1 Lavared a ra Jezuz eur barabolenn dezo, da ziskouez ez eo red pedi atao, ha chom heb fallgaloni : 2 « Bez’ e oa, emezañ, en eur gêriadenn, eur barner, dizaon dirag Doue, hag heb doujañs ebed evid an dud. 3 Bez’ e oa, er gêr-ze, eun intañvez a zeue da lavared dezañ : “Gra ar justis din dirag ma enebour”. 4 E-pad eun amzer, ne fell ket dezañ. Med goude-ze, e lavar dezañ e-unan : “Daoust ma ’z on dizaon dirag Doue hag heb doujañs evid an dud, 5 dre ma teu an intañvez-se d’am zregasi, e rin ar justis dezi, gand aon na zeufe, heb fin, da dorri din ma fenn”. 6 Lavared a ra an Aotrou : ‘Selaouit ar pez a lavar ar barn er direiz. 7 Ha ne rafe ket Doue ar justis d’e zibabidi o krial war-zu ennañ noz-deiz ? 8 Me a lavar deoh e raio ar justis dezo buan-tre. Koulskoude, pa zeuio mab an den en-dro, daoust ha kavoud a raio feiz war an douar ? »
9 Ha c’hoaz, evid an dud a gred dezo, int o-unan, beza just, hag a zell ouz ar re all evel ouz netra, e lavar Jezuz ar barabolenn-mañ :
10 « Daou zen a zav beteg an templ evid pedi, unan anezo o veza eur farizian hag egile eur publikan. 11 Ar farizian a jom en e zao hag a bed evel-mañ : “Doue ! Lavared a ran dit trugarez pa ’z on disheñvel diouz an oll dud all hag a zo laeron, tud direiz, avoultrerien, pe c’hoaz diouz ar publikan-ze. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha pêa an deog war gement tra a hounezan”.
13 Ar publikan a-vad a jom pell : ne fell ket dezañ sevel e zaoulagad war-zu an neñv, med skoi a ra war e beultrin ha lavared : “Doue ! Az-pez truez ouzin, eur peher”. 14 Lavared a ran deoh : hemañ a ziskenn d’e di, o veza bet justiset, med egile nann. Rag nep piou bennag en em zav a vo izelleet, hag an hini en em izella a vo uhelleet ».
15 Kas a reent beteg ennañ bugale vihan zoken, evid ma lakaio e zaouarn warno. O weled kement-se, e ra an diskibien trouz dezo. 16 Med Jezuz o halv beteg ennañ hag a lavar : « Lezit ar vugale vihan da zond beteg ennon ha na virit ket outo d’henn ober. Rag d’ar re a zo par dezo eo rouantelez Doue. 17 Amen, e lavaran deoh : an hini na zegemer ket rouantelez Doue e-giz eur bugel bihan, ne ’z aio ket e-barz ». 35
18 Eur penn-rener a houlenn digantañ : « Mestr mad, emezañ, petra am-eus d’ober evid kaoud ar vuhez peubarduz da hêrez ? » 19 Respont a ra Jezuz dezañ : « Perag e lavarez ez on mad ? N’eus den mad ebed nemed Doue. 20 Anaoud a rez ar gourhemennou : “ne ri ket a avoultriez ; ne lazi ket ; ne laeri ket, ne ri ket fals-testeniou, da dad ha da vamm a enori” ».
21 Respont a ra : « An oll draou-ze am-eus miret, abaoe ma yaouankiz ». 22 O kleved kement-se, e lavar Jezuz dezañ : « Eun dra hepken a ra diouer dit c’hoaz : gwerz da oll beadra, her ro d’ar beorien hag az-po eun teñzor en neñv. Ha deus war ma lerh ». 23 O kleved an dra-ze avad, e teu hemañ da veza trist, rag pinvidig-braz e oa. »
24 Ouz e weled deut da veza trist, e lavar Jezuz : « Pegen diêz eo d’an dud o-deus pinvidigeziou antreal e rouantelez Doue. 25 Rag êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun den pinvidig antreal e rouantelez Doue ». 26 Lavared a ra neuze ar zelaouerien : « Ha piou a hell beza saveteet ? » 27 Hag eñ da respont : « Ar pez a zo dibosubl evid an dud a zo posubl evid Doue ».
28 Ha Pèr da lavared : « Setu m’on-eus-ni dilezet ar pez a zo deom hag eet war da lerh ». 29 Respont a ra dezo : « Amen, e lavaran deoh : n’eus den ebed hag a zilezfe ti, gwreg pe breudeur, kerent pe bugale, en abeg da rouantelez Doue, 30 heb reseo meur a wech kemend-all er bed-mañ, hag buhez peurbaduz en oadvez da zond ».
31 O kemer gantañ an daouzeg, e lavar dezo : « Setu ma savom beteg Jeruzalem, ha ma vo sevenet pep tra bet skrivet gand ar brofeted diwar-benn mab an den : 32 bez’ e vo-eñ roet d’ar baianed, dismegañset, kunujennet, ha tufet e vo warnañ ; 33 goude beza bet skourjezet, e vo lakeet d’ar maro ganto, ha d’an trede deiz eh adsavo ». 34 Int a-vad ne gomprenent netra en traou-ze ; kuzet e oa ar homzou-ze outo ha ne ouient ket petra e-noa lavaret.
35 Hogen, p’ema tost da Jeriko, e oa eun den dall azezet war vord an hent, o houlenn an aluzenn. 36 O kleved eur boblad-tud o vond e-biou, e klask gouzoud petra e vefe. 37 Respont a reont dezañ : « Jezuz an Nazôrean eo a zo o tremen ». 38 Ha krogi a ra da grial, en eur lavared : « Jezuz, mab da Zavid, az-pez truez ouzin ». 39 Gourdrouzet eo gand an dud o vale er penn kenta, evid ma chomfe peoh. Med krial a ra muioh-mui : « Mab da Zavid, az-pez truez ouzin ». 40 O chom a-zav, e kemenn Jezuz ma vefe degaset beteg ennañ. 41 Pa ’z eo deut tost, e houlenn digantañ : « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? » Lavared a ra : « Aotrou ! Ra welin adarre ! » 42 Ha Jezuz da lavared dezañ : « Gwel adarre. Gand da feiz out bet saveteet ». 43 A-daol-trumm e wel adarre, ha mond a ra d’e heul en eur renta gloar da Zoue. O veza gwelet kement-se, e kan ar bobl a-bez meuleudi da Zoue.