Euz ar 5 d’an 11 a viz Meurz 2023
1 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann e vreur, hag ez eas ganto en eul leh distro, war lein eur menez uhel.
2 Treuzfurmet e oe dirag o daoulagad ; dond a reas e zremm da veza lugernuz evel an heol, hag e zillad, gwenn-kann evel ar sklêrijenn.
3 Setu ma paras Moizez hag Eliaz dirazo, o komz gantañ. 4 Neuze e lavaras Pèr da Jezuz :
— « Aotrou, kaer eo deom beza amañ. Ma kerez, emaon o vond da zevel amañ teir deltenn, unan evidout, unan all evid Moizez hag e-bén evid Eliaz ».
5 O komz e oa c’hoaz pa zeuas eur goabrenn lugernuz da zispaka e skeud warno, hag euz kreiz ar goabrenn e teu eur vouez o lavared : « Hemañ eo va Mab muia-karet, ennañ e kavan va dudi : selaouit anezañ ! »
6 O kleved kement-se, e kouezas an diskibien, o zal ganto d’an douar, hag e krogas enno eun aon spontuz.
7 Tostaad a reas Jezuz, hag e touchas outo en eur lavared :
— « Savit en ho-sav ! N’it ket da gaoud aon ! »
8 O sevel o daoulagad, ne weljont mui dén e-béd, nemed Jezuz e-unan-penn. 9 En eur ziskenn diwar ar menez, e lavaras frêz Jezuz dezo :
— « Na gomzit da zén euz ar péz ho-peus gwelet, ken na vo savet Mab an dén a-douez ar re varo ».
Lavared a ree Jezuz d’an dud :
36 « Bezit trugarezuz evel m’eo trugarezuz ho Tad.
37 « Na varnit ket, ha ne viot ket barnet.
« Na gondaonit ket, ha ne viot ket kondaonet.
« Pardonit, hag e vo pardonet deoh.
38 « Roit, hag e vo roet deoh : eur muzuliad leun-chouk, stardet, hejet, leun-barr, a vo skuillet deoh en ho tavancher ; rag diouz ar muzul a vuzullit gantañ evid ar re all, e vo muzuliet deoh d’ho tro.
En amzer-ze, e tisplegas Jezuz kement-mañ d’ar bobl ha d’e ziskibien :
2 — « Kelenn a ra ar Skribed hag ar Farizianed diwar gador Voizez. 3 Grit eta, ha mirit kement a lavaront deoh. N’it ket a-vad, da gemer skwer diwar o oberou, rag lavared a reont, ha ne reont ket.
4 « Eren a reont sammou pounner, ha karga anezo war ziouskoaz an dud, med ne fell ket dezo o-unan o diblas gand penn o biz.
5 « Kement a reont a-vad, eo evid beza gwelet gand an dud. Dougenn a reont warno o-unan rubanou ledan-kenañ, warno c’hoaz pennadou-skrid al Lezenn, hag ez eo hir-kenañ ar fleñch euz o mantilli. 6 Plijoud a ra dezo ar plasou a enor er prejou, ar plasou kenta er zinagogennou, 7 beza saludet war ar plasennou, ha beza anvet « rabbi » gand an dud.
8 « C’hwi a-vad, n’it ket da rei deoh an ano a « rabbi », rag n’ho-peus nemed eur mestr evid kelenn ahanoh, hag ez oh breudeur oll.
9 « Na roit da zén war an douar an ano a dad, rag n’ho-peus nemed eun Tad : an hini a zo en neñvou.
10 Na rit ket kennebeud rei deoh an ano a zoktor, rag n’ho-peus nemed eun doktor : ar Hrist.
11 « An hini brasa en ho-touez, ra vo servicher deoh. 12 Piou bennag en em lakaio uhel, a vo izelleet, ha piou bennag en em lakaio izel, a vo uhelleet.
17 O veza war an hent evid mond da Jeruzalem, e kemeras Jezuz an daouzeg en o fart o-unan, hag e-ser bale, e lavaras dezo :
18 — « Setu-ni o vond da Jeruzalem. Lakeet e vo Mab an dén etre daouarn ar Veleien-Vraz hag ar Skribed. Kondaonet e vo d’ar maro ganto, 19 ha lakeet etre daouarn ar bayaned, evid beza goapeet gand ar re-mañ, skourjezet ha staget ouz ar groaz, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».
20 Neuze, e tosteas ouz Jezuz mamm Jakez ha Yann, paotred Zebede, gand he bugale. Stoui a reas dirazañ evid ober outañ eur goulenn.
21 Lavared a reas Jezuz dezi :
— « Petra az-peus c’hoant ? »
Respont a reas :
— « Setu amañ va daou vab : gourhemenn ma vezint azezet, unan en tu dehou dit, hag egile en tu kleiz, en da rouantèlèz ».
