Euz an 9 d’ar 15 a viz Mezeven 2024
20 Dond a reas Jezuz d’ar gêr, hag adarre e oa e-leiz a dud war e dro, ken na helle dén drebri eun tamm bara zokén.
21 Pa glevas tud e famill kement-se, e teujont beteg ennañ evid kas anezañ ganto, rag lavared a reent : « Kollet eo e benn gantañ ».
22 Lavared a ree ar Skribed deuet euz Jeruzalem :
— « Bez’ ema Belzeboul ennañ. Dre vestr braz an droug-sperejou eo, e kas kuit an droug-sperejou ».
23 O gelver anezo da zond d’e gaoud, e lavare Jezuz dezo dre barabolennou :
— « Penaoz e hell Satan kas Satan kuit ? 24 Ne hell ket eur rouantèlèz padoud, ma’z eus dizunaniez enni. 25 Ne hell ket eur famill chom en he-zav, ma’z eo dizunanet outi e-unan.
26 « Neuze, mard-eo eta en em zavet Satan a-eneb dezañ e-unan, ha ma ’z eo dizunanet outañ e-unan, n’eo ket evid padoud ; echu eo gantañ ».
27 « Ne hell dén e-béd mond tre e diabarz ti eun dén kreñv, ha laerez e vadou digantañ, nemed ha liammet e-nefe da genta an dén kreñv-ze. Neuze, e hello skrapa e draou.
28 E gwirionez, e lavaran deoh : pardonet e vo d’an dud an oll behejou, hag an oll gomzou dizakr bet lavaret ganto. 29 Méd, ne vo biken pardon e-béd evid an hini e-no komzet dizakr a-eneb ar Spered-Santel. Kabluz a behed eo evid atao ».
30 Evel-se e komze Jezuz, abalamour m’o-doa lavaret ar Skribed : « Bez’ ez eus eur spered hudur ennañ ».
31 Neuze e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chomet e oant er-mêz euz an ti, hag e lakjont goulenn anezañ. 32 Kalz tud avad a oa azezet en-dro dezañ pa oe lavaret dezañ :
— « Setu ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed er-mêz o klask war da lerh ».
33 Hag Eñ da respont dezo :
— « Piou eo va mamm ha piou va breudeur ? »
34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavaras :
35— « Setu va mamm ha va breudeur. An neb a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».
1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.
2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :
3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.
5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.
6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.
7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.
8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.
9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.
10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.
12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou : evel-se eo, eo bet heskinet ar brofeted a zo deuet en ho-raog.
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
7 « Dre ma ’z eot, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.
9 « Na gasit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah evid an hent, na diou vantell, na boutou, na baz, rag ar micherour eo dleet dezañ e voued.
11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma’z eot enno, goulennit piou a zo dîn da zigemer ahanoh, ha chomit eno beteg ma’z eot kuit.
12 « En eur vond tre en ti, saludit an dud a zo o chom ennañ. 13 Mar d-eo dîn an ti-ze, ra ziskenno ho peoh warnañ. Ma n’eo ket dîn avad, ra zistroio ho peoh warnoh ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.
18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.
19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.
21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.
22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.
23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.
25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.
26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :
27 « Klevet ho-peus eo bet lavaret : Na reot ket avoultriez. 28 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a daol sellou a hoantegez war eur vaouez, e-neus dija greet ganti avoultriez en e galon.
29 « Ma kas da lagad dehou ahanout da goueza er pehed, tenn anezañ ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije taolet da gorv a-béz er jehen.
30 « Ha ma kas da zorn dehou ahanout da goueza er pehed, troh anezañ, ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije kaset da gorv a-béz er jehen.
31 « Lavaret ez eus bet ive : Piou bennag a gas kuit e wrég, eo red dezan rei dezi eul lizer a zisparti. 32 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a gas kuit e wrég, nemed hag eur falz-dimezi e vefe, a boulz anezi da ober avoultriez. Hag an hini a zimez d’eur vaouez dilezet, a zo avoultrer.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare deho :
33 « Klevet ho-peus c’hoaz ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne vanki ket d’ar péz az-peus touet ; med ober a ri ar péz az-peus prometet da Zoue. 34 Ahanta ! Lavared a ran deoh chom hep toui e doare e-béd, na dre an neñv rag trôn Doue eo, 35 na dre an douar rag skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem rag Kêr ar Roue braz eo.
36 « Arabad dit kennebeud toui war da benn da-unan, rag n’az-peus ket an disterra galloud war da vleo da zigas anezo gwenn pe zu.
37 « Lavarit hepkén : Ya, mar d-eo ya ! Nann, mar d-eo nann ! Dond a ra ar péz a vez lavaret ouspenn a-berz an droug-spered ».