Accueil  -  C’hwehved sizunvez war ar bloaz C

C’hwehved sizunvez war ar bloaz C

Euz ar 16 d’an 22 a viz C’hwevrer 2025

C’hwehved sul war ar bloaz

Lk 6, 17.20-26 (C)

17 Chomet e oa Jezuz a-zav en eur gompezenn, gand e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

Chomet e oa Jezuz a-zav er gompezenn, hag e oa e-leiz a dud en-dro dezañ.

20 Neuze, o sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras :

— « Eüruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.

21 « Eüruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ, rag ho kwalh a vo roet deoh.

« Eüruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ, rag c’hoarzin a reot.

22 « Eüruz e vezit, p’o-devez an dud kas ouzoh, pa lakeont ahanoh er-mêz, pa ’z eo dismegañset ha distaolet hoh ano evel disprizuz, abalamour da Vab an Dén.

23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñv.

« Evel-se ive, e ree o zadou-koz d’ar brofeted ».

24 « Med gwaz-a-ze deoh, tud pinvidig, rag bez’ ho-peus dija ho frealzidigez !

25 « Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon ! Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag a zo o c’hoarzin bremañ, rag doan ha daelou a vo ho lod !

26 « Gwaz-a-ze deoh, pa vez an oll dud o komz brao diwar ho penn ! Rag evel-se e ree o zadou-koz d’ar falz-profeted ».

Lun

Mk 8, 11-13

11 En em gaoud a reas ar Farizianed, hag e krogas an tabut etrezo ha Jezuz. Klask a rejont, evid lakaad anezañ diêz, kaoud digantañ eur zîn euz an neñv.

12 Goude beza tennet e alan e-pad hir amzer, e lavaras Jezuz :

— « Perag ema ar rummad tud-mañ o klask kaoud eur zîn ? Lavared a ran deoh e gwirionez : ne vo roet sîn e-béd d’ar rummad-mañ ».

13 Kuitaad a reas anezo, sevel er vag en-dro, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

Meurz

Mk 8, 14-21

14 Ankounaheet e oa bet gand an diskibien kas bara ganto, ha ne oa nemed eur varaenn hepkén er vag ganto. 15 Rei a reas Jezuz an ali-mañ dezo :

— « Bezit war evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ouz goell Herodez ».

16 Med ar gaoz a oa etrezo diwar-benn an defot a vara. 17 O houzoud kement-se, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag e chomit keid-all da gaozeal etrezoh dre ma n’ho-peus ket a vara ? Ne intentit ket ? N’ema ket o skiant vad ganeoh c’hoaz ? Daoust ha kaledet e vefe ho kalon ? 18 Daoulagad ho-peus, ha ne welit ket ? Diskouarn ho-peus, ha ne glevit ket ? Ha n’ho-peus ket soñj ken ? 19 Pa ’m-eus torret ar pemp baraenn evid pemp mil dén, péd panerad a vara chomet en dilerh ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Daouzeg, emezo.

20— « Ha pa ’m-eus torret ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, péd panerad ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Seiz », emezo.

21 Hag e lavaras dezo :

— « Ha ne intentit ket c’hoaz ? »

Merher

Mk 8, 22-26

22 Digouezoud a reas Jezuz hag e ziskibien e Betsaid. Digaset e oe dezañ eun dén dall, hag e oe pedet da douch outañ.

23 Kregi a reas Jezuz e dorn an dén dall, ha mond gantañ er-mêz euz ar gêriadenn. Halo a lakeas war e zaoulagad, hag astenn a reas e zaouarn warnañ. Goulenn a ree outañ :

— « Ha gweled a rez eun dra bennag ? »

24 O sevel e zaoulagad, e lavaras an dén :

— « Gweled a ran an dud : heñvel int ouz gwéz o vale ».

25 Neuze e lakeas Jezuz e zaouarn, en-dro, war daoulagad an dén, hag hemañ a wélas sklêr. Pareet e oa, hag e wele frêz pep tra.

26 Kas a reas Jezuz anezañ war hent e di, en eur lavared dezañ :

— « Kee en da di, hep mond tre er vourhadenn, hag hep lavared grik da zén ».

Yaou

Mk 8, 27-33

27 Mond a reas Jezuz, e ziskibien asamblez gantañ, etrezeg ar hêriadennou tostig-tost da Zezare-Filip. En hent, e reas ar goulenn-mañ ouz e ziskibien :

— « Hervez an dud, piou on-me ? »

28 Respont a rejont dezañ :

— « Yann-Vadezour ; evid lod all, Eliaz ; evid lod all c’hoaz, unan euz ar brofeted ».

29 Hag e houlennas outo :

–- « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh-c’hwi, piou ez on-me ? »

Lavared a reas Pèr dezañ :

— « Ar Hrist ez out-te ! »

30 Neuze e roas urz dezo chom hep komz da zén diwar e benn.

31 Neuze e stagas da gelenn dezo e rañke Mab an Dén gouzañv kalz, beza dianzavet gand ar Re-Goz, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha tri devez goude, adsevel da veo.

32 Ha frêz e lavare kement-se dezo. Neuze, e tennas Pèr anezañ a-gostez, hag e stagas da ober rebechou taer dezañ.

33 Med distrei a reas Jezuz, hag o weled e ziskibien, e hourdrouzas Pèr, en eur lavared :

— « Kee a-dreñv-din, Satan, rag n’ema ket skiant Doue ganit, skiant an dud ne lavaran ket ».

Gwener

Mk 8, 34-9, 1

34 Gervel a reas Jezuz an dud hag e ziskibien da zond d’e gaoud, hag e lavaras dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz ha dond d’am heul. 35 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel, a zaveteio anezi.

36 Petra a dalv d’an dén gounid ar béd a-béz diwar goust e vuhez ? 37 Petra a hellfe rei eun dén e-skoaz e vuhez ? 38 Rag m’e-neus unan bennag méz ahanon hag euz va homzou, e-touez ar rummad-mañ a dud avoultrer ha peher, e-no méz ive Mab an Dén anezañ, pa zeuio e gloar e Dad gand an êlez santel ».

9. 1 Hag e lavare dezo :

— « E gwirionez e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, ez eus lod ha ne varvint ket a-raog beza gwelet Rouantèlèz Doue o tond gand galloud ».

Sadorn 22 a viz C’hwevrer
Gouel Kador Sant Pèr

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15 Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».