1 Sevel a ra Jezuz e zellou ha gweled ar re a daol o frovou en teñzor : tud pinvidig. 2 Gweled a ra ive eun intañvez paour o taoler daou bezig. 3 Lavared a ra-eñ : « E gwirionez, e lavaran deoh, taolet he-deus an intañvez-mañ, hag a zo paour, muioh eged an oll re all. 4 Rag taolet o-deus an oll re-ze diwar ar pez o-doa ouspenn. Med taolet he-deus-hi diwar he dienez, kement m’he-doa evid beva ».
5 Lavared a ra lod, diwar-benn an templ, penaoz eo kinklet gand mein kaer ha donezonou. 6 Hag eñ da lavared : « Ar pez a welit ? Dond a raio deveziou ma ne jomo ket mên war vên, heb beza distrujet.
7 Goulenn a reont digantañ : « Mestr, pevare eta e c’hoarvezo an traou-ze ? Ha pehini e vo ar zin pa vo kement-se o tond ? » 8 Respont a ra : « Bezit war evez gand aon da veza diheñchet. Rag kalz tud a zeuio em ano hag a lavaro : “Me eo !” ha : “Tost eo ar mare !” N’it ket d’o heul. 9 Pa glevot trouz brezeliou ha dispahou, arabad beza spontet : rag red eo e c’hoarvezfe seurt traou da genta. Med n’ema ket ar fin dioustu ». 10 Neuze e lavar-eñ dezo : « En em zevel a raio eur vroad a-neb eur vroad, eur rouantelez a-eneb eur rouantelez. 11 Bez’ e vo krenadennou-douar hag, e meur a leh, kernez ha gwalennou. Bez’ e vo ive taoliou-spont ha sinou braz o tond euz an neñv ».
12 « Med a-raog an oll draou-ze, e lakint o daouarn warnoh, e viot heskinet, sachet ganto d’ar zinagogennou ha d’ar prizoniou, ha kaset dirag ar rouaned hag ar houarnourien, abalamour d’am ano : 13 kement-mañ a lako ahanoh da roi testeni. 14 Arabad eta beza chalet en a-raog en ho kalonou, diwar-benn penaoz en em zifenn, 15 rag me eo a roio deoh eur genou hag eur furnez na hellint ket beza enebet nag abeget outo gand nikun euz hoh enebourien. 16 Gwerzet e viot zoken gand kerent, breudeur, amezeien, mignoned, ha ganto e vo lakeet lod ahanoh d’ar maro. 17 Kasoni o-do an oll ouzoh, en abeg d’am ano. 18 Med ne vo kollet blevenn ebed euz ho penn. 19 Dre ho talhusted e viot mistri war hoh eneou ».
20 Pa welot kampou-brezel tro-dro da Jeruzalem, gouezit neuze ema tost he distrujadeg. 21 Neuze, ra redo tud Bro-Jude kuit, war-zu ar meneziou ! Ra yelo pell ar re o chom e kêr ! Ra jomo tud ar mêziou heb dond enni ! 22 Rag bez’ e vo neuze an deiziou a gastiz, evid seveni pep tra a zo bet skrivet. 23 Reuzeudig ar merhed a vo dougerez pe o roi bronn en deiziou-ze ! Rag bez’ e vo eun dienez vraz war an douar ha kounnar war ar bobl-mañ. 24 Lazet e vint gand beg ar hleze hag harluet e-touez an oll bobladou. Breset e vo Jeruzalem gand ar broadou, beteg ma vo sevenet amzeriou ar broadou ».
25 « Bez’ e vo sinou en heol, el loar hag er stered ; ha, war an douar, e vo ar broadou ankeniet ha spontet gand trouz ar mor hag an tarziou. Sempla a raio an dud gand an aon, o hortoz ar pez a hoarvezo evid mabden, rag distardet e vo galloudou an neñv. 27 Neuze e welint mab an den o tond war eur goabrenn, leun a halloud hag a hloar. 28 Pa grogo an traou-ze da erruoud, savit ho kein hag ho penn, rag ema tost ho silvidigez ».
29 Lavared a ra dezo eur barabolenn : « Gwelit ar wezenn-fiez hag ar gwez all : 30 pa zeu broñsou enno, dija en eur zelled outo e ouzoh-c’hwi ema an hañv o tostaad. 31 Evel-se, c’hwi ive, pa welit an traou-ze oh erruoud, gouezit ema tost rouantelez Doue. 32 Amen, e lavaran deoh : ne dremeno ket ar rummad-mañ ken na vo degouezet kement-se. 33 Tremen a raio an neñv hag an douar, ma homzou a-vad ne dremenint ket ».
34 Bezit war evez, gand aon na vefe ho kalon pounnerreet gand gadaliez, mezventi ha trubuillou ar vuhez, ha na kouezfe an deiz-se warnoh dre laer, 35 evel eur roued. Rag dond a raio evid pep hini euz an dud azezet war an douar a-bez. 36 Med bezit dihun ha pedit atao, evid kaoud muioh a nerz d’en em denna diouz an oll draou-ze a zle dond, ha da jom en ho sav dirag mab an den ».
37 E-pad an deiz, e chome Jezuz en templ, o kelenn. Med mond a ree er-mêz, dra dremen an nozveziou war ar menez anvet Menez an Olivez. 38 Hag adaleg goulou deiz, e teue ar bobl a-bez davetañ, d’an templ, evid e zelaou.