1 Tost edo gouel ar bara dihoell, anvet Pask. 2 Bez’ edo ar veleien veur hag ar skriverien o klask penaoz lakaad Jezuz d’ar maro, med aon o-doa rag ar bobl. 3 Antreal a ra Satan e Judaz, lesanvet Iskariotad, hag a zo unan euz an daouzeg. 4 Hemañ a ya da gomz gand ar veleien veur hag ar gargidi vraz, evid gweled penaoz gwerza Jezuz dezo. 5 Laouen-braz int ha prometi a reont roi arhant dezañ. 6 Asanti a ra-eñ ha klask an tu d’e werza dezo, en diavêz euz ar boblad-tud.
7 Deuet eo devez ar bara dihoell ma vez red kinnig sakrifis Pask. 8 Kas a ra Jezuz Pèr ha Yann, en eur lavared dezo : « It d’aoza deom pred Pask, evid ma tebrim anezañ ». 9 Respont a reont : « Peleh e fell dit e vefe aozet ganeom ? » 10 Hag eñ da lavared dezo : « Setu : pa viot oh antreal e kêr, e teuio davedoh eun den o tougen eur podad dour. It d’e heul d’an ti ma yelo ennañ. 11 Ha c’hwi a lavaro da vestr an ti : « An Aotrou a lavar dit : “Peleh ema ar zal ma hellin debri pred Pask enni, gand ma diskibien ?” 12 Diskouez a raio deoh eur zal war-laez, braz ha meublet : aozit pep tra eno ». 13 Mond a reont ha kavoud an traou evel m’e-neus lavaret ; hag e aozont pred Pask.
14 Pa ’z eo deut an eur, ez a Jezuz da astenn ouz taol, hag e ebestel gantañ. 15 Lavared a ra dezo : « C’hoant braz am-eus bet da zebri ar pred Pask-mañ ganeoh, a-raog din gouzañv. 16 Rag lavared a ran deoh : biken ken n’henn debrin, beteg ma vo sevenet hemañ da vad e rouantelez Doue. 17 Degemer a ra eur haliriad, trugarekaad ha lavared : « Kemerit euz hemañ hag henn lodennit etrezoh. 18 Rag lavared a ran deoh : adaleg bremañ n’evin ket mui euz frouez ar winienn, ken na vo deut rouantelez Doue ».
19 Kemer a ra eur varaenn, lavared trugarez, he ranna hag he roi dezo, en eur lavared : « Kement-mañ eo ma horv, roet evidoh : grit kement-se gand ar zoñj ahanom » 20 Hag evel-se c’hoaz, goude koan, gand ar haliriad, en eur lavared : « Ar haliriad-mañ eo an emgleo nevez em gwad, skuillet evidoh »
21 « Koulskoude, ema dorn an hini a werz ahanon, ganin war an daol. 22 Rag mond a ra mab an den evel m’eo bet divizet. Med gwaz-a-ze d’an den-ze m’eo gwerzet gantañ ». 23 Krogi a reont da zivizoud etrezo : piou eta en o zouez a vefe an hini o vond d’ober an dra-ze ?
24 Dond a ra ive eun tabut en o zouez : pehini anezo a zeblant beza an hini brasa ? 25 Jezuz a lavar dezo : « Rouaned ar broadou a hoari o aotrou warno, hag ar re m’ema ar galloud ganto a houlenn beza anvet “Madoberourien”. 26 Ganeoh-c’hwi ne vo ket an traou evel-se, med ra vo an hini brasa en ho touez evel an hini yaouanka, hag ar mestr evel an hini o servicha. 27 Rag, piou eo an hini brasa ? An hini a zo ouz taol pe an hini a zervich ? Daoust ha n’eo ket an hini ouz taol ? Ha me a zo en ho touez evel an hini a zervich.
