Euz ar 5 d’an 11 a viz Kerzu 2021
1 Er pemzegved bloavez ma oa Tiber Sezar impalaer, pa vedo Poñs Pilat gouarnour Bro-Judea, Herodez Tetrark Bro-Halilea, Filip, e vreur, Tetrark Bro-Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz Tetrark Bro-Abilen ; 2 pa vedo Anna ha Kaifaz evel Beleien-vraz, neuze e teuas Komz Doue da Yann, mab Zakarïaz, en dezert.
3 Mond ha dond a ree a-dreuz bro ar Stèr-Jordan, en eur brezeg eur vadeziant a jeñch buhez evid pardon ar pehejou, 4 evel m’eo skrivet e leor komzou ar profet Izaïaz :
« Mouez eun den o youhal en dezert :
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« eünit dezañ e wenojennou.
5 « Stanket e vo pép traonienn,
« izelleet e vo pép menez ha pép torgenn,
« eünet e vo an heñchou kamm,
« ha kompezet, ar re digompez.
6 « Hag e welo pép den, silvidigez Doue ».
17 Eun deiz m’edo Jezuz o kelenn, e oa azezet ouz e zelaou Farizianed ha Doktored war al Lezenn, deuet euz oll gêriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha bez’ e oa gantañ galloud an Aotrou da barea ar re glañv.
18 Digouezoud a reas tud o tougenn, war e wele, eun den seizet. Klask a reent e zigas en ti evid e lakaad dirazañ.
19 Ablamour ma oa leun an ti a dud, ne gavent tu e-béd da gas tre an den, hag e pignjont war al leurenn doenn, hag en eur lemel an teol, e tiskennjont anezañ, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.
20 O weled o feiz, e lavaras Jezuz dezañ :
— « Pardonet eo dit da behejou ».
21 En em lakaad a reas ar Skribed hag ar Farizianed da zoñjal enno o-unan :
— « Piou eo hemañ gand e zoñjou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »
22 Med o houzoud petra a oa en o spered, e respontas Jezuz dezo :
— « Perag maga seurt soñjou en ho kalon ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Pardonet eo dit da behejou », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezoh e-neus Mab an Den galloud war an douar da bardoni ar pehejou : « Me ’lavar dit », emezañ d’an den seizet, « sao en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».
25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, e kemeras e wele, hag ez eas d’ar gêr en eur veuli Doue.
26 Kregi a reas ar spont neuze enno oll, hag e veulent Doue. Leun a zoujañs, e lavarent :
— « Traou burzuduz on-eus gwelet hirio ».
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant penndeñved, ha ma teu unan da zianka, daoust ha ne lezo ket an naonteg ha pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini dianket ?
13 « Ha ma teu a-benn d’e gavoud en-dro, e gwirionez m’hel lavar deoh, e-no muioh a joa diwar-benn hennez, eged diwar-benn an naonteg ha pevar-ugent, ha n’int ket bet dianket.
14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en neñv, ez afe da goll hini ebéd euz ar re vihan-ze.
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
Lavared a ree Jezuz d’ar bobl :
11 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez bugale ar gwragez, n’eus ket savet brasoh eged Yann-Vadezour. Koulskoude, brasoh egetañ eo ar bihanna e Rouantèlèz Doue.
12 Abaoe amzer Yann-Vadezour beteg bremañ, e vez gwasket Rouantèlèz an neñvou, ha gand tud taer e vez klasket paka krog enni. 13 Rag an oll brofeted hag al Lezenn o-deus diouganet beteg Yann. 14 Ha m’ho-peus c’hoant da intent gwelloh : eñ eo, end-eün, an Elïaz a zo da zond.
15 An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »
(9 a viz Kerzu, memor Sant Budog, lidet e Eskopti Kemper ha Leon : Mz 16,24-27)
Lavared a ree Jezuz an homzou-mañ d’an dud :
16 « Ouz petra eo heñvel ar rummad tud-mañ ? Heñvel eo ouz bugale, azezet war ar blasenn, o huchal da reou all : 17 Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus deoh gwerziou kañv, ha n’ho-peus ket skoet war ho peultrin.
18 « Deuet eo Yann, o chom héb drebi nag eva, hag e vez lavaret diwar e benn : e dalh an droug-spered ema. 19 Deuet eo Mab an Dén, o trebi hag oh eva, hag e vez lavaret : eul lonteg a zo anezañ, eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien.
Med, anavezet eo bet ar furnez diwar heh oberou ».
10 Goulenn a reas an diskibien ouz Jezuz :
— « Perag eta e lavar ar skribed e rank Elïaz dond da genta ? ».
11 Respont a reas Jezuz :
— « Gwir eo e rank Elïaz dond evid reñka pep tra. 12 Med, m’hel lavar deoh, deuet eo Elïaz dija, ha n’o-deus ket e anavezet, ha greet o-deus dezañ ar pez a garent. Med ema Mab an Dén, eñ ive, o vond da houzañv euz o ferz ».
13 Neuze, eh intentas e ziskibien, e komze dezo euz Yann-Vadezour.