a skrivas eun « Aviel», en eur zastum eun nebeud oberou ha komzou euz huez Jezuz, evid ober anezo eun diverra euz ar Helou Mad.

Sant Mark a zo anavezet ganeom. Kenderv ’oa da Zant Barnabe ; O chom edo e Jeruzalem, hag eno, ti e vamm Mari a zervichas d’ar gristenien genta.

Heulia ’reas Sant Paol da genta, ha goude e teuas da veza kenlabourer da Zant Pèr. Kredi ’reer e skrivas e Aviel, marteze e Rom, war-dro ar bloaz 65, hag a-dra-zur, a-raog dismantr Jeruzalem gand ar· Romaned er bloaz 70. Skriva ’ree evid ar gristenien deuet diwar ar baganiez, setu perag e tisplég dezo, beb an amzer, giziou ar Juzevien.

PENAOZ EO BET SAVET

N’eo ket, evel-just, diwar netra eo e savas Sant Mark e Aviel. Disgleget on-eus kement-se en on « Digoradur ».

Abaoe ouspenn tregont vloaz e veve an Iliz gand an eñvor euz Jezuz, eñvor e oberou hag eñvor e gomzou.

Dija, meur a dra a oa bet laket dre skrid hag a-wechou dastumet. Sant Mark e-neus en em zervichet euz an danvez-se, hag ive euz ar prezegennou, karget ma oa anezo, prezegennou Sant Pèr dreist-oll.

Greet e-neus da genta eur skeudenn dre vraz euz labour Jezuz, e-doug an daou vloaz euz e vuez publik : badeziant, prezegèrèz ha burzudou e Bro-Halilea. Goudeze, Jezuz, dismegañset ha dilezet, troet war-zu e ziskibien, hag erfin, ar bale da Jeruzalem ha d’ar maro.

War ar skeudenn-se, Sant Mark e-neus reñket gwella ma helle, oberou ha komzou Jezuz, hep taoler re a gont euz an amzer… Darbaret e oa gand traou all.

Eur marvailler dispar a heller ober euz Sant Mark, plijuz da lenn. Ampart eo da rei buez d’e zanevellou, ha n’e-neus aon e-béd da ziskouez deom e oa Jezuz eun dén e gwirionez. Med don a-vad eo ive e vennoziou.

KEMENNADUREZ

Sant Mark, kristen euz ar re genta, diskibl da Zant Paol ha da Zant Pèr, a zo unan euz gwella testou amzer genta an Iliz.

Ar pep pouezusa euz kemennadurez e Aviel, a gaver dija er ’frazenn genta : « Penn kenta euz Aviel Jezuz Krist Mab Doue ». Jezuz eo ar Hrist, ar Mesiaz gortozet, hag ez eo Mab Doue, rag-se ez eo ive ar Sklêrijenn hag ar Zilvidigez evid an ol. Bez ez eo a-vad eur sklêrijenn guzet beteg e Rezureksion – Difenn a ra ouz an oll embann eo Eñ ar Mesiaz – hag eur zilvidigez gounezet dre ar maro : « Mab an dén a zo deuet evid rei e vuez da zavetei eun niver divent a dud ». Neuze hepkén eo e vo kaset ar sklêrijenn hag ar zilvidigez-se d’ar broiou payan.

Ar respont m’eo pedet al lenner da ober amañ d’an Aotrou Krist, eo hini e ’feiz : « N’eus netra dreist galloud an neb a gréd ». Hag hini ar groaz : « Ra zammo e groaz ha ra zeuio d’am heul ».