1 Hogen, bez’ e oa-eñ o treuzi parkou-ed, e-pad ar zabad. E ziskibien a gutuille pennou-ed hag o debre, goude beza o dizillet en o daouarn. 2 Lod euz ar farizianed a lavar : « Perag e rit ar pez a zo divennet d’an devez-sabad ? » 3 Jezuz a respont, en eur lavared dezo : « N’ho-peus ket lennet zoken ar pez e-neus greet David ? Penaoz, p’e-noa naon, eñ hag ar re all gantañ, 4 eo eet e-barz Ti an Aotrou, e-neus kemeret baraennou ar Hinnig, e-neus o debret ha roet d’ar re all gantañ, ar pez ne vez aotreet debri nemed gand ar veleien o-unan ». 5 Lavared a ree dezo : « Mestr war ar zabad eo mab an den ».
6 Hogen, e-pad eur zabad all, ez a d’ar zinagogenn hag ema o kelenn. Bez’ e oa eno eun den gand e zorn dizehet. 7 Hag ema ar skriverien hag ar farizianed o spia Jezuz : daoust hag e rofe ar pare e-pad ar zabad ? Kement-mañ evid kaoud abeg d’e damall.
8 Eñ a-vad a anavez o zoñjennou hag a lavar d’an den gand e zorn dizehet : « Sav ha chom war-zao, er hreiz ! ». Sevel a ra ha chom war-zao. 9 Jezuz a lavar dezo : « Goulenn a ran diganeoh : ha permetet eo, d’ar zabad, ober vad pe ober droug, savetei eur vuhez pe koll anezi ? » 10 Selled a ra outo oll, tro-war-dro, ha lavared d’an den : « Astenn da zorn ». Henn ober a ra : pareet eo e zorn. 11 Leun int gand ar gounnar ha komz a reont etrezo diwar-benn petra ober da Jezuz.
12 Hogen, en deiziou-ze, ez a er-mêz war ar menez, da bedi. Tremen a ra an nozvez o pedi Doue. 13 Pa ’z eo deut an deiz, e halv e ziskibien hag e tibab daouzeg en o zouez, ar re anvet ive ebestel gantañ : 14 Simon, anvet ive Pèr gantañ, hag Andreo e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez, mab Alfe, Simon, lesanvet an hini gredeg, 16 Judaz, mab Jakez, Judaz Iskariot hag a zeuio da veza trubard.
17 Diskenn a ra ganto ha chom a-zav war eur gompezenn. Ha setu eur bern euz e ziskibien hag eur boblad vraz a dud euz Bro-Jude a-bez, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon, 18 deuet d’e zelaou ha da veza diboaniet euz o oll gleñvejou. Pareet eo ar re a zo heskinet gand ar sperejou dihlan.19 Klask a ra ar boblad-tud a-bez touch outañ, peogwir e teu er-mêz anezañ eur galloud hag a bare an oll anezo.
20 Sevel a ra e zaoulagad war e ziskibien ha lavared : « Eüruz ar re baour ! rag deoh eo rouantelez Doue.
21 Eüruz ar re o-deus naon bremañ ! rag ho kwalh ho-po.
Eüruz ar re a ouel bremañ ! rag c’hwi a hoarzo.
22 Eüruz oh-c’hwi ! po-devo an dud kasoni ouzoh, pa viot kaset kuit ha dismegañset ganto, ha pa zistaolint hoh ano evel fall, ablamour da vab an den.
23 Bezit laouen ha tridit en devez-se. Setu m’eo braz ho tigoll en neñvou, rag greet e veze seurt traou d’ar brofeted gand o zadou. »
24 « Med siwaz ! maleüruz oh-c’hwi ! tud pinvidig, rag frealzet oh dija.
25 Maleüruz oh-c’hwi ! hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag naon ho-po.
Maleüruz oh-c’hwi ! hag a zo o hoarzin bremañ, rag glaharet e viot ha gouela a reot.
