Euz an 10 d’ar 16 a viz Du 2024
38 En e gelennadurez, e lavaras Jezuz :
— « Taolit evez ouz ar Skribed : plijoud a ra dezo mond ha dond, gwisket gand saeou hir, ha beza saludet war ar plasennou, 39 mond da azeza war ar hadoriou kenta er zinagogennou, ha kaoud ar reñkou kenta er hoaniou. 40 Debri a reont madou an intañvezed, ha war zigarez e reont pedennou hir. Seul rustoh e vo evito ar varnedigez ».
41 Azezet dirag kéf ar provou, e selle Jezuz penaoz e taole an dud péziou mouneiz e-barz, ha kalz a re binvidig a daole e-leiz.
42 Dond a reas eun intañvez paour o lakaad daou bézig. 43 Gervel a reas Jezuz e ziskibien d’e gaoud, hag e lavaras dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, lakeet he-deus an intañvez paour-mañ er héf muioh eged an oll dud all. 44 Lakeet o-deus ar re-mañ euz ar péz o-doa da zioueri, med hi he-deus kemeret war he diénéz, ha roet kemend a oa dezi, kemend a jome ganti da veva ».
1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Ne heller ket miroud ma vefe gwall-skweriou ; med gwaz-a-ze d’an neb a zo penn-kaoz !
2 « Gwelloh e vefe dezañ e vije staget eur mên milin ouz e houzoug, hag e vefe stlapet er mor, kentoh eged beza eur skoill evid unan hepkén euz ar re vihan-mañ.
3 Taolit evez eta ! Ma teu da da vreur da ober eur pehed, gourdrouz anezañ, ha m’e-neus keuz, pardon dezañ. 4 Ma vank ouzit seiz kwech bemdez, ha ma tistro seiz kwech diouz reñk da gaoud ahanout en eur lavared : « Keuz am-eus », pardoni a ri dezañ ».
5 Lavared a reas an ebestel d’an Aotrou :
— « Laka da greski ennom ar feiz ! ».
6 Respont a reas an Aotrou :
— « Ma vefe ken braz ho feiz hag eur hreunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : « Diframm da wriziou, ha kee da blanta anezo er mor », hag e sentfe ouzoh ».
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
7 « Pehini ahanoh, dezañ eur zervicher bet oh arad, pe o vêsa al loened, a lavaro dezañ, pa vo distro euz ar park : « Deus buan ouz taol » ? 8 Daoust ha ne lavaro ket dezañ kentoh : « Aoz din va hoan, ha stard da houriz da zervicha ahanon, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e helli debri, hag eva ».
9 « Daoust hag anaoudègèz vad e-no d’ar zervicher-ze evid beza sentet outañ ?
— 10 « Evel-se, c’hwi ive, greet ganeoh kemend a vo bet gourhemennet deoh, lavarit : « N’om nemed servicherien, o-deus greet nemed ar péz a rañkem ober ».
11 Bez’ e oa Jezuz oh ober hent da vond da Jeruzalem, hag e tremenas war harzou Bro-Zamaria ha Bro-Halilea.
12 Pa oa o tigouezoud en eur gêriadenn, e teuas dég dén lor en arbenn dezañ. Chom a rejont pellig a-walh dioutañ, hag hopal dezañ :
13 — « Mestr Jezuz, ho-pet truez ouzom ! ».
14 Kerkent ha ma welas Jezuz anezo, e lavaras dezo :
— « It d’en em ziskouez d’ar veleien ».
E-keid ha ma oant o vond, e tigouezas dezo beza pareet. 15 Unan anezo, o weled e oa pare, a zeuas war e giz en eur gana meuleudi da Zoue a vouez kreñv. 16 En em deurel a reas, e dal d’an douar, e-harz treid Jezuz, o trugarekaad anezañ. Hogen, eur Zamaritan e oa anezañ.
17 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Daoust ha n’eo ket bet pareet an dég ? An nao all, e peleh emaint ? 18 N’eus ket bet eta nemed hemañ, eun estren anezañ, da zond en-dro da veuli Doue ».
19 Hag e lavaras dezañ :
— « Sav en da zav ha kerz : da feiz he-deus saveteet ahanout ».
