Accueil  -  Eil sizunvez ar Horaiz (C)

Eil sizunvez ar Horaiz (C)

Euz an 13 d’an 19 a viz Meurz 2022

Eil sul ar Horaiz (C)

Lk 9, 28b-36

28 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Yann ha Jakez, hag e savas war ar menez evid pedi. 29 A-greiz pedi, e teuas e zremm da jeñch, hag e zillad da veza gwenn-kann ha skeduz. 30 Ha setu ma oa daou zén o komz gantañ : Moïzez hag Elïaz, 31 en em ziskouez er hloar. Komz a reent diwar-benn ar péz a oa d’en em gaoud gantañ e Jeruzalem : eñ o vond kuit euz ar béd-man.

32 Deuet e oa ar c’hoant-kousket war Pèr hag ar re a oa gantañ. Chomet dihun evelkent, e weljont Jezuz er hloar, hag an daou zén en e-gichenn.

33 Pa oa ar re-mañ o kuitaad Jezuz, e lavaras Pèr dezañ :

— « Mestr, brao eo deom beza amañ, savom teir deltenn : unan evidout, unan all evid Moïzez hag e-bén evid Elïaz ».

Ne ouie ket petra a lavare.

34 Endra ma oa o komz evel-se, e teuas eur goabrenn da zispaka he skeud warno, hag e krogas aon enno o weled ar goabrenn o tond warno.

35 O tond euz ar goabrenn, e oe klevet eur vouez o lavared :

— « Hemañ eo va Mab, an hini dibabet ganin, selaouit anezañ ».

36 Pa davas ar vouez, en em gavas Jezuz e-unan-penn. Chom a reas sioul an diskibien, ha ne lavarjont netra euz ar péz o-doa gwelet da zén e-béd, d’ar mare-ze.

Lun

Lk 6, 36-38

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket, ha ne viot ket barnet.
« Na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet.
« Pardonit, hag e vo pardonet deoh.

38 « Roit, hag e vo roet deoh : eur muzuliad leun-chouk, stardet, hejet, leun-barr, a vo skuillet deoh en ho tavancher ; rag diouz ar muzul a vuzullit gantañ evid ar re all, e vo muzuliet deoh d’ho tro.

Meurz

Mz 23, 1-12

En amzer-ze, e tisplegas Jezuz kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :

2 — « Kelenn a ra ar Skribed hag ar Farizianed diwar gador Voizez. 3 Grit eta, ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad, da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont, ha ne reont ket.

4 « Eren a reont sammou pounner, ha karga anezo war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo o-unan o diblas gand penn o biz.

5 « Kement a reont a-vad, eo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno o-unan rubanou ledan-kenañ, warno c’hoaz pennadou-skrid al Lezenn, hag ez eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli. 6 Plijoud a ra dezo ar plasou a enor er prejou, ar plasou kenta er zinagogennou, 7 beza saludet war ar plasennou, ha beza anvet « rabbi » gand an dud.

8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag n’ho-peus nemed eur mestr evid kelenn ahanoh, hag ez oh breudeur oll.

9 « Na roit da zén war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.

10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.

11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Piou bennag en em lakaio uhel, a vo izelleet, ha piou bennag en em lakaio izel, a vo uhelleet.

Merher

Mz 20, 17-28

17 O veza war an hent evid mond da Jeruzalem, e kemeras Jezuz an daouzeg en o fart o-unan, hag e-ser bale, e lavaras dezo :

18 — « Setu-ni o vond da Jeruzalem. Lakeet e vo Mab an dén etre daouarn ar Veleien-Vraz hag ar Skribed. Kondaonet e vo d’ar maro ganto, 19 ha lakeet etre daouarn ar bayaned, evid beza goapeet gand ar re-mañ, skourjezet ha staget ouz ar groaz, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».

20 Neuze, e tosteas ouz Jezuz mamm Jakez ha Yann, paotred Zebede, gand he bugale. Stoui a reas dirazañ evid ober outañ eur goulenn.

21 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Petra az-peus c’hoant ? »

Respont a reas :

— « Setu amañ va daou vab : gourhemenn ma vezint azezet, unan en tu dehou dit, hag egile en tu kleiz, en da rouantèlèz ».

22 Respont a reas Jezuz :

— « N’ouzoh ket petra emaoh o houlenn ! Ha gouest oh da eva ar haliriad ez an da eva ? »

— « Ya, emezo, gouest om ! »

23 Ha Jezuz dezo :

— « Va haliriad, eva a reot anezañ, med, beza azezet a-zehou pe a-gleiz din, me n’on ket evid an dra-ze. Roet e vo ar plasou-ze d’ar re e-neus va Zad kempennet anezo evito ».

24 O kleved kement-se, ez eas an dég all droug enno a-eneb an daou vreur.

Med gervel a reas Jezuz anezo, ha lavared dezo :

25 — « Gouzoud a ouezoh e ra renerien ar poblou payan o mistri warno, hag e lak ar pennou-braz-se o galloud da boueza warno.

26 Ganeoh a-vad, ne vo ket kont evel-se. Er hontrol, an hini ahanoh a glask beza braz en ho touez, ra vo ho servicher deoh. 27 Hag an hini ahanoh a glask beza ar henta, a vo sklav deoh.

