Accueil  -  C’hwehved sizunvez war ar bloaz (A)

C’hwehved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 12 d’an 18 a viz C’hwevrer 2023

C’hwehved sul war ar bloaz

Mz 5, 17-37 (A)

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.

18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

27 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : Na reot ket avoultriez. 28 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a daol sellou a hoantegez war eur vaouez, e-neus dija greet ganti avoultriez en e galon.

29 « Ma kas da lagad dehou ahanout da goueza er pehed, tenn anezañ ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije taolet da gorv a-béz er jehen.

30 « Ha ma kas da zorn dehou ahanout da goueza er pehed, troh anezañ, ha stlap anezañ pell diouzit. Rag gwelloh eo dit koll unan hepken euz da izili, eged ma vije kaset da gorv a-béz er jehen.

31 « Lavaret ez eus bet ive : Piou bennag a gas kuit e wrég, eo red dezan rei dezi eul lizer a zisparti. 32 Ahanta ! Lavared a ran-me deoh : Kement hini a gas kuit e wrég, nemed hag eur falz-dimezi e vefe, a boulz anezi da ober avoultriez. Hag an hini a zimez d’eur vaouez dilezet, a zo avoultrer.

33 « Klevet ho-peus c’hoaz ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne vanki ket d’ar péz az-peus touet ; med ober a ri ar péz az-peus prometet da Zoue. 34 Ahanta ! Lavared a ran deoh chom hep toui e doare e-béd, na dre an neñv rag trôn Doue eo, 35 na dre an douar rag skabell e dreid eo, na dre Jeruzalem rag Kêr ar Roue braz eo.

36 « Arabad dit kennebeud toui war da benn da-unan, rag n’az-peus ket an disterra galloud war da vleo da zigas anezo gwenn pe zu.

37 « Lavarit hepkén : Ya, mar d-eo ya ! Nann, mar d-eo nann ! Dond a ra ar péz a vez lavaret ouspenn a-berz an droug-spered ».

Lun

Mk 8, 11-13

11 En em gaoud a reas ar Farizianed, hag e krogas an tabut etrezo ha Jezuz. Klask a rejont, evid lakaad anezañ diêz, kaoud digantañ eur zîn euz an neñv.

12 Goude beza tennet e alan e-pad hir amzer, e lavaras Jezuz :

— « Perag ema ar rummad tud-mañ o klask kaoud eur zîn ? Lavared a ran deoh e gwirionez : ne vo roet sîn e-béd d’ar rummad-mañ ».

13 Kuitaad a reas anezo, sevel er vag en-dro, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

Meurz 14 a viz C’hwevrer
Sant Kiril, manah, ha Sant Metod, eskob,
kenbatroned Europa. Gouel

Lk 10, 1-9

1 Goude beza dibabet daouzeg ha tri-ugent euz e ziskibien, e kasas Jezuz anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr hag e kement leh m’e-noa e-unan da vond.

2 Hag e lavaras dezo :

— « Braz eo an eost, med mederien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso labourerien d’e eost.

3 « It en hent ! Setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na boutou.

Na jomit ket en hent da gonta ar gaoz gand dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : « Peoh d’an ti-mañ ! » 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti, o trebi hag oh eva euz ar péz a vo kinniget deoh, rag gounid a ra al labourer e zevez. Arabad deoh mond euz eun ti d’eun all.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh, 9 roit ar pare d’ar re glañv a vo eno, ha lavarit d’an dud : «Tosteet eo ouzoh Rouantèlèz Doue ».

Merher

Mk 8, 22-26

22 Digouezoud a reas Jezuz hag e ziskibien e Betsaid. Digaset e oe dezañ eun dén dall, hag e oe pedet da douch outañ.

23 Kregi a reas Jezuz e dorn an dén dall, ha mond gantañ er-mêz euz ar gêriadenn. Halo a lakeas war e zaoulagad, hag astenn a reas e zaouarn warnañ. Goulenn a ree outañ :

— « Ha gweled a rez eun dra bennag ? »

24 O sevel e zaoulagad, e lavaras an dén :

— « Gweled a ran an dud : heñvel int ouz gwéz o vale ».

25 Neuze e lakeas Jezuz e zaouarn, en-dro, war daoulagad an dén, hag hemañ a wélas sklêr. Pareet e oa, hag e wele frêz pep tra.

