1 O veza bodet an daouzeg en-dro dezañ, e ro dezo galloud ha beli war an oll diaouled hag evid parea kleñvejou. 2 Kas a ra anezo da embann rouantelez Doue ha da ziboania an dud vahagnet.
3 Lavared a ra dezo : « Na gemerit netra evid an hent, na baz, na bisah, na bara, nag arhant, hag arabad deoh kaoud diou zae pep hini. 4 Peleh bennag ma antreit en eun ti, chomit ennañ hag alese it pelloh. 5 Hag evid ar re n’ho tegemerint ket ? En eur vond e-mêz ar gêr-ze, hejit ar boultrenn diouz ho treid, en testeni a-eneb dezo. » 6 Mond a reont ha tremen dre ar hêriadennou, en eur embann ar helou mad ha parea e peb leh.
7 Herodez, an tetrark, a glev ano euz ar pez a hoarvez. Chom a ra en entremar dirag ar pez a vez lavaret. 8 Evid lod : « Adsavet eo Yann a-douez ar re varo ». Evid lod all : « Deuet eo Eliaz ». Hag evid lod all : « Adsavet eo unan euz ar brofeted ». 9 Ha Herodez da lavared : « Yann a zo bet dibennet ganin. Piou eo hemañ a glevan seurt traou diwar e benn ? » Ha klask a ree e weled.
10 Dond a ra an ebestel en-dro ha konta pep tra greet ganto. Hag eñ d’o hemer gantañ hagen em denna a reont en o fart o-unan, war-zu eur gêr anvet Betsaid. 11 Med anavezet eo an dra gand ar boblad-tud ha mond a reont d’e heul. Eñ o degemer hag a gomz dezo diwar-benn rouantelez Doue. Ha pareet eo gantañ ar re o-deus ezomm da veza diboaniet.
12 Krogi a ra an devez da veza izel. An daouzeg a zeu da gaoud Jezuz en eur lavared dezañ : « Kas an dud kuit, ra ’z aint d’ar hêriadennou ha d’ar parkeier tro-dro, evid kaoud bod hag aoz, rag en eul leh digenvez emaom amañ ».
13 Respont a ra dezo : « Roit-c’hwi dezo peadra da zebri ». Hag int da lavared : « N’eus ket ganeom muioh eged pemp baraenn ha daou besk. Nemed mond a rafem-ni da brena boued evid ar boblad-se a-bez ? » Rag bez’ e oa war-dro pemp mil gwaz.
14 Lavared a ra neuze d’e ziskibien : « Lakit anezo da azeza, dre daoliadou a hanter-kant bennag ». 15 Evel-se e reont hag o lakont oll da azeza. 16 Kemer a ra-eñ ar pemp baraenn hag an daou besk, sevel e zaoulagad war-zu an neñv, o benniga, o lodenna, hag o roi d’an deskibien, evid beza ingalet e-touez an dud.17 Debri a reont oll, beteg o gwalh. Dastumet eo ar pez a jom war o lerh : daouzeg panerad.
18 Hogen, pa oa Jezuz o pedi en eul leh digenvez, edo e ziskibien en-dro dezañ. Goulenn a ra diganto : « Piou on-me, emezañ, hervez lavar an dud ? » 19 Respont a reont, en eur lavared : « Yann-Vadezour ». Lod all : « Eliaz ». Lod all c’hoaz : « Eur profet, e-touez ar re gosa, hag a zo savet da veo ».
20 Hag eñ da houlenn difanto : « Ha c’hwi ? Piou on-me, hervez ho lavar ? » Pèr a respont hag a lavar : « Krist Doue ! » 21 O gourdrouz a ra ha goulenn diganto chom heb lavared an dra-ze da zen ebed.
22 Ha lavared a ra : « Mab an den a dle gouzañv kalz, beza distaolet gand ar gozidi, ar veleien-veur hag ar skriverien, beza lakeet d’ar maro hag adsevel d’an trede deiz ».
23 Hag e lavare d’an oll dud : « Ma fell d’unan bennag dond war ma lerh, ra ’n em zinaho e-unan, ra zougo e groaz ha ra zeuio d’am heul. 24 Ya ’vad ! nep piou bennag a fell dezañ savetei e vuhez, he hollo. Med an hini a gollo e vuhez, en abeg din-me, hennez he zaveteio ». 25 Ya ’vad ! da betra e talvez d’eun den gounid ar bed a-bez, ma ya d’en em goll pe da veza daonet ? 26 Rag nep piou bennag e-no bet mez ganin ha gand ma homzou, e-no mab an den mez gantañ, pa zeuio en e hloar, e gloar an Tad hag en hini an êlez santel.
27 E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ ez eus lod euz ar re a zo amañ ha ne dañvint ket ar maro a-raog beza gwelet rouantelez Doue ».
28 Hogen, war-dro eisteiz goude ar homzou-ze, e kemer Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e sav war ar menez evid pedi. 29 Hogen, e-pad m’ema o pedi, e teu e zremm da jeñch doare hag e zillad da veza gwenn-skeduz.
