An aviel hervez Sant Mark - Traduction H. Danielou

Index

Pennad nao

1 Hag e lavare-en dezo : « Amen, lavared a ran deoh : bez’ ez eus lod euz ar re a zo amañ ha ne dañvint ket ar maro a-raog beza gwelet rouantelez Doue o tond gand galloud. »

An treuzneuziadur

2 C’hweh devez goude, e kemer gantañ Pèr, Jakez ha Yann. O lakaad a ra da bignad war eur menez uhel, en o fart o-unan. Treuzneuziet e teu da veza dirazo. 3 Dond a ra e zillad da veza skeduz ha gwenn-kann, kement ha ne hell kanner ebed war an douar o gwennaad evel-se.

4 Dirazo e tifluk Eliaz ha Moizez, hag e stagont da gomz gand Jezuz. 5 Ha Pèr da lavared da Jezuz : « Rabbi ! Mad eo deom beza amañ ! Savom teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez, unan evid Eliaz. » 6 Rag ne ouie ket petra respont : aon a oa kroget enno.

7 Dond a ra eur goumoulenn d’o holoi hag e teu eur vouez euz ar goumoulenn : « Hemañ eo ma Mab, an hini muia-karet : selaouit-eñ ! » 8 Hag a-daol-trumm, pa zellont tro-war-dro, ne welont den ebed, nemed Jezuz e-unan-penn ganto. 9 Pa ziskennont euz ar menez, e kemenn dezo chom heb konta da zen ebed ar pez o-deus gwelet, nemed pa vo bet mab an den adsavet a-douez ar re varo. 10 Delher a reont mad d’o ger, med breutadeg a zo kenetrezo diwar-benn petra eo : « Adsevel a-douez ar re varo. »

« Deut eo Eliaz dija »

11 Goulenn a reont neuze digantañ, o lavared : « Perag e lavar ar skriverien e tle Eliaz dond da genta ? » 12 Respont a ra dezo : « Gwir eo e teu Eliaz da genta, hag e vo pep tra adsavet gantañ. Ha penaoz eo bet skrivet diwar-benn mab an den e houzañvo kalz hag e vo kontet evel netra. 13 Med lavared a ran deoh ive : deut eo Eliaz dija, ha greet o-deus gantañ e-giz m’ o-doa c’hoant, hervez ar pez a zo bet skrivet diwar e benn. »

An den gand an droug-uhel hag e dalh an diaoul

14 Hag o vond daved an diskibien, e welont kalz tud en-dro dezo, ha skriverien o tivizoud ganto. 15 Dioustu eo-eñ gwelet gand ar boblad-tud. Sebezet int hag e redont davetañ d’e zaludi.

16 Goulenn a ra diganto : « Diwar-benn petra emaoh o tivizoud ganto ? » 17 Unan euz an dud a respont dezañ : « Mestr, degaset em-eus ma mab davedout : eur spered mud a zo gantañ. 18 Ha forz peleh ma krog ennañ, e daol war an douar : glaourenni a ra, skrignal ha dond da veza seh. Lavaret em-eus d’az tiskibien e gas er-mêz, med n’o-deus ket bet nerz a-walh. »

19 Respont a ra dezo, en eur lavared : « O rummad difeiz ! Beteg peur e vin en ho kichenn ? Beteg peur ho kouzañvin ? Degasit-eñ d’am hichenn ! »

20 E zegas a reont dezañ. O weled Jezuz, e krog ar spered dioustu da heja ar bugel gand glizi : koueza a ra war an douar ha ruilla, o hlaourenni. 21 Goulenn a ra digand an tad : « Pegeid ’zo e c’hoarvez kement-se gantañ ? » Lavared a ra : « Abaoe e vugaleach. 22 Hag aliez ive e-neus e daolet en tan hag en dour, evid e zistruja. Med ma hellez, sikour-me ! Lez da galon da veza rannet evidom ! »

23 Jezuz a lavar dezañ : « Ar “ma heliez”-se !... Posubl e vez pep tra evid an hini a gred. » 24 Kerkent e youh tad ar bugel, en eur lavared : « Kredi a ran. Ro skoazell d’am diouer a feiz ! » 25 O weled ema an dud o tostaad, e hourdrouz Jezuz ar spered dihlan hag e lavar dezañ : « Spered mud ha bouzar ! Me a hourhemenn dit : kerz er-mêz anezañ, ha n’a ket ken ennañ ! » 26 Garmi a ra, ober kalz glizi dezañ da dond er-mêz. Deut eo da veza evel maro, ken e lavar kalz anezo : « Maro eo ! » 27 Med Jezuz e zihun, en eur grogi en e zorn ; sevel a ra.