26 Maleüruz oh-c’hwi ! pa lavaro an oll dud ar vad diwar ho penn, rag kement-se e ree o zadou d’ar fals-profeted ».
27 « Med lavared a ran deoh-c’hwi ha ma hlev : karit hoh enebourien. Grit vad d’ar re o-deus kasoni ouzoh. 28 Bennigit ar re a lavar malloz deoh. Pedit evid ar re a wallgomz diwar ho penn.
29 D’an hini a sko war da jod, kinnig ive an hini all. D’an hini a gemer da vantell, na jom ket heb roi ive da zae dezañ.
30 D’an nep piou bennag a houlenn diganit, ro dezañ. D’an hini a gemer da vadou, chom heb o goulenn digantañ en-dro ».
31 « Evel ma fell deoh e rafe an dud evidoh, grit memez tra evito.
32 Ma ne garit ar re nemeto hag ho kar, peseurt anaoudegez-vad evidoh ? Rag, gand ar beherien zoken, eo karet ar re o har.
33 Ha ma rit vad d’ar re a ra vad deoh, peseurt anaoudegez-vad a vo evidoh ? Ar beherien zoken a ra kemend-all.
34 Ha ma brestit d’ar re ho-peus spi da gaoud diganto, peseurt anaoudegez-vad a vo evidoh ? Ar beherien zoken a brest da beherien evid reseo kement-ha-kement en-dro.
35 D’ar hontrol, karit hoh enebourien, grit vad ha prestit heb gortoz tra ebed en-dro. Braz e vo ho tigoll ha bez’ e viot mibien an Uhel-Meurbed, an hini hag a ra vad d’ar re dianaoudeg ha d’ar re fall.36 Bezit leun a druez, evel m’eo ho Tad leun a druez. »
37 « Na varnit ket ha ne viot ket barnet. Na gondaonit ket ha ne viot ket kondaonet. Diliammit et hag e viot diliammet.
38 Roit hag e vo roet deoh. Roet e vo deoh e pleg ho mantell eur muzuliad kaer, chouket, hejet ha leun-dreist. Rag diouz ar muzul a vuzulit gantañ e vo muzuliet deoh en-dro. »
39 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Ha bez’ e hell eun den dall heñcha eun den dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ? »
40 « N’eus diskib ebed a-uh d’e vestr. Med eur wech bet desket, e vo pep hini evel e vestr. »
41 « Petra ! Selled a rez ouz ar blouzenn e lagad da vreur ? Ha ne daolez ket evez ouz an treust hag a zo en da lagad ? 42 Penaoz e heliez lavared d’az preur : “Breur, lez ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad”, ha ne zellez ket ouz an treust a zo en da lagad-dit ? Pilpouz ! tenn kuit an treust diouz da lagad, da genta, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit ar blouzenn diouz lagad da vreur. »
43 « N’eus ket eur wezenn gaer hag a rofe frouez brein. Na kennebeud eur wezenn vrein hag a rofe frouez kaer. 44 Rag anavezet e vez peb gwezenn diouz he frouez-dezi : ne vez ket dastumet fiez war ar spern, ha ne vez ket mendennet rezin war an drez.
45 An den mad a denn traou mad euz teñzor mad e galon. An hini fall a denn traou fall euz e deñzor fall. Rag komz a ra e henou euz ar pez a ziskarg e galon. 46 Perag e lavarit “Aotrou, Aotrou !” din ha ne rit ket ar pez a lavaran ? »
47 « An hini a zeu davedon, a glev ma homzou hag a zent outo, hennez emaon o vond da lavared deoh ouz piou eo-eñ heñvel. 48 Heñvel eo ouz eun den o sevel ti. Kleuza a ra, mond don ha lakaad eun diazez war ar roh. Ha setu dour-beuz o tond, ar froud-dour en em daol ouz an ti, med n’eo ket kreñv a-walh evid e vralla rag savet eo bet en eun doare kaer. 49 Medan hini a glev ha ne ra ket a zo heñvel ouz eun den a zav ti war an douar, heb diazez. Ar froud-dour en em daol outañ ha dioustu e kouez d’an traoñ. Ha braz eo dizah an ti-ze. »