Pedennou all

ME ’ANZAO DIRAG DOUE / Je confesse à Dieu

E penn-kentañ an oferenn, ec’h anzavomp dirak Doue ez omp pec’herien. Goulen a reomp sikour ar Werc’hez Vari hag an holl sent, deomp da gaout ar pardon digant Doue.

Me ’anzao dirag Doue oll-c’halloudeg,
ha dirazoc’h, va breudeur,
am-eus pehet braz dre zoñj, dre gomz,
dre ober ha dre jom héb ober.
Rag-se e c’houlennan digand ar Werhez Vari,
an êlez hag an oll zent,
ha diganeoc’h, va breudeur,
pedi Doue evidon.
Plijet gant Doue oll-c’halloudeg
kaoud trugarez ouzom,
pardoni deom or pehejou
ha kas ahanomp d’ar vuez peurbaduz.
Amen.

Je confesse à Dieu tout-puissant,
je reconnais devant mes frères,
que j’ai péché en pensée, en parole,
par action et par omission.
Oui, j’ai vraiment péché,
c'est pourquoi je supplie la Vierge Marie,
les anges et tous les saints,
et vous aussi, mes frères,
de prier pour moi le Seigneur notre Dieu.
Que Dieu tout-puissant
nous fasse miséricorde ;
qu’il nous pardonne nos péchés
et nous conduise à la vie éternelle.
Amen.

AKT A FEIZ

Ma Doue, me gred stard
en oll gwirioneziou ho peus disklêriet,
hag a gelenez deom dre an Iliz,
abalamour ma ’z oc’h ar wirionez hec’h-unan, ha ne c’hellit na fazia nag on lakaat da fazia.

Mon Dieu, je crois fermement
toutes les vérités que tu as révélées
et que tu nous enseignes par ton Eglise,
parce que tu ne peux ni te tromper,
ni nous tromper.

AKT A ESPERAÑS

Ma Doue,
esperoud a ran gand eur fiziañs stard
e roï deom,
dre veritou Jezuz Krist,
ho kras er béd-mañ
ha, ma talc’han d’ho kourhemennou,
an eürusted peurbadel er béd all,
abalamour ho peus her prometet
ha ne zislarit ket ho komzou.

Mon Dieu,
j’espère avec une ferme confiance
que tu nous donneras,
par les mérites de Jésus-Christ,
ta grâce en ce monde
et, si j’observe tes commandements,
le bonheur éternel dans l’autre,
parce que tu l’as promis
et que tu tiens toujours tes promesses.

AKT A GARANTEZ

Ma Doue, me ho kar a-greiz kalon
dreist kement tra ’zo,
Abalamour ma ’z oc’h ar vadelez hec’h-unan ;
me ’gar ivez va nesa eveldon va-unan
abalamour d’ho karantez.

Mon Dieu, je t’aime de tout mon cœur
et par-dessus toutes choses,
parce que tu es infiniment bon,
infiniment aimable,
et j’aime mon prochain comme moi-même
pour l’amour de toi.

AKT A GONTRISION

Ma Doue, pec’het am-eus a-eneb deoc’h
hag a-eneb d’am breudeur ;
med diganeoc’h e teu ar pardon.
Digemerit eta ma c’heuz,
ha roit din an nerz
da veva hervez ho karantez.

Mon Dieu, j’ai péché contre toi
et contre mes frères,
mais près de toi je trouve le pardon.
Accueille mon repentir,
et donne-moi la force
de vivre selon ton amour.

 

