Accueil  -  Eil sizunvez an Azvent (B)

Eil sizunvez an Azvent (B)

Euz an 10 d’ar 16 a viz Kerzu 2023

Eil sul an Azvent (B)

Mk 1, 1-8

1 Penn kenta Kelou Mad Jezuz-Krist, Mab Doue, 2 hervez ar péz a zo skrivet e leor ar profet Izaïaz :

« Setu ma kasan va hannad en da raog :
« kempenn a raio dit an hent.
3 « Mouez an dén o youhal en dezert :
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« eünit dezañ e wenojennou ».

4 Dond a reas Yann ar Badezour war wél en dezert, o prezeg eur vadeziant a binijenn evid kaoud ar pardon euz ar pehejou.

5 Dond a ree d’e gaoud tud euz Bro-Judea a-béz hag oll dud Jeruzalem ; en eur anzao o fehejou e vezent badezet gantañ er Stèr-Jordan.

6 Gwisket e oa Yann gand dillad reun kañval, hag eur gouriz lèr en-dro d’e zargreiz. Mond a ree gantañ killeien-raden ha mél gouez.

7 Embann a ree :

— « Ema o tond war va lerh an hini a zo kreñvoh egedon, ha me n’on ket dîn, en eur blega, da ziskoulma lèrenn e zandalennou.

8 Badezet em-eus-me ahanoh en dour ; badezet e viot gantañ er Spered-Santel ».

Lun

Lk 5, 17-26

17 Eun deiz ma oa Jezuz azezet o kelenn, e oa Farizianed ha doktored war al Lezenn, azezet o selaou anezañ : deuet e oant euz oll gêriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha bez’ e oa gand Jezuz galloud an Aotrou da barea ar re glañv.

18 Digouezoud a reas tud o tougenn, war e wele, eun dén seizet. Klask a reent digas anezañ en ti evid e lakaad dirag Jezuz.

19 Ablamour ma oa leun an ti a dud, ne gavent tu e-béd da gas tre an dén : sevel a rejont war al leurenn-doenn, lemel an teol, ha lakaad anezañ da ziskenn, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.

20 O weled o feiz, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Pardonet eo dit da behejou ».

21 En em lakaad a reas ar Skribed hag ar Farizianed da zoñjal enno o-unan :

— « Piou eo hemañ gand e zoñjou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »

22 Med o houzoud petra a oa en o spered, e respontas Jezuz dezo :

— « Perag maga seurt soñjou en ho kalon ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Pardonet eo dit da behejou », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezot e-neus Mab an Dén galloud war an douar da bardoni ar pehejou :

–- « Lavared a ran dit », emezañ d’an dén seizet, « sao en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».

25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, kemer e wele, ha mond d’ar gêr en eur veuli Doue.

26 Souezet braz e oant oll, hag e veulent Doue. Leun a zoujañs, e lavarent :

— « Traou burzuduz on-eus gwelet hirio ! »

D’an 12 a viz Kerzu, Gouel Sant Kaourantin
lidet e Eskopti Kemper ha Leon

Lk 11, 33-36

En amzer-ze, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

33 « Ne elum dén e-béd eul lamp evid lakaad anezañ en eul leh kuz pe dindan eur pod ; lakeet e vez war eur hantolor, evid ma welo ar re a zeu en ti ar sklêrijenn.

34 « Lamp da gorv eo da lagad. Pa vez glan da lagad, e vez da gorv a-béz ive er sklêrijenn. Med, pa vez fall da lagad, e vez da gorv ive en deñvalijenn. 35 Sell ’ta, ha n’eo ket teñvalijenn, ar sklêrijenn a zo ennout ?

36 « Mar d-ema er sklêrijenn da gorv en e-béz, hep tamm teñvalijenn e-béd, neuze e vo en e-béz er sklêrijenn, evel pa vez al lamp o sklêrijenna ahanout gand e skéd ».

Meurz eil sizunvez an Azvent

Mz 18, 12-14

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant dañvadez, ha ma teu unan da veza kollet, daoust ha ne laosko ket an naonteg ha pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini gollet ?

13 « Ha ma teu a-benn da gavoud anezi en-dro, e gwirionez e lavaran deoh : muioh a joa e-no diwar-benn hounnez, eged diwar-benn an naonteg ha pevar-ugent, ha n’int ket bet kollet.

14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en neñvou, ez afe da goll hini ebéd euz ar re vihan-ze ».

Merher 13 kerzu Santez Lucia, gwerhez ha merzerez

Mz 25, 1-13

Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :

1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.

2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.

