Kredo

Kredo “an Ebestel”

Me ’gréd e Doue an Tad oll-c’halloudeg,
Krouer an neñv hag an douar.
Hag e Jezuz Krist, e Vab unganet, on Aotrou,
a zo bet koñsevet dre nerz ar Spered Santel,
ganet gand ar Werc’hez Vari.
E-neus gouzañvet dindan Poñs-Pilat,
a zo bet krusifiet, maro ha sebeliet,
a zo diskennet d’an iverniou,
d’an trede deiz eo savet a varo da veo.
Pignet d’an neñv, azezet en du dehou d’an Tad oll-c’halloudek,
ac’hano e teuio da varn ar re vev hag ar re varo.
Me ’gred er Spered Santel,
en Iliz santel, katolik.
e komunion ar Sent,
e pardon ar pec’hedoù.
Gortoz a ran adsao ar re varo da veo,
hag ar vuez peurbaduz. Amen.


Bez e c’heller lavarout ivez Kredo “Nise-Konstantinopl”

Me ’gred en un Doue hep-kén,
an Tad oll-c’halloudeg, krouer an neñv hag an douar,
kement a weler ha kement na weler ket.
Hag en eun Aotrou hep-kén, Jezuz Krist,
Mab unganet da Zoue ;
euz an Tad eo ganet a-raog an oll gantvejou :
Doue euz Doue,
sklêrijenn euz sklêrijenn,
Doue gwirion euz Doue gwirion,
Ganet, ha n’eo ket greet, kennatur gand an Tad,
ha drezañ eo bet greet pép tra.
Evidom-ni an dud, hag evid or silvidigez,
ez eo diskennet euz an neñv.
Ha korv den e-neus kemeret
dre nerz ar Spered Santel, euz ar Werhez Vari,
ha dén eo deuet da veza.
Evidom-ni ivez, staget ouz ar Groaz, e-neus gouzañvet
dindan Poñs-Pilat, hag er béz eo bet lakeet ;
D’an trede deiz eo savet a varo da veo, hervez ar Skritur Zakr.
Pignet d’an neñv, ema azezet en tu dehou d’an Tad.
Hag adarre e teuio gand gloar,
da varn ar re veo hag ar re varo,
ha ne vo fin e-béd d’e rouantèlèz.
Me ’gréd er Spered Santel, a zo Doue hag a ro buez,
a zeu euz an Tad hag euz ar Mab ;
Par d’an Tad hag ar Mab, eo adoret hag enoret,
ha komzet e-neus dre ar Brofeded.
Me ’gréd en Iliz a zo unan, santel, katolik hag abostoleg.
Anzao a ran ez euz ur vadeziant hep-kén,
evid pardon ar pehejou.
Ha gortoz a ran adsao ar re varo da veo, ha buez ar béd da zond.
Amen.