Euz ar 17 d’an 23 a viz Gouere 2022
38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.
39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :
— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».
41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :
— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».
38 Lavared a reas lod euz ar skribed hag euz ar Farizianed da Jezuz :
— « Mestr, ni a garfe gweled eur zîn euz da berz ».
39 Respont a reas dezo :
— « Eur zîn a houlenn ar rummad droug hag avoultrer-mañ ; med sîn all e-béd ne vo roet dezañ, nemed sîn ar profet Jonaz. 40 « Rag, evel m’eo chomet Jonaz e kov ar pésk braz e-pad tri devez ha teir nozvez, evel-se e chomo Mab an Dén e korv an douar e-pad tri devez ha teir nozvez.
41 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegennou Jonaz, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Jonaz.
42 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreisteiz war eun dro gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo, rag deuet eo euz penn pella an douar da zelaou furnez Salomon, ha setu ma ’z eus amañ muioh eged Salomon ».
46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.
47 Dond a reer da lavared dezañ :
— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».
48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :
— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »
49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :
— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».
1 En devez-se, eet er-mêz euz an ti, e oa Jezuz azezet war vord ar mor. 2 Kement a dud a zeuas en-dro dezañ ma savas en eur vag, hag eh azezas enni ; hag e oa an oll dud war an aot. 3 Kentelia a reas anezo war kalz a draou dre barabolennou :
4 — « Setu an hader o vond da hada. E-pad ma oa oh hada, e kouez greun a-hed an hent. Deuet al laboused, hag eet ar greun ganto.
5 « Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar. Diwan a ra an had raktal, o veza ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.
7 « Kouez a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Kreski a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo.
8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha dougen frouez : kant, tri-ugent, tregont evid unan.
9 « An hini e-neus diskouarn, ra glevo ! »
10 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, ha goulenn outañ :
— « Perag e komzez d’an dud dre barabolennou ? »
11 — « Deoh-c’hwi, emezañ, eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz an neñv, med d’ar re-mañ n’eo ket. 12 Roet e vo d’an neb e-neus, hag e vo puill-puill ar péz e-no ; an hini n’e-neus ket, e vo dilamet digantañ ar péz e-neus zokén. 13 Ma komzan dezo dre barabolennou, eo abalamour ma welont hep gweled, ha ma klevont hep kleved nag intent.
14 « Evel-se, e teu da wir evito komzou ar profet Izaïaz :
« Kaer ho-po kleved, ne intentot ket,
« kaer ho-po selled, ne welot ket.
15 « Poud eo deuet da veza spered an dud-se,
« stanket o-deus o diskouarn,
« serret o-deus o daoulagad,
« gand aon na zeufe o daoulagad da weled,
« o diskouarn da gleved,
« o spered da intent,
« o halon da drei ouz Doue,
« – hag e vint pareet ganin ».
16 « Evidoh-c’hwi, eüruz ho taoulagad, peogwir e welont, ho tiskouarn, peogwir e klevont. 17 E gwirionez, e lavaran deoh : c’hoant o-deus bet kalz a brofeted hag a dud santel da weled ar péz a welit, ha n’o-deus ket gwelet, da gleved ar péz a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».
Goude maro Jezuz, 1 d’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez a Mari-Madalen d’ar béz, hag e wél ar mên lamet kuit diwar ar béz.
11 Bez’ e oa en he zav er mêz, e-kichenn ar béz, hag e oa o ouela. E sèr gouela, e soublas war-zu ar béz. 12 Gweled a ra daou Êl, gwisket e gwenn, azezet el leh ma oa bet astennet korv Jezuz, unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.
Lavared a reont dezi :
13 — « Maouez, perag emaout o ouela ? »
Respont a ra dezo :
— « Kaset o-deus kuit va Aotrou, ha ne ouezan ket e-peleh eo bet lakeet ».
14 En eur gomz evel-se, e troas war-dreñv, hag e wélas Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.
15 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Maouez, perag emaout o ouela ? Piou emaout o klask ? »
O veza ma kave dezi e oa al liorzour, e lavaras dezañ :
— « M’az-peus-te kaset anezañ ganit, lavar din e-peleh az-peus lakeet anezañ, hag ez in-me da gerhad anezañ ».
16 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Mariam ! »
Distrei a ra-hi ha lavared en hebreeg :
— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».
17 Lavared a ra Jezuz dezi :
— « Arabad dit derhel krog ennon, rag n’on ket savet c’hoaz etrezeg va Zad. Kee da gaoud va breudeur, ha lavar dezo : « Sevel a ran etrezeg va Zad hag ho Tad, etrezeg va Doue hag ho Toue ».
18 Mond a ra Mari-Madalen eta da rei da houzoud d’an diskibien :
— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha kement-mañ eo bet lavaret din gantañ ».
31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag da houlenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :
— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».
33 Respont a reas dezo :
— « Piou eo va mamm ? Ha piou va breudeur ? »
34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :
35 — « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».