HENT AR GROAZ

Kenta stasion : Jezuz barnet d’ar maro.
Heb beza kavet gwir abeg ebed evid e lakaad d’ar maro, o-deus goulennet digand Pilat lakaad laza anezañ. Ob 13,28
Eil stasion : Jezuz a zamm e groaz.
An hini ne zoug ket e groaz ha ne zeu ket d’am heul ne hell ket beza diskibl din. Lk 14,27
3ved stasion : Jezuz a gouez evid ar wech kenta.
Ma kouez, ne vo ket diskaret oll, rag an Aotrou a zalh e zorn. Salmou 36 (37),24
4ved stasion : Jezuz a ’n em gav e vamm Zantel.
E vamm a vire an oll draou-ze en he halon. Lk 2,52
5ved stasion : Simon a Ziren a zikour Jezuz da zougen e groaz.
Er poaniou a houzañvan evidoh e kavan bremañ va levenez, hag ar pez a jom da houzañv evid peurleunia trubuillou Jezuz Krist, eo a zougan em horv va-unan evid e gorv dezañ, da lavared eo an lliz. Kol 1,24
6ved stasion : Veronik a zec’h e vizaj da Jezuz.
Eñ eo ar skeudenn euz an Doue na weler ket. Kol 1,15
7ved stasion : Jezuz a gouez evid an eil gwech.
Dilezet e-neus peb tra, kemeret gantañ ar stad a sklav, o tenna da stad an dud ha, diouz e zoare anavezet evel eun den. En em izelleet e-neus, o tond da veza sentuz beteg mervel ha mervel war eur groaz. Fil 2,7-8
8ved stasion : Merhed Jeruzalem o leñva war Jezuz.
Merhed Jeruzalem, na ouelit ket warnon-me ; gouelit kentoh warnoh hoh-unan ha war ho pugale ! Lk 23,28
9ved stasion : Jezuz a gouez evid an trede gwech.
Piou a zo heñvel ouz an Aotrou on Doue ?... Adsevel a ra an ezommeg euz ar boultrenn, diwar an teil e sao ar bobl. Salm 112 (113),5.7
10ved stasion : Jezuz tennet e zillad digantañ.
Ar re a wel ahanon a zo ganto komzou trenk, c’hoarzin goap a reont hag heja o ’fenn… Lodenna ’reont va dillad etrezo, ha war va gwiskamant e tennont plouz. Salm 21 (22),8.19
11ved stasion : Jezuz staget ouz ar groaz.
Ha me, pa vezin savet uhel diouz an douar, me a zacho an oll davedon. Yn 12,32
12ved stasion : Jezuz a varv war  ar groaz.
Va Doue, va Doue, perag az-peus va dilezet ? Mk 15,34
13ved stasion : Jezuz a zo diskennet euz ar groaz et remis à sa mère.
En distro d’e boaniou, e welo ar sklêrijenn, ha madou e-no e walc’h. Is 53,11
14ved stasion : Jezuz a zo lakeet er bez.
Ar hreunenn winiz taolet en douar, ma ne varv ket, ne zoug netra. Yn 12,24

PEDENN SANT BERNEZ DA VARI

Bezit soñj,
o Gwerhez Vari ken trugarezuz,
N’eo bet morse klevet
e vefe bet dilezet
hini ebed euz ar re o-deus en em erbedet
ouz ho kwarez,
pe goulennet ho skoazell,
pe azgoulennet ho pedenn.
Kreñv gand ar fiziañz-se,
O Gwerhez ar gwerhezed, o va mamm,
e teuan beteg ennoc’h,
hag o klemm dindan pouez va fehejou,
e stouan e-harz ho treid.
O Mamm ar Gomz en em c’hreet den,
na zisprizit ket va fedennou,
med selaouit anezo a-vad
ha plijet ganeoc’h o zeveni. Amen.

Souvenez-vous
ô très miséricordieuse Vierge Marie,
qu’on n’a jamais entendu dire
qu’aucun de ceux qui ont eu recours
à votre protection,
imploré votre assistance
ou réclamé vos suffrages,
ait été abandonné.
Animé de cette confiance,
ô Vierge des vierges, ô ma mère,
je viens vers vous,
et gémissant sous le poids de mes péchés,
je me prosterne à vos pieds.
O Mère du Verbe incarné,
ne méprisez pas mes prières,
mais écoutez-les favorablement
et daignez les exaucer. Amen.

 

DINDAN HO KWAREZ (Sub tuum praesidium)

Ar gosa pedenn da Vari (araog ar bloaz 300)

Dindan ho kwarez ec’h en em dennom,
Santez Mamm da Zoue !
Na zisprizit ket or pedennou en on dienez,
med a beb dañjer, on dilivrit,
O bepred Gwerhez, gloriuz ha benniget !

Sous ta garde, nous nous réfugions,
Sainte Mère de Dieu !
Ne méprise pas nos prières dans nos détresses,
mais de tout dangers, délivre-nous
O toujours Vierge, glorieuse et bénie !

PEDENN L. DE GRANDMAISON DA VARI

Santez Mari, Mamm da Zoue,
Mirit ennon eur galon a vugel,
glan ha treuzweluz ’vel eun eienenn.
Grit din kaoud eur galon eeun,
ha ne zaour ket an tristidigeziou :
eur galon dreist d’en em rei,
téner da druezi ;
eur galon feal ha brokuz,
ha n’ankounac’ha mad ebed
ha ne zalc’h drougrañs euz droug ebed.
Grit din eur galon dous hag izel,
o kared heb goulenn en-dro,
laouen o steuzia en eur galon all
dirag ho Mab divin (doueel) ;
eur galon ledan ha dizoñv,
ha ne gloz dirag dizanaoudegez ebed,
ha ne skuiz dirag dizeblanted ebed ;
eur galon chalet gand gloar Jezuz-Krist,
gloazet gand e garantez
gand eur gouli ha ne barefe nemed er baradoz.

(L.de Grandmaison, sj.)