22 Respont a reas Jezuz :
— « N’ouzoh ket petra emaoh o houlenn ! Ha gouest oh da eva ar haliriad ez an da eva ? »
— « Ya, emezo, gouest om ! »
23 Ha Jezuz dezo :
— « Va haliriad, eva a reot anezañ, med, beza azezet a-zehou pe a-gleiz din, me n’on ket evid an dra-ze. Roet e vo ar plasou-ze d’ar re e-neus va Zad kempennet anezo evito ».
24 O kleved kement-se, ez eas an dég all droug enno a-eneb an daou vreur.
Med gervel a reas Jezuz anezo, ha lavared dezo :
25 — « Gouzoud a ouezoh e ra renerien ar poblou payan o mistri warno, hag e lak ar pennou-braz-se o galloud da boueza warno.
26 Ganeoh a-vad, ne vo ket kont evel-se. Er hontrol, an hini ahanoh a glask beza braz en ho touez, ra vo ho servicher deoh. 27 Hag an hini ahanoh a glask beza ar henta, a vo sklav deoh.
28 « Evel-se, n’eo ket deuet Mab an Dén evid beza servichet, med evid servicha, ha rei e vuhez evel dasprén evid an dud ».
En amzer-ze e lavare Jezuz d’ar Farizianed :
19 « Bez’ e oa eun dén pinvidig, gwisket gand mezer moug ha lin fin, hag a veze chervad gantañ bemdez.
20 « Bez’ e oa ive eur paour-kêz, Lazar e ano, a veze e toull an nor, war e hourvez, e gorv goloet a houliou. 21 C’hoant e-nefe bet da gavoud e damm boued diwar ar péz a goueze diouz taol an dén pinvidig, med ar chas eo kentoh a zeue da lipad e houliou.
22 « Hogen, mervel a reas ar paour-kêz, hag e oe douget gand an Êlez war gerhenn Abraham.
Mervel a reas ive an dén pinvidig, hag e oe laket er béz.
23 « O veza e bro an anaon, gwasket gand an tourmanchou, e savas e zaoulagad, hag e welas euz a bell Abraham ha Lazar tostig-tost outañ.
24 Hag eñ da youhal :
— « Abraham, va zad, béz truez ouzin ! Kas Lazar da zouba bég e viz en dour, evid distana din va zeod, rag poaniou kriz a ziwaskan e kreiz an tan-flamm-mañ ».
25 « Respont a reas Abraham :
— « Va mab, béz soñj : resevet ’peus da lod eùrusted e-pad da vuhez, ha Lazar e lod a boaniou. Bremañ, ez eo-eñ frealzet amañ, ha te, gwasket.
26 « Ouspenn-ze, etre c’hwi ha ni, ez eus bet lakeet eun toull-don, kén na hell ket ar re a garfe na tremen a-hann evid mond d’ho kaoud, na tremen alese evid dont d’or haoud ».
27 — « Neuze, va zad, eme an dén pinvidig, goulenn a ran diganit, kas Lazar da di va zad din-me ; 28 pemp breur am-eus, evid rei dezo da houzoud penaoz ema kont amañ, evid ma ne zeuint ket, int-i ive, el leh-mañ a dourmanchou.
29 « Respont a reas Abraham :
— « Bez’ o-deus Moïzez hag ar Brofeted, n’o-deus nemed selaou anezo ».
30 — « N’eo ket, Abraham va zad, eme adarre an dén pinvidig, med, ma teu unan bennag euz a douez ar re varo, e troint ouz Doue ».
31 Respont a reas Abraham dezañ :
— « Ma ne zelaouont na Moïzez, nag ar Brofeted, ha goude ma savfe unan bennag a-douez ar re varo, ne gredfent ket ennañ ».
Lavared a ree Jezuz d’ar Veleien-Vraz ha da Re Goz ar Bobl :
33 « Selaouit ar barabolenn-mañ :
« Planta eur winïeg a reas eur penn-tiègèz. Lakaad a reas eur harz en-dro dezi, kleuza enni eur presouar, ha sevel eun tour. Goude-ze, e roas anezi diouz feurm da winierien, hag ez eas da veaji.
34 « Pa zeuas ar mare da gutuill ar rezin, e kasas servicherien d’e winierien evid kaoud diganto frouez ar winieg. 35 Med kregi a reas ar re-mañ en e zervicherien, skei gand unan, laza unan all, ha stlapa mein ouz an trede.
36 « Kas a reas ar penn-tiegez servicherien all c’hoaz, niverusoh eged ar re genta. Ha d’ar re-mañ, e rejont kemend-all.
37 A-benn ar fin, e kasas dezo e vab, en eur lavared :
— « Doujañs o-do ouz va mab ».
38 « Med o weled ar mab, e lavaras ar winierien kenetrezo :
— « An heritour eo hemañ. Deom dehi ! Lazom anezañ, hag e vo an heritaj deom-ni ».
