1 Leun gand ar Spered-Santel, e teu Jezuz en-dro euz ar Stèr-Jourdan. Kaset eo gand ar Spered 2 d’ar goueleh ha tentet gand an diaoul, e-pad daou-ugent devez. Ne zebr netra en deiziou-ze ha, pa ’z int echu, e-neus naon.
3 An diaoul a lavar dezañ : « Ma ’z out-te mab Doue, lavar d’ar mên-mañ dond da veza bara ». 4 Respont a ra Jezuz : « Skrivet eo : “N’eo ket diwar ar bara hepken e vevo an den” ».
5 Kas a ra anezañ uhelloh ha diskouez dezañ rouanteleziou ar bed-oll, en eur berr amzer. 6 An diaoul a lavar dezañ : « Dit e roin ar galloud war an oll vroiou-ze gand o gloar, rag din eo bet roet hag he roan d’an neb a fell din. 7 Evidout-te eta, ma stouez dirazon, dit e vo, en he fez ». 8 Respont a ra Jezuz dezañ : « Skrivet eo, emezañ : “Stoui a ri dirag an Aotrou da Zoue hag eñ eo an hini nemetañ a adori” ».
9 Kas a ra anezañ da Jeruzalem, e lakaad war lein an templ ha lavared dezañ : « Ma ’z out mab Doue, en em daol ahann d’an traoñ. 10 Rag skrivet eo : “D’e êlez e roio an urz da ziwall ahanout, 11 ha gand o zaouarn e savint ahanout gand aon na stokfes da droad ouz eur mên” ». 12 Respont a ra Jezuz : « Skrivet eo : “Ne denti ket an Aotrou da Zoue” ».
13 Echu gantañ peb amprouenn, e pella an diaoul dioutañ, evid eur mare. 14 Dond a ra Jezuz en-dro da Vro-Halile, dindan galloud ar Spered. E vrud a red dre ar vro tro-dro. 15 Kelenn a ree en o zinagogennou ha meulet e oa gand an oll.
16 Dond a ra da Nazared, al leh m’eo bet savet ennañ. Evel m’eo boazet, ez a d’ar zinagogenn da zeiz ar zabad, ha sevel a ra evid lenn. 17 Roet eo dezañ leor ar profet Izai. Dibuna a ra al leor ha kavoud ar pennad m’eo skrivet ennañ : 18 « Spered an Aotrou a zo warnon, peogwir e-neus ma olevet, evid embann ar helou mad d’ar beorien. Kaset e-neus ahanon evid kemenn d’ar brizonidi ez int dijadennet, d’an dull dall ez int sklêrijennet, 19 evid degas ar re wasket war-zu an dieubidigez, hag evid embann eur bloavez a zegemer a-berz an Aotrou. »
20 Puna a ra al leor, henn roi d’ar zervicher hag azeza. Troet eo war-zu ennañ daoulagad peb unan er zinagogenn. 21 Krogi a ra da lavared dezo : « Hirio, eo deut da wir ar skrid-se, evid ho tiouskouarn ». 22 An oll a ro testeni dezañ. Souezet int gand ar homzou a hras o tond euz e henou.
23 Lavared a reent : « Bez’ eo-eñ mab Jozef, neketa ? Hennez ! ». Hag eñ a lavar dezo : « Sur e lavarot din ar barabolenn-mañ : “Medisin, en em bare, te da-unan ! Pep tra on-eus klevet hag a zo c’hoarvezet e Kafarnaom, henn gra amañ, en da vro”. »
24 Med lavared a ra : « Amen, bez’ e lavaran deoh : ne vez degemeret profet ebed en e vro. 25 E gwirionez e lavaran deoh : bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, e amzer Eliaz , pa oa serret an oabl e-pad tri bloaz ha c’hweh miz, ken na oa eur gernez vraz war an douar a-bez. 26 Ha da nikun anezo ne oa kaset Eliaz, med kentoh da Zarepta e-kichenn Sidon, da di eun intañvez. 27 Ha bez’ e oa kalz tud lor e Bro-Izrael e amzer ar profet Elize. He ne oa glanneet nikun anezo, med kentoh Naaman, ar Ziriad ».
28 Leun a gounnar int oll, er zinagogenn, o kleved kement-se. 29 Sevel a reont, e gas er-mêz euz kêr ha e zegas ganto beteg torr ar menez m’eo savet o hêr warnañ, evid e daoler d’an traoñ. 30 Eñ a-vad a dremen en o zouez hag a ya kuit.
31 Diskenn a ra da Gafarnaom, eur gêr euz ar Galile. O helenn a ree d’an deveziou-sabad. 32 Skoet e oant gand e gelennadurez, rag leun a halloud e oa e gomzou. 33 Ha setu, er zinagogenn, eun den hag a zo ennañ spered eun diaoul dihlan. Krial a ra a vouez kreñv : 34 « A ! Petra ’zo etrezom-ni ha te, Jezuz a Nazared ? Deut out da gas ahanom da goll ! Gouzoud a ran piou out-te : sant Doue ! »
35 Jezuz e hourdrouz, en eur lavared : « Ro peoh ! Deus er-mêz ha pella dioutañ ! » An diaoul e daol d’an douar, e-kreiz an dud, hag a ya kuit dioutañ, heb ober droug ebed dezañ. 36 Ha spontet int oll. Komz a reent an eil d’egile, en eur lavared : « Pebez komz, homañ ! Gand pebez beli ha galloud e hourhemenn d’ar sperejou dihlan, hag ar re-mañ a ya er-mêz ». 37 Ha gar brud diwar e benn en em skigne e peb leh tro-war-dro.
38 Kuitaad a ra ar zinagogenn hag antreal e ti Simon. Gwasket e oa mamm-gaer Simon gand eun derzienn vraz. E hedi a reont eviti. 39 Stoui a ra-eñ a-uh dezi ha gourdrouz an derzienn : homañ a ya kuit diouti. Sevel a ra-hi dioustu hag o zervicha a ree.
40 Da vare ar huz-heol, e teue an oll re o-doa klañvourien gand bep seurt poaniou d’o has davetañ. Eñ a lakee e zaouarn war bep hini anezo hag o faree. 41 Euz kalz anezo e teue ive an diaouled er-mêz hag e lavarent en eur huchal : « Te a zo mab Doue ! » O gourdrouz a ra ha ne fell ket dezañ o lezel da gomz, rag gouzoud a reont eo-eñ ar Mesi.
42 Deut goulou-deiz, ema-eñ er-mêz hag ez a d’eul leh digenvez. E glask a ra ar boblad-tud ha dond beteg ennañ. Warnañ e talhont, evid na ’z aio ket kuit diouz o bro. 43 Eñ a lavar dezo : « D’ar hêriou all ive e rankan kemenn kelou mad rouantelez Doue : evid-se eo on bet kaset ». 44 Ha prezeg a ree e sinagogennou Bro-Jude.