28 Pa zegouez en ti, e houlenn e ziskibien digantañ, en o fart o-unan : « Perag n’om ket bet gouest d’e gas er-mêz ? » 29 Lavared a ra dezo : « Ar ouenn-se ne hell beza kaset kuit gand netra nemed ar bedenn. »

Eil kemenn euz e basion

30 O vond kuit alese, e foetont bro a-dreuz ar Galile, ha ne feil ket dezañ e oufe den an dra-ze, 31 rag kelenn a ree e ziskibien. Lavared a ree dezo : « Mab an den a vo roet etre daouarn an dud. E laza a raint, hag eur wech bet lazet, eh adsavo-eñ, goude tri devez. » 32 Int ne gomprenont ket e gomzou hag aon o-deus da houlenn outañ.

Piou an hini brasa ?

33 Dond a reont beteg Kafarnaom. Erruet en ti, e houlenn-eñ diganto : « War an hent, peseurt divizou a oa kenetrezoh ? » 34 Tevel a reont, rag tabutal o-doa greet etrezo en hent, evid gouzoud piou eo an hini brasa. 35 Azeza a ra, gelver an daouzeg ha lavared dezo : « An neb e-neus c’hoant da veza da genta, ra vo an hini diweza e-touez an oll, ha servicher d’an oll ! »

36 Hag o kemer eur bugelig, e lak en o hreiz. E vriata a ra ha lavared dezo : 37 « An hini a zegemer unan euz ar re vihan-mañ em ano, me eo hag a zo degemeret gantañ. Hag an hini am degemer, n’eo ket me a zo degemeret gantañ med an hini e-neus ma haset. »

« An hini n’ema ket a-eneb deom a zo ganeom »

38 Yann a lavar dezañ : « Mestr, gwelet on-eus eun den o kas diaouled er-mêz, en da ano, ha miret on-eus outañ, rag ne zeue ket d’on heul. » 39 Med Jezuz a respont : « Na virit ket outañ. Rag n’eus den ebed a rafe eur burzud em ano hag a hellfe dioustu komz fall diwar ma fenn. 40 An hini n’ema ket a-eneb deom a zo ganeom. »

Eur werennad dour

41 « Ya ! An hini a ro deoh eur werennad dour, en abeg m’emaoh d’ar Hrist, amen, lavared a ran deoh : ne gollo ket e hopr. »

« An neb a vo eur skoill... »

42 « An neb a vo eur skoill evid unan euz ar re vihan-man a gred ennon, e vefe gwelloh evitañ beza staget dezañ eur mên-milin-azen en-dro d’e houzoug ha beza stlapet er mor !

43 Ma ’z eo da zorn eur skoill evidout, troh-eñ ! Rag mad eo dit antreal mogn er vuhez, kentoh eged beza stlapet, gand da zaou zorn, d’ar jehenn, d’an tan na varv ket. 45 Ha ma ’z eo da droad eur skoill evidout, troh-eñ ! Rag mad eo dit antreal kamm er vuhez, kentoh eged beza stlapet, gand da zaou droad, er jehenn. »

47 « Ha ma ’z eo da lagad eur skoill evidout, stlap-eñ kuit ! Rag mad eo dit antreal e rouantelez Doue gand eul lagad hepken, kentoh eged beza stlapet er jehenn, 48 e-leh ma ne varv ket o freñv, ha ma ne ehan ket an tan. »

Tan ha holen

49 « Rag pep hini a vo sallet gand an tan. 50 Mad an holen ! Med ma teu an holen da veza dizall, gand petra e vo temzet ? Ho-pet holen ennoh hoh-unan, ha bezit e peoh kenetrezoh ! »


9/16

Evangile du jour / Aviel an deiz

  • Tregontved sizunvez war ar bloaz +

    Tregontved sizunvez war ar bloaz

    Euz ar 25 d’an 31 a viz Here 2020

    Tregontved sul war ar bloaz (A)

    Lire la suite...
  • Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz +

    Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz

    Euz ar 1a d’ar 7 a viz Du 2020

    Sul 1 a viz

    Lire la suite...
  • Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz +

    Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz

    Euz an 8 d’ar 14 a viz Du 2020

    Eil sul ha tregont

    Lire la suite...
  • 1