39 « Paka krog a rejont ennañ, taoler anezañ er-mêz euz ar winieg ha laza anezañ.
40 « Ahanta ! Pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d’ar winierien-ze ? »
41 Respont a rejont :
— « Kas a raio an dud fallagr-se d’eur maro kriz ; hag e roio ar winieg diouz feurm da winierien all, ma roio ar re-mañ dezañ ar frouez en o amzer ».
42 Ha Jezuz respont dezo :
— « N’ho-peus ket lennet biskoaz er Skrituriou ?
Deuet eo ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti,
da veza ar mên-korn :
Kement-se eo labour an Aotrou,
hag eun dra vurzuduz eo evidom !
43 Abalamour da-ze, e lavaran deoh : tennet e vo diganeoh Rouantèlèz Doue, evid beza fiziet en eur bobl hag a raio dezi taoler frouez ».
45 O kleved e barabolennou, eh intentas ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, e oa diwar o fenn eo e-noa komzet Jezuz. 46 Klask a rejont tapoud krog ennañ, med aon o-doa, rag an dud a gemere anezañ evid eur profet.
1 Bez’ e veze an oll bublikaned hag an oll beherien o klask mond tost da Jezuz evid selaou anezañ ; 2 grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed, en eur lavared :
— « Digemer vad a ra an dén-ze d’ar beherien, ha drebi ganto ».
3 Neuze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ dezo :
11 — « Eun dén a oa dezañ daou vab. 12 Lavared a reas an hini yaouanka d’e dad :
— « Va zad, ro din ar péz a dle dond din d’am lod ».
« Hag e rannas an tad e oll vadou etrezo o-daou.
13 « Eun nebeud deveziou goude, dastumet gantañ e oll beadra, e kerzas ar mab yaouanka d’eur vro bell, hag eno e foetas e arhant o rén eur vuhez diroll.
14 « Foranet gantañ kement e-noa, e tigouezas eur gernez vraz war ar vro, hag e krogas an diénéz ennañ ive. 15 Hag eñ en hent, ha mond da vevel gand eun dén euz ar vro, hag e oe kaset gand hemañ da ziwall ar moh en e barkeier.
16 « C’hoant a-walh e-nefe bet da garga e gov gand ar hlosou a zebre ar moh, med dén e-béd ne roe anezo dezañ.
17 « Neuze, en em lakeas da zoñjal ennañ e-unan : Nag a vevelien o-deus bara o gwalh e ti va zad, hag emaon-me amañ o vervel gand an naon ! 18 Sevel a rin, ha mond da gaoud va zad, hag e lavarin dezañ : Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a -eneb dit. 19 N’on ket dîn mui da veza anvet da vab. Kemer ahanon evid unan euz da vevelien ».
20 « Sevel a reas eta, ha mond da gaoud e dad.
Pell e oa c’hoaz, pa welas e dad anezañ, hag e oe rannet e galon. Redeg a reas an tad da vriata e vab, ha da bokad dezañ.
21 « Neuze, e lavaras ar mab :
— « Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a-eneb dit. N’on ket dîn mui da veza anvet da vab ».
22 Med lavared a reas an tad d’e vevelien :
— « Buan, it da gerhad kaerra dillad a zo da lakaad en-dro dezañ, gand eur walenn war e viz ha boutou-lèr en e dreid. 23 Digasit al leue lard, ha lazit anezañ. Drebom ha greom fést a joa. 24 Rag va mab amañ hag a oa maro, setu eñ deuet beo en-dro. Kollet e oa, ha setu m’eo kavet ».
« Hag e krogjont da ober fést.
25 «Hogen, bez’ e oa ar mab hena er park. En eur zond d’ar gêr, dre ma tostae ouz an ti, e kleve trouz soniou ha dañsou.
26 Gelver a reas unan euz ar vevelien, hag e houlennas outañ petra a oa o c’hoarvezoud.
27 — « Digouezet eo da vreur, eme ar mevel, ha da dad e-neus lakeet laza al leue lard, o veza m’e-neus kavet anezañ yah ha dibistig ».
28 « Neuze, ez eas ar mab hena e kounnar ruz, ha ne felle ket dezañ mond d’an ti. Rañkoud a reas an tad dond er-mêz da boursu warnañ.
29 Med respont a reas d’e dad :
— « Setu nousped a vloavez a zo emaon en da zervich, hep dizenti ouzit morse, ha gwech e-béd, n’ez-peus roet din-me eur havrig da ober fést gand va mignoned. 30 Med kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit, foetet gantañ da vadou dit gand merhed diroll, ez-peus lakeet laza evitañ al leue lard ».
31 Lavared a reas an tad dezañ :
— « Va mab, te zo dalhmad ganin, ha kement tra am-eus, a zo dit. 32 Med réd e oa ober fést ha beza laouen, rag ar breur-ze dit a oa maro, hag ez eo beo adarre ; kollet e oa, hag ez eo adkavet ».