28 C’hwi eo ar re hag a zo chomet ganin e-kreiz ma zrubuillou, daoust da bep tra. 29 Ha sevel a ran-me eur rouantelez evidoh, evel m’e-neus ma Zad savet eur rouantelez evidon, 30 evid ma tebrot hag evot diouz ma zaol, em rouantelez, ha m’ho-po troniou da azeza warno ha da varn an daouzeg meuriad euz Izrael. »
31 « Simon, Simon ! Setu m’e-neus Satan ho koulennet evid beza kroueriet, e-giz ar gwiniz. 32 Med pedet em-eus evidout, evid na vo ket kollet da feiz ; ha te, eur wech deut en-dro, kennerz da vreudeur ». 33 Lavared a ra hemañ dezañ : « Aotrou, prest on da vond ganit d’ar prizon ha d’ar maro. » 34 Ha Jezuz da respont : « Lavared a ran dit, Pèr : ne gano ket eur hillog hirio, ken n’az-po nahet, teir gwech, eh anavezez ahanon. »
35 Hag e lavar Jezuz dezo : « Pa ’m-eus ho kaset, heb yalh, na bisah, na botou, petra a vanke deoh ? » – « Netra » emezo. 36 Lavared a ra dezo : « Med bremañ, an neb e-neus eur yalh, ra he hemero, ha memez tra evid ar bisah. Hag an neb n’e-neus ket a gleze, ra werzo e vantell evid prena unan. 37 Rag lavared a ran deoh, red eo e vefe sevenet ennon ar pez a zo bet skrivet : “Lakeet eo bet e-touez an dud dilezenn”. Ha gwir eo ema tost an traou bet lavaret diwar ma fenn ». 38 Hag int da lavared : « Aotrou, setu amañ daou gleze ». Respont a ra : « Tra-walh eo ! »
39 Mond a ra Jezuz er-mêz hag e kerz, evel kustum, beteg Menez-an-Olivez. E ziskibien a ya d’e heul ive. 40 Eur wech degouezet eno, e lavar-eñ dezo : « Pedit evid na gouezot ket en tentadur ». 41 Ha pellaad a ra diouto, a-hed war-dro bann eur mên, 42daoulina ha pedi en eur lavared : « Tad, mar plij ganit, kas ar haliriad-mañ pell diouzin. Koulskoude, ra vo greet n’eo ket ma bolontez med da hini-te ». 43 Eun êl euz an neñv en em ziskouez dirazañ d’e gennerza. 44 Ha kouezet en e dremenvan, e ped startoh c’hoaz. Dond a ra e hwezenn da veza evel beradou gwad o koueza war an douar. 45 Eur wech savet diwar e bedenn, e teu beteg e ziskibien hag o hav kousket, diwar ar glahar. 46 Lavared a ra dezo : « Petra ! Kousket oh ? War-zao ! Pedit evid na gouezot ket en tentadur. »
47 Bez’ ema c’hoaz o komz pa zegouez eur strollad tud. En o fenn e kerz Judaz, unan euz an daouzeg. Tostaad a ra ouz Jezuz da bokad dezañ. 48 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Judaz, dre eur pok e werzez mab an den ? »
49 Gweled a ra ar re en-dro dezañ ar pez a zo o vond da hoarvezoud hag e lavarent : « Aotrou, ha ma skofem a daoliou-kleze ? » Unan anezo a sko gand mevel ar beleg meur hag a lam kuit e skouarn dehou digantañ. 51 Med komz a ra Jezuz, o lavared : « Lezit, tra-walh evel-se. » Touch a ra ouz beg ar skouarn ha pareet eo. 52 Hag eñ da lavared d’an dud deut en arbenn dezañ : 43 « Deut oh er-mêz, gand klezeier ha bizier, evel evid eun torfetour. 53 Bemdez edon ganeoh en templ ha n’ho-peus ket lakeet ho taouarn warnon. Med deut eo hoh eur ha galloud an deñvalijenn. »
54 Lakaad a reont o daouarn warnañ, e gas ganto hag e lakaad da vond da di ar beleg meur. Pèr a zeue war-lerh, eun tammig pelloh. 55 Eun tan a zo bet greet ganto hag azezet emaint asamblez. Azeza a ra Pèr en o zouez.
56 Gwelet eo gand eur vatez, p’emañ azezet e-kichenn an tan. Selled a ra-hi outañ ha lavared : « Bez’ edo hemañ gantañ ive. » 57 Naha ra-eñ, en eur lavared : « Maouez, n’e anavezan ket. » 58 Eun tammig goude, eo gwelet gand unan all hag a lavar : « Te ive, a zo en o zouez. « Ha Pèr da lavared : « Paotr, n’emaon ket. » 59 Eun eur diwezatoh marteze, unan all c’hoaz da boueza ha da lavared : « Gwir eo, bez’ edo hemañ gantañ ive. Galilead eo, forz penaoz. » 60 Ha Pèr da respont : « Paotr, n’ouzon ket petra a lavarez. » Hag a-daol-trumm, e-pad m’ema c’hoaz o komz, e kan eur hillog. 61 O troi war-zu Pèr, e par an Aotrou e zellou warnañ. Ha dond a ra soñj da Bèr euz komzou an Aotrou ha penaoz e-noa lavaret dezañ : « A-raog ma kano eur hillog hirio, az-po ma nahet, teir gwech. » 62 Mond a ra er-mêz ha skuilla daelou c’hwero.
63 Dismegañset eo Jezuz gand an dud ouz e ziwall, ha skoi a reont gantañ. 64 Mouchet eo ganto hag e houlennont digantañ : « Gra da brofet, emezo. Piou e-neus skoet ganit ? » 65 Hag e lavaront kalz gwallgomzou a-eneb dezañ.
66 Pa ’z eo deut goulou-deiz, en em vod kuzul pennou braz ar bobl, beleien veur ha skriverien. Degas a reont Jezuz dirag o zanhedrin, 67 hag e lavaront dezañ : « Mar dout-te ar mesi, henn lavar deom ! » Respont a ra dezo : « Ma lavaran deoh, ne gredot ket, 68 ha ma ran goulennou ouzoh, ne respontot ket. 69 Med adaleg bremañ, e vo azezet mab an den en tu dehou da Zoue oll-halloudeg. » Hag e lavaront oll : « Te eta a zo mab Doue ? » Respont a ra dezo : « C’hwi eo hag henn lavar : bez’ on ». 71 Hag e lavaront : « Peseurt ezomm on-eus c’hoaz da gaoud eun testeni ? Rag klevet on-eus, ni on-unan, diwar e vuzellou. »