5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.

6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :

— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »

7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :

— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».

9 « Respont a reas ar re fur dezo :

— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».

10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :

— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »

12 « Med respont a reas dezo :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».

13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».

Merher

Mz 11, 28-30

En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit va yeo warnoh. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras. 30 Ya, êz eo va yeo, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

(9 a viz Kerzu, memor Sant Budog, lidet e Eskopti Kemper ha Leon : Mz 16,24-27 :

24 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz, ha dond d’am heul. 25 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din, a viro anezi.

26 « Petra a dalvezo d’an dén gounid ar béd oll, ma teu dezañ koll e vuhez ? Ha petra a hello an dén rei evid kavoud e vuhez en-dro ? 27 Rag ema Mab an Dén o tond gand e êlez e gloar e Dad ; neuze e roio da bep hini diouz e oberou ».)

Yaou 14 kerzu Sant Yann a Groaz, beleg ha doktor

Lk 14, 25-33

25 Bez’ e oa eur maread a dud oh ober hent gand Jezuz. Distrei a reas war-zu enno ha lavared dezo :

26 –- « An néb a zeu d’am heul hep kared ahanon muioh eged e dad, e vamm, e wrég, e vugale, e vreudeur ha c’hoarezed, hag e vuhez e-unan zokén, hennez ne hell ket beza diskib din.

27 « An hini ne zoug ket e groaz evid dond d’am heul, ne hell ket beza diskib din ».

28 « Pehini ahanoh, c’hoant dezañ sevel eun tour, ne azez ket da genta da ober ar gont euz ar mizou, da weled ha peadra a-walh e-neus da gas al labour da benn ? 29 Rag ma ra an diazez ha n’eo ket gouest da beurechui e labour, e vo greet goap anezañ gand kement hini a welo anezañ, o lavared : 30 « Setu aze eun dén, staget gantañ da zevel eun tour, ha n’eo ket bet gouest da echui al labour ! »

31 « Pe c’hoaz : Peseurt roue, o vond da ober brezel d’eur roue all, ha ne azez ket da genta, evid gweled ha gouest eo, gand deg mil dén, da zelher penn ouz an hini a zeu dezañ gand ugent mil ? 32 Ma n’eo ket gouest, e-keid ha m’ema egile pell c’hoaz, e kas kannaded d’e gaoud evid goulenn digantañ ober ar peoh.

33 « Evel-se eta, an néb piou bennag ahanoh ha ne zilez ket kement a zo dezañ, ne hell ket beza diskib din ».

Yaou

Mz 11, 11-15

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

11 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez bugale ar gwragez, n’eus ket savet brasoh eged Yann-Vadezour. Koulskoude, brasoh egetañ eo an hini disterra e Rouantèlèz Doue.

12 Abaoe amzer Yann-Vadezour beteg bremañ, e vez eur gwask war Rouantèlèz an neñvou, ha klasket e vez gand an dud taer paka krog enni. 13 Rag embannet eo bet ar Rouantèlèz gand an oll brofeted hag al Lezenn beteg Yann. 14 Ha m’ho-peus c’hoant intent gwelloh : bez’ ez eo Yann an Elïaz a oa da zond.

15 An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

Gwener

Mz 11, 16-19

Lavared a ree Jezuz an homzou-mañ d’an dud :

16 « Ouz petra eo heñvel ar rummad tud-mañ ? Heñvel eo ouz bugale, azezet war ar plasennou, o huchal da reou all : 17 Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus deoh gwerziou kañv, ha n’ho-peus ket skoet war ho peultrin.

18 « Deuet eo Yann, o chom héb debri nag eva, hag e vez lavaret diwar e benn : « E dalh an droug-spered ema ! ». 19 Deuet eo Mab an Dén, o trebi hag oh eva, hag e vez lavaret : « Eul lonteg a zo anezañ, eun ever-gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien ».

Med, anavezet eo bet eo just furnez Doue diwar heh oberou ».

Sadorn

Mz 17, 10-13

10 Goulenn a reas an diskibien ouz Jezuz :

— « Perag eta e lavar ar Skribed e rañk ar profet Elïaz dond da genta ? ».

11 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Dond a raio Elïaz evid lakaad pep tra en e reñk. 12 Med, lavared a ran deoh : deuet eo Elïaz dija, hag e leh anavezoud anezañ, o-deus greet dezañ ar péz a garent. Evel-se ive ema Mab an Dén o vond da veza gwall-gaset ganto ».

13 Neuze, eh intentas e ziskibien, e komze dezo diwar-benn Yann-Vadezour.