26 Kas a reas Jezuz anezañ war hent e di, en eur lavared dezañ :

— « Kee en da di, hep mond tre er vourhadenn, hag hep lavared grik da zén ».

Yaou

Mk 8, 27-33

27 Mond a reas Jezuz, e ziskibien asamblez gantañ, etrezeg ar hêriadennou tostig-tost da Zezare-Filip. En hent, e reas ar goulenn-mañ ouz e ziskibien :

— « Hervez an dud, piou on-me ? »

28 Respont a rejont dezañ :

— « Yann-Vadezour ; evid lod all, Eliaz ; evid lod all c’hoaz, unan euz ar brofeted ».

29 Hag e houlennas outo :

–- « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh-c’hwi, piou ez on-me ? »

Lavared a reas Pèr dezañ :

— « Ar Hrist ez out-te ! »

30 Neuze e roas urz dezo chom hep komz da zén diwar e benn.

31 Neuze e stagas da gelenn dezo e rañke Mab an Dén gouzañv kalz, beza dianzavet gand ar Re-Goz, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha tri devez goude, adsevel da veo.

32 Ha frêz e lavare kement-se dezo. Neuze, e tennas Pèr anezañ a-gostez, hag e stagas da ober rebechou taer dezañ.

33 Med distrei a reas Jezuz, hag o weled e ziskibien, e hourdrouzas Pèr, en eur lavared :

— « Kee a-dreñv-din, Satan, rag n’ema ket skiant Doue ganit, skiant an dud ne lavaran ket ».

Gwener

Mk 8, 34-9, 1

34 Gervel a reas Jezuz an dud hag e ziskibien da zond d’e gaoud, hag e lavaras dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz ha dond d’am heul. 35 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel, a zaveteio anezi.

36 Petra a dalv d’an dén gounid ar béd a-béz diwar goust e vuhez ? 37 Petra a hellfe rei eun dén e-skoaz e vuhez ? 38 Rag m’e-neus unan bennag méz ahanon hag euz va homzou, e-touez ar rummad-mañ a dud avoultrer ha peher, e-no méz ive Mab an Dén anezañ, pa zeuio e gloar e Dad gand an êlez santel ».

9. 1 Hag e lavare dezo :

— « E gwirionez e lavaran deoh : e-touez an dud a zo amañ, ez eus lod ha ne varvint ket a-raog beza gwelet Rouantèlèz Doue o tond gand galloud ».

Sadorn

Mk 9, 2-13

2 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e kasas anezo, int-i nemetkén, a-gostez war eur menez uhel. Hag e oe treuzfurmet dirazo.

3 Dond a reas e zillad da veza gwenn-kann, ken gwenn ma ne hell kanner e-béd war an douar kanna evel-se.

4 Dirazo e weljont Eliaz ha Moizez o komz gand Jezuz. Neuze, e lavaras Pèr da Jezuz :

–- 5 « Mestr, eun dra gaer eo deom beza amañ ! Savom eta teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez hag unan evid Eliaz ».

6 Evid gwir, ne ouie ket Pèr petra a lavare, ken spontet ma oant. 7 Dond a reas eur goabrenn da ober skeud warno, hag euz ar goabrenn e teuas eur vouez o lavared :

— « Hemañ eo va Mab muia-karet, selaouit anezañ ».

8 Kerkent, en eur zelled en-dro dezo, ne weljont dén all e-béd, nemed Jezuz e-unan penn ganto.

9 En eur ziskenn diwar ar menez, e tifennas Jezuz outo ranna gér da zén euz ar péz o-doa gwelet, nemed pa vefe bet savet Mab an Dén a-douez ar re varo.

10 Senti a rejont ouz an urz-se, en eur houlenn kenetrezo petra e-noa c’hoant da lavared gand : « Sevel a-douez ar re varo ».

11 Neuze e houlennjont outañ :

— « Perag e lavar ar Skribed e rañk Eliaz dond da genta ? »

12 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ya, red eo da Eliaz dond da genta evid lakaad pep tra en e stad en dro. Med perag neuze ez eus bet skrivet diwar-benn Mab an Dén, e rañko gouzañv garo ha beza disprijet ? 13 « Ahanta ! Lavared a ran deoh : deuet eo dija Eliaz, hag o-deus greet dezañ kement a garent, hervez m’eo skrivet diwar e benn ».