An aviel hervez Sant Mark - Traduction H. Danielou

Index

Pennad c’hwezeg

1 Eur wech echu ar zabad, ez a Mari Madalen, Mari, mamm Jakez, ha Salome da brena louzeier-c’hwez-vad, evid mond d’e olevi. 2 A-bred diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun, e teuont d’ar bez, p’ema an heol o sevel. 3 Lavared a reont an eil d’eben : « Piou a hello ruilla deom ar mên diouz toull-dor ar bez ? » 4 Med pa zavont o zellou, e welont eo bet ruillet ar mên a-gostez. Ha koulskoude e oa braz-tre.

5 Mond a reont e-barz ar bez, ha gweled eun den yaouank azezet war an tu dehou, ha gwisket gand eur zae wenn. 6 Spontet-braz int. Hag eñ da lavaret dezo : « Arabad deoh sponta ! Klask a rit Jezuz an Nazarean, an hini bet staget ouz ar groaz ? Adsavet eo ! N’ema ket amañ ; ha setu al leh ma oa bet lakeet ennañ. 7 Med it da lavared d’e ziskibien ha da Bèr : en ho raog ez a da Vro-Halile ; e weled a reot eno, evel m’e-neus lavaret deoh. » 8 0 veza deut er-mêz, e tehont pell diouz ar bez, rag leun e oant a grenerez hag a strafuill. Ne lavaront netra da zen, rag spontet e oant.

N’o-deus ket kredet

9 Adsavet eo diouz ar mintin, da zeiz kenta ar zizun. En em ziskouez a ra da genta da Vari Madalen e-noa-eñ kaset seiz diaoul diouti. 10 Homañ a ya de gemenn an dra-ze d’ar re a oa bet gantañ : en em jala ha gouela a reent. 11 Hag ar re-ze, goude beza klevet ez eo-eñ beo ha bet gwelet ganti, ne gredont ket.

12 War-lerh kement-se, en em ziskouez-eñ da zaou anezo hag a oa o vale hag o vond war ar mêz. 13 Hag ar re-mañ a ya da gemenn an dra-ze d’ar re all, med n’int ket kredet kennebeud.

14 Diwezatoh, en em ziskouez-eñ d’an unneg, p’emaint ouz taol. Rebechi a ra dezo o diouer a feiz ha kaleted o halon, rag n’o-deus ket kredet er re o-doa e welet adsavet.

Embann an Aviel

15 Lavared a ra dezo :

« It dre ar bed a-bez ! Embannit ar helou mad d’an oll grouadurien !
16 An oll a gredo hag a vo bet badezet, a vo salvet.
An neb na gredo ket, a vo kondaonet.
17 Ar zinou-mañ a yelo da heul ar re a gredo :
em ano-din e kasint an diaouled er-mêz ;
komz a raint yezou nevez ;
18 krogi a raint en naered ;
ma e vont eun dra bennag marvuz, ne raio kement-se droug ebed dezo ;
astenn a raint o daouarn war an dud vahagnet, hag e vo gwelleet d’ar re-mañ. »

19 Neuze, goude beza komzet dezo, eo douget an Aotrou Jezuz d’an neñv : azeza a ra en tu dehou da Zoue. 20 Int a-vad a ya er-mêz hag a brezeg e peb leh. An Aotrou a genlabour ganto : kreñvaad a ra ar gomz dre ar zinou a ya d’o heul.

 


16/16

Evangile du jour / Aviel an deiz

  • Tregontved sizunvez war ar bloaz +

    Tregontved sizunvez war ar bloaz

    Euz ar 25 d’an 31 a viz Here 2020

    Tregontved sul war ar bloaz (A)

    Lire la suite...
  • Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz +

    Kenta sizunvez ha tregont war ar bloaz

    Euz ar 1a d’ar 7 a viz Du 2020

    Sul 1 a viz

    Lire la suite...
  • Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz +

    Eilved sizunvez ha tregont war ar bloaz

    Euz an 8 d’ar 14 a viz Du 2020

    Eil sul ha tregont

    Lire la suite...
  • 1