28 « Evel-se, n’eo ket deuet Mab an Dén evid beza servichet, med evid servicha, ha rei e vuhez evel dasprén evid an dud ».

Yaou

Lk 16, 19-31

En amzer-ze e lavare Jezuz d’ar Farizianed :

19 « Bez’ e oa eun dén pinvidig, gwisket gand mezer moug ha lin fin, hag a veze chervad gantañ bemdez.

20 « Bez’ e oa ive eur paour-kêz, Lazar e ano, a veze e toull an nor, war e hourvez, e gorv goloet a houliou. 21 C’hoant e-nefe bet da gavoud e damm boued diwar ar péz a goueze diouz taol an dén pinvidig, med ar chas eo kentoh a zeue da lipad e houliou.

22 « Hogen, mervel a reas ar paour-kêz, hag e oe douget gand an Êlez war gerhenn Abraham.

Mervel a reas ive an dén pinvidig, hag e oe laket er béz.

23 « O veza e bro an anaon, gwasket gand an tourmanchou, e savas e zaoulagad, hag e welas euz a bell Abraham ha Lazar tostig-tost outañ.

24 Hag eñ da youhal :

— « Abraham, va zad, béz truez ouzin ! Kas Lazar da zouba bég e viz en dour, evid distana din va zeod, rag poaniou kriz a ziwaskan e kreiz an tan-flamm-mañ ».

25 « Respont a reas Abraham :

— « Va mab, béz soñj : resevet ’peus da lod eùrusted e-pad da vuhez, ha Lazar e lod a boaniou. Bremañ, ez eo-eñ frealzet amañ, ha te, gwasket.

26 « Ouspenn-ze, etre c’hwi ha ni, ez eus bet lakeet eun toull-don, kén na hell ket ar re a garfe na tremen a-hann evid mond d’ho kaoud, na tremen alese evid dont d’or haoud ».

27 — « Neuze, va zad, eme an dén pinvidig, goulenn a ran diganit, kas Lazar da di va zad din-me ; 28 pemp breur am-eus, evid rei dezo da houzoud penaoz ema kont amañ, evid ma ne zeuint ket, int-i ive, el leh-mañ a dourmanchou.

29 « Respont a reas Abraham :

— « Bez’ o-deus Moïzez hag ar Brofeted, n’o-deus nemed selaou anezo ».

30 — « N’eo ket, Abraham va zad, eme adarre an dén pinvidig, med, ma teu unan bennag euz a douez ar re varo, e troint ouz Doue ».

31 Respont a reas Abraham dezañ :

— « Ma ne zelaouont na Moïzez, nag ar Brofeted, ha goude ma savfe unan bennag a-douez ar re varo, ne gredfent ket ennañ ».

Gwener

Mz 21, 33-43.45-46

Lavared a ree Jezuz d’ar Veleien-Vraz ha da Re Goz ar Bobl :

33 « Selaouit ar barabolenn-mañ :

« Planta eur winïeg a reas eur penn-tiègèz. Lakaad a reas eur harz en-dro dezi, kleuza enni eur presouar, ha sevel eun tour. Goude-ze, e roas anezi diouz feurm da winierien, hag ez eas da veaji.

34 « Pa zeuas ar mare da gutuill ar rezin, e kasas servicherien d’e winierien evid kaoud diganto frouez ar winieg. 35 Med kregi a reas ar re-mañ en e zervicherien, skei gand unan, laza unan all, ha stlapa mein ouz an trede.

36 « Kas a reas ar penn-tiegez servicherien all c’hoaz, niverusoh eged ar re genta. Ha d’ar re-mañ, e rejont kemend-all.

37 A-benn ar fin, e kasas dezo e vab, en eur lavared :

— « Doujañs o-do ouz va mab ».

38 « Med o weled ar mab, e lavaras ar winierien kenetrezo :

— « An heritour eo hemañ. Deom dehi ! Lazom anezañ, hag e vo an heritaj deom-ni ».

39 « Paka krog a rejont ennañ, taoler anezañ er-mêz euz ar winieg ha laza anezañ.

40 « Ahanta ! Pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d’ar winierien-ze ? »

41 Respont a rejont :

— « Kas a raio an dud fallagr-se d’eur maro kriz ; hag e roio ar winieg diouz feurm da winierien all, ma roio ar re-mañ dezañ ar frouez en o amzer ».

42 Ha Jezuz respont dezo :

— « N’ho-peus ket lennet biskoaz er Skrituriou ? 

Deuet eo ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti,
da veza ar mên-korn :
Kement-se eo labour an Aotrou,
hag eun dra vurzuduz eo evidom
 !

43 Abalamour da-ze, e lavaran deoh : tennet e vo diganeoh Rouantèlèz Doue, evid beza fiziet en eur bobl hag a raio dezi taoler frouez ».

45 O kleved e barabolennou, eh intentas ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, e oa diwar o fenn eo e-noa komzet Jezuz. 46 Klask a rejont tapoud krog ennañ, med aon o-doa, rag an dud a gemere anezañ evid eur profet.

Sadorn 19 a viz Meurz
Gouel-meur Sant Jozef, pried ar Werhez Vari

Mz 1, 16.18-21.24a

16 Tad eo bet Jakob da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz anvet ar Hrist.

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret dezañ Êl an Aotrou.

pe : Lk 2, 41-51a

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.