20 Goulenn a reas ar Farizianed ouz Jezuz :
— « Pegoulz eta e teuio Rouantèlèz Doue ? »
Respont a reas dezo :
— « Ne zeu ket Rouantèlèz Doue evel eun dra êz da weled. 21 Ne vo ket lavaret : « Setu, amañ ema ! » pe : « Aze ema ! » Rag en ho-touez ema Rouantèlèz Doue ».
22 Lavared a reas c’hoaz d’e ziskibien :
— « Dond a raio eun amzer hag ho-po c’hoant gweled, pa ne vefe nemed unan euz deiziou Mab an Dén, ha ne vo ket gwelet ganeoh.
23 « Lavaret e vo deoh : « Setu, a-hont ema ! » pe « Setu, amañ ema ! » Arabad deoh mond, na redeg di. 24 Rag evel ma skéd eul luhedenn o tarza, euz an eil penn d’egile d’an oabl, evel-se e vo Mab an Dén da vare e Zeiz.
25 « Med en-araog, e rañko gouzañv poaniou kaled, ha beza distaolet gand ar rummad-mañ.
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
26 « Evel ma oe kont e amzer Noe, evel-se ive e vo e amzer Mab an Dén. 27 Bez’ e oa an dud o tebri, oh eva, o kemer gwrég, o kemer gwaz, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh, ha ma teuas an dour-beuz da zistruja anezo oll.
28 « Evel-se e oa ive e amzer Lot : debri, eva, prena, gwerza, planta, sevel tiez a ree an dud. 29 Med d’an deiz ma ’z eas Lot kuit euz Sodom, e kouezas euz an neñv eur gaouad-hlao a dan hag a zoufr a zistrujas anezo oll.
30 « Evel-se e vo kont ive d’an deiz m’en em ziskouezo Mab an Dén.
31 « D’an deiz-se, an hini a vo war al leur-doenn hag a vezo e draou en ti, arabad dezañ diskenn da gerhad anezo, hag an hini a vo er park, arabad dezañ kennebeud distrei war e giz. 32 Dalhit soñj euz gwrég Lot.
33 « An neb a glasko mired e vuhez a gollo anezi, hag an neb a gollo anezi, e vo miret gantañ.
34 « Lavared a ran deoh : En noz-se, e vo daou zén war eur gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet. 35 Diou vaouez a vo o vala asamblez : unan a vo kemeret hag e-bén lezet ».
36 37 Neuze, e houlennas an diskibien outañ :
— « E peleh e vo eta, Aotrou ? »
Respont a reas :
— « El leh ma vo ar horv, eno ive en em vodo ar guped ».
1 Lavared a reas Jezuz d’e ziskibien eur barabolenn da gelenn ez eo red pedi dalhmad hep koll kalon :
-– 2 « Bez’ e oa, emezañ, en eur gêr bennag, eur barner ha ne oa ket ennañ tamm doujañs ebed evid Doue ; ne oa ket nehet kennebeud gand an dud.
3 « Bez’ e oa ive er gêr-ze, eun intañvez hag a zeue d’e gaoud o lavared : « Ro eur varnedigez din a-eneb va enebour ».
4 « E-pad hir amzer ne fellas ket dezañ. A-benn ar fin, e lavaras ennañ e-unan : « Daoust ma n’em-eus ket a zoujañs evid Doue, ha daoust ma n’on ket nehet gand an dud, 5 koulskoude, gand ar skuiz ma ’z on eet o kleved anezi, ez an da rei dezi he goulenn, gand aon na zalhfe da derri din va fenn ».
6 « Lavared a reas an Aotrou ouspenn :
— « Selaouit mad ar péz a lavar ar barner disleal-ze. Ha Doue ne rentfe ket justis d’an dud dibabet gantañ, a zo o youhal noz-deiz war-zu ennañ ? Hag ober a ra dezo gortoz ?
7 « Lavared a ran deoh : Ne vezo ket pell evid rei o gwir dezo. 8 Evelato, pa zistroio Mab an Dén, daoust ha kavoud a raio ar feiz war an douar ? »