Eil lizer sant Pèr

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

PER II.
Pennad-kinnig

En ano Simon Pèr, e houlenn ar skrivagner trugarekaad evid ar grasou resevet digand Doue ; goude-ze e houlenn chom fidel da gelennadurez an Ebestel, rag ar re-ze a zo testou hag o-deus gwelet brazder an Aotrou Doue. Evid ar pez a zell ouz ar fals-doktored, e ranker o lezel da vond da goll, int-i hag a ra goap ahanom war zigarez ne zistro ket an Aotrou. Med dond a ray d’e eur da renevezi ar bed. Red eo e hortoz o veva en eun doare santel.

Eil lizer sant Pèr

Saludou

I. 1 Simon Pèr, servicher hag abostol Jezuz Krist, d’ar re o-deus resevet dre justis Jezuz Krist, on Doue hag or Zalver, eur feiz ken talvouduz hag on hini. 2 Ra zeuio a-fonn deoh ar hras hag ar peoh dre an anaoudegez a Zoue hag euz or Zalver Jezuz Krist.

Galvet da veza kristen

3 Rag galloud Doue e-neus roet deom, e donezon, kement a zo red evid ar vuez hag evid an devosion, o rei deom da anaoud an hini e-neus or galvet dre e hloar e-unan ha dre e vertuz. 4 An talvoudusa madou bet prometet deom a zo bet roet deom evid ma helloh, drezo, antreal e kumuniez gand an natur doueel, o veza en em ziframmet euz ar vreinadurez maget er bed gand ar youlou fall. 5 Setu perag eta, lakit hoh oll nerz da unani ar vertuz gand ho feiz, 6 gand ar vertuz an anaoudegez, gand an anaoudegez ar vestroniez warnoh hoh-unan, gand ar vestroniez warnoh hoh-unan ar basianted, gand ar basianted, an devosion, 7 gand an devosion ar vignoniez a vreur, gand ar vignoniez a vreur, ar garantez. 8 Rag ar perziou mad-se, ho-peus anezo puill n’ho lezont ket dilabour na difrouez evid anaoud an Aotrou Krist. 9 Rag an hini a ra diouer anezo dezañ, a zo eun den dall, o tastorna, ankounac’haad a ra ez eo bet glanneet euz e behejou a-wechall.

10 Setu perag, breudeur, bezit aketusoh c’hoaz da boania evid startaad ho kalvadenn hag ho tibabidigez ; oh ober evel-se n’ho-peus riskl ebed da goueza morse. 11 Evel-se e vo digoret frank doriou rouantelez peurbadel on Aotrou ha Salver Jezuz Krist.

Delher da gomzou an ebestel hag ar brofeded

12 Setu perag eo va menoz degas kement-se deoh da zoñj, daoust ma ’h ouzoh an dra-ze ha ma kendalhit stard er wirionez a-vremañ ; 13 just e kavan e keid ha m’emaon er bed-mañ, delher ahanoh war evez dre galz a aliou, 14 oh ouzoud mad ema tost evidoh deiz an disparti, evel m’e-neus an Aotrou Jezuz Krist roet din da houzoud. 15 Med teurel evez mad a rin, ma helloh e peb degouez, pa vezin eet kuit, delher soñj euz ar gelennadurez-se. 16 N’eo ket diwar koñchennou savet brao on-eus