Sainte Marie, Mère de Dieu,
gardez-moi un cœur d’enfant,
pur et transparent comme une source.
Obtenez-moi un cœur simple,
qui ne savoure pas les tristesses :
un cœur magnifique à se donner,
tendre à la compassion ;
un cœur fidèle et généreux,
qui n’oublie aucun bien et ne tienne rancune d’aucun mal.
Faites-moi un cœur doux et humble,
aimant sans demander de retour,
joyeux de s’effacer dans un autre cœur
devant votre divin Fils ;
un cœur grand et indomptable,
qu’aucune ingratitude ne ferme,
qu’aucune indifférence ne lasse ;
un cœur tourmenté de la gloire de Jésus-Christ,
blessé de son amour
et dont la plaie ne guérisse qu’au ciel.

 

PEDENN AN TAD A FOUCAULD

Va Zad,
En em rei a ran deoh,
Grit ahanon ar pez a blijo deoh.
Forz petra a rafeh ahanon,
E trugarekaan ahanoh ;
Prest on da beb tra,
Digemered a ran peb tra.
Gand m’en em raio ho polontez ennon,
En hoh oll grouadurien ;
Ne fell din netra all, va Doue.
Lakaad a ran va ene etre ho taouarn,
E rei a ran deoh, va Doue,
Gand oll garantez va halon.
O veza ma karan ahanoh
Ha ma ’z eo din eun ezomm a garantez
En em rei
Hag en em lakaad etre ho taouam heb muzul
Gand eur fiziañs vraz meurbed
Peogwir ez oh va Zad.

Mon Père,
Je m’abandonne à toi,
Fais de moi ce qu’il te plaira.
Quoi que tu fasses de moi,
Je te remercie.
Je suis prét à tout,
J’accepte tout.
Pourvu que ta volonté se fasse en moi,
En toutes tes créatures,
Je ne désire rien d’autre, mon Dieu.
Je remets mon âme entre tes mains,
Je te la donne, mon Dieu,
Avec tout l’amour de mon coeur,
Parce que je t’aime,
Et que ce m’est un besoin d’amour
De me donner
De me remettre entre tes mains sans mesure
Avec une infinie confiance
car tu es mon Père.

 

PEDENN AR MAMM TEREZA

Jezuz,
va daouarn a fell dit da dremen an devez-man
o sikour ar re baour hag ar re glañv o-deus ezomm :
Aotrou, hirio e roan dit va daouarn.
Aotrou,
va zreid a fell dit da dremen an devez-mañ
o weladenni ar re o-deus ezomm eur mignon :
Aotrou, hirio e roan dit va zreid.
Aotrou,
va mouez a fell dit da dremen an devez-mañ
o komz gand ar re o-deus ezomm komzou a garantez :
Aotrou, hirio e roan dit va mouez.
Aotrou,
va c’halon a fell dit da dremen an devez-mañ
o kared peb den
hepkén peogwir eo eun den :
Aotrou, hirio e roan dit va c’halon. »

Jésus,
tu veux mes mains pour passer cette journée
à aider les pauvres et les malades qui en ont besoin :
Seigneur, aujourd’hui, je te donne mes mains.
Seigneur,
tu veux mes pieds pour passer cette journée
à visiter ceux qui ont besoin d’un ami :
Seigneur, aujourd’hui, je te donne mes pieds.
Seigneur,
tu veux ma voix pour passer cette journée
à parler avec ceux qui ont besoin de paroles d’amour :
Seigneur, je te donne aujourd’hui ma voix.
Seigneur,
tu veux mon coeur pour passer cette journée
à aimer chaque homme
uniquement parce que c’est un homme :
Seigneur, je te donne aujourd’hui mon cœur.»

(Bse Mère Teresa de Calcutta,1910-1997,
Pensées spirituelles, Mediaspaul, 2000)

PEDENN DAG HAMMARDKJOLD

Ra vo santellet hoc’h ano – nann va hini.
Ho rouantelez deuet deom – nann va hini.
Ho polontez bezet greet – nann va hini.
C’hwi hag a zo dreist deom,
C’hwi hag a zo unan ahanom,
C’hwi hag a zo ive ennom.
Ra c’hello an oll ho kweled – ennon-me ive,
Ra c’hellin prepar hoc’h hent,
Ra c’hellin ho trugarekaad,
Evid kement a vo roet din,
Ra c’hellin ive nompaz ankounac’haad
Ezommou ar re all,
Dalhit ahanon en ho karantez
’Vel ma fello deoc’h e vefe dalhet an oll em hini.

(Dag Hammardkjold
Sekretour meur an ONU euz 1953 da 1961)

 Que Ton nom soit sanctifié – non le mien.
Que Ton règne vienne – non le mien.
Que ta volonté soit faite – non la mienne.
Toi qui es au-dessus de nous,
Toi qui es l’un de nous,
Toi qui es aussi en nous.
Que tous, puissent Te voir – en moi aussi,
Que je puisse préparer Ta voie,
Que je puisse Te rendre grâces,
Pour tout ce qui me sera donné,
Que je puisse aussi ne pas oublier
Les besoins des autres,
Garde-moi dans Ton amour
comme Tu voudras que tous soient gardés dans le mien.