Accueil  -  Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Euz ar 15 d’an 22 a viz Here 2023

Eizved sul warn-ugent war ar bloaz (A)

Mz 22, 1-14 (A)

1 Staga a reas Jezuz da gomz dre barabolennou :

2 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eur roue oh ober lein-eured e vab. 3 Kas a reas e zervicherien da helver d’al lein ar re a oa bet pedet, med n’o-doa ket c’hoant ar re-mañ dond. 4 Kas a reas c’hoaz servicherien all en eur lavared dezo :

-– « Lavarit d’ar re a zo pedet : « Setu, pourchaset eo ar préd, lazet eo an tirvi hag al loened lard ; prést eo pep tra : deuit d’al lein-eured ».

5 « Med ne rejont ket a van, hag ez ejont, unan d’e bark, egile d’e genwerz. 6 Tapoud krog a reas ar re all er zervicherien, gwallgas anezo hag e oent lazet ganto.

7 « Eet droug ennañ, e kasas ar roue e zoudarded, hag e oe lazet ar vuntrerien ha lakeet an tan en o hêr.

8.« Lavared a reas neuze d’e zervicherien :

— « Prést eo al lein-eured, med an dud a oa bet pedet ne oant ket dîn da zond. 9 Kit eta dre ar hroaz-heñchou : pedit da zond d’al lein-eured an oll dud a gavot ».

10 « Mond a reas ar zervicherien dre an heñchou, boda an oll re a zigouezas ganto, fall ha mad, hag e oe leun a dud ar zal-eured.

11 « Dond a reas ar roue da zelled ouz an dud a oa ouz taol, hag eno, e welas eun dén ne oa tamm dillad-eured.e-béd gantañ. 12 Lavared a reas dezañ :

— « Va dén mad, penaoz out deuet amañ hep kaoud eun dillad-eured en dro dit ? »

« Ne lavaras grig. 13 Neuze e lavaras ar roue d’ar zervicherien :

— « Liammit dezañ e dreid hag e zaouarn, ha taolit anezañ er-mêz en deñvalijenn. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 14 Rag kalz a zo galvet, nebeud a-vad a zo dibabet ».

Lun

Lk 11, 29-32

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :

— « Eur rummad fall eo ar rummad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou furnez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

Meurz

Lk 11, 37-41

37 E keid ha ma oa Jezuz o komz, e teuas eur Farizian da bedi anezañ da vond da leina gantañ. Mond a reas Jezuz d’e di, ha ez eas ouz taol.

38 Souezet e oa ar Farizian o weled n’e-noa ket Jezuz en em walhet da genta, a-raog ar préd. 39 Lavared a reas an Aotrou dezañ :

— « Evel-just, kempenn a rit, c’hwi ar Farizianed, an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, med an diabarz ahanoh n’eus netra ennañ nemed laeroñsi ha fallagriez.

40 « Tud diskiant ! Daoust hag an hini e-neus greet an diavêz, n’e-neus ket greet ive an diabarz ?

41 « Roit kentoh en aluzenn kement a zo deoh, ha neuze e vo glan pep tra evidoh.

Merher 18 a viz Here
Sant Lukaz, avieler. Gouel

Lk 10, 1-9

1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’ e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :

— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.

Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : « Peoh d’an ti-mañ ». 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : « Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue ».

Yaou

Lk 11, 47-54

Lavared a ree Jezuz d’an doktored war al Lezenn :

47 « Gwaz-a-ze deoh ! Rag sevel a rit beziou ar brofeted, pa vezont bet avad, lazet gand ho tadou-koz.

48 Evel-se, e roit testeni e kavit mad an droug o-deus greet ho tadou-koz, peogwir o-deus int-i lazet ar brofeted, hag e savit-c’hwi beziou dezo.

49 « Setu perag ez eo bet lavaret gand Furnez Doue heh-unan : Kas a rin dezo profeted hag ebestel ; darn anezo a vo lazet ganto, darn all heskinet. 50 Dre-ze, e vo goulennet kont digand ar rummad-mañ euz gwad an oll brofeted a zo bet skuillet abaoe penn kenta ar béd, 51 azaleg gwad Abel beteg hini Zakariaz, bet lazet etre an aoter hag ar zantual. Ya, lavared a ran deoh : kont a vo goulennet digand ar rummad-mañ.

52 « Gwaz-a-ze deoh, Doktored war al Lezenn ! Rag skrapet eo bet ganeoh alhwez ar ouiziègèz ; c’hwi hoh-unan n’oh ket eet enni, hag ar re a glaske mond, ho-peus miret outo ».

53 Pa oa eet Jezuz er-mêz euz an ti, en em lakeas ar Skribed hag ar Farizianed da dregasi c’hwero anezañ, ha da ober goulennou ha goulennou outañ, 54 o stigna pechou dezañ evid paka anezañ en e gomzou.

Gwener

Lk 12, 1-7

1 En amzer-ze, pa oa tud bodet a vilierou beteg bresa an eil re ar re all, e stagas Jezuz da genta da lavared d’e ziskibien :

— « Diwallit ouz goell ar Farizianed, da lavared ouz o filpouzèrèz. 2 N’eus netra holoet ha ne vo dizoloet, ha n’eus netra guzet ha ne vo ket anavezet. 3 Ha kement ho-peus lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, splann, hag ar péz ho-po lavaret e plég ar skouarn, er hao, a vo embannet war an toennou.

4 « Lavared a ran deoh, c’hwi va mignoned : Arabad deoh kaoud aon ouz ar re a laz ar horv, ha ne hellont, goude-ze, ober netra ouspenn.

5 « Mond a ran da ziskouez deoh rag piou ho-peus da gaoud aon : ho-pet aon rag an hini e-neus galloud, goude beza lazet, da stlepel er jehenn. Ya, lavared a ran deoh : hennez eo ho-peus da gaoud aon razañ.

6 « Daoust ha ne vez ket gwerzet pemp filip evid daou wenneg ? Koulskoude, ne vez ankounaheet hini e-béd anezo gand an Aotrou Doue.

7 « Gwelloh c’hoaz : bleo ho penn zo oll kontet. Tamm aon e-béd eta da gaoud : talvezoud a rit muioh eged eun nijad filiped ».

Sadorn

Lk 12, 8-12

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

8 « Lavared a ran deoh : Piou bennag e-no anzavet ahanon dirag an dud, a vo anzavet ive gand Mab an Dén dirag Êlez Doue. 9 Med an néb e-no nahet ahanon dirag an dud, a vo nahet d’e dro dirag Êlez Doue.

10 « An néb a lavaro eur gomz a-eneb Mab an Dén, a vo pardonet dezañ ; med an hini a vlasfemo a-eneb ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezañ.

11 « Pa vezot kaset dirag ar zinagogennou, ar gouarnourien hag an dud e karg, na vezit ket nehet evid gouzoud penaoz en em zifenn ha petra da lavared, 12 rag ar Spered-Santel a zesko deoh, d’ar poent-se, petra ho-po da lavared ».