30 Ha setu ma oa daou zen o komz gantañ : bez’ e oant Moizez hag Eliaz, 31 o para leun a hloar : komz a reent diwar-benn an disparti ma oa-eñ o vond d’ober e Jeruzalem. 3 Pèr hag ar re all gantañ a oa leun a hoant-kousked med chom a reont dihun ha gweled e hloar hag an daou zen o chom gantañ. 33 Hogen, pa ’z a kuit ar re-mañ, e lavar Pèr da Jezuz : « Mestr, brao eo deom beza amañ. Savom teir deltenn eta : unan evidout, unan evid Moizez, unan evid Eliaz », heb gouzoud petra a lavare. 34E-pad m’ema o komz evel-se, e teu eur goumoulenn d’o goloi. Aon a grog enno pa antreont er goumoulenn. 35 Eur vouez a zeu euz ar goumoulenn hag a lavar : « Hemañ eo ma mab, an hini bet dibabet ganin. Selaouit anezañ ! » 36 Pa zav ar vouez-se, en em gav Jezuz e-unan. Chom a reont sioul ha ne lavaront netra da zen ebed, en amzer-ze, euz ar pez o-deus gwelet.
37 D’an deiz war-lerh, pa ziskennont euz ar menez, e teu d’o hichenn eun boblad-tud niveruz. 38 Ha setu, e-touez an dud, eun den o huchal : « Mestr, emezañ, da aspedi a ran, taol da zellou war ma mab, rag n’am-eus bugel ebed nemetañ. 39 Ha setu : eur spered a grog ennañ, hag adaol-trumm, en em lak da grial, da gaoud glizi ha da hlaourenni. Ha ne ’z a ket kuit dioutañ nemed gand kalz poan hag en eur lezel e gorv brevet. 40 Pedet em-eus da ziskibien d’e daoler er-mêz med n’int ket bet gouest d’henn ober ».
41 Jezuz a respont : « O rummad difeiz ha kollet, emezañ, beteg pevare evin en ho kichenn, ouz ho kouzañv ? Degas da vab amañ ». 42 A-veh ma teu tost, m’eo taolet war an douar gand an diaoul ha hejet gand glizi. Jezuz a hourdrouz ar spered dihlan. Parea a ra ar bugel hag e roi d’e dad en-dro. 43 Skoet eo an oll dud gand braster Doue.
Evel m’int oll souezet gand ar pez e-neus Jezuz greet, e lavar-eñ d’e ziskibien : 44 « Lakit-c’hwi ar homzou-mañ en ho tiouskouarn : ema mab an den da veza roet etre daouarn an dud ». 45 Ne gomprenont ket ar ger-ze : kuzet e oa dezo, evid na zeufent ket da gompren. Hag aon o-doa d’ober goulennou outañ diwar-benn ar ger-ze.
46 Eun diviz a zav etrezo : pehini eo ar brasa en o zouez ? 47 Gouzoud a ra Jezuz peseurt soñjennou a zo en o halonou. Kemer a ra eur bugelig hag e lakaad en e gichenn. 48 Ha da lavared dezo : « An hini a zegemer ar bugelig-mañ em ano, me eo a zo degemeret gantañ. Hag an hini am degemer, a zegemer an hini on bet kaset gantañ. Hag an hini a zo ar bihanna en ho touez, hennez a zo braz.
49 Komz a ra Yann : « Mestr, emezañ, gwelet on-neus eun den o kas an diaouled er-mêz, en da ano. Ha miret on-eus outañ d’ober an dra-ze, peogwir ne zeue ket d’ho heul ganeom ». 50 Jezuz a lavar dezañ : « Arabad mired outañ, rag an neb n’ema ket a-eneb deoh, hennez a zo a-du ganeoh. »
51 Hogen, pa oa deiziou e zisparti o tostaad, e tro e zremm war-zu Jeruzalem. 52 Kas a ra kannaded dirazañ. Mond a reont hag antreal en eur gêriadenn a Zamaritaned, evid aoza pep tra evitañ. 53 Ar re-mañ ne zegemeront ket anezañ, dre ma oa troet e zremm war-zu Jeruzalem. 54 O weled kement-se, e lavare ziskibien Yakez ha Yann : « Aotrou, ne fell ket dit e lavarfem d’an tan diskenn euz an neñv d’o feurzevi ? » 55 Eñ a dro warzu-enno evid o gourdrouz. 56 Ha mond a reont d’eur gêriadenn all.
57 Mond a reont gand o hent. Unan a lavar dezañ : « Mond a rin war da lerh, forz peleh ez afes ». 58 Jezuz a respont dezañ : « Al lern o-deus o zoullou, laboused an neñv o neiziou. Med mab an den n’e-neus leh ebed evid diskuiza e benn. »
59 Lavared a ra d’unan all : « Deus d’am heul ! » Hemañ a respont : « Aotrou, lez ahanon da vond da zouara ma zad, da genta ». 60 Lavared a ra dezañ : « Lez ar re varo da zouara o zud varo. Evidout-te, kerz da embann rouantelez Doue. »
61 Unan all c’hoaz a lavar dezañ : « Mond a rin war da lerh, Aotrou, med lez ahanon da vond da gimiadi diouz tud ma zi, da genta. 62 Med Jezuz da respont dezañ : « An neb e-neus lakeet e zorn war an alar hag a zell a-dreñv goude-ze, n’eo ket mad evid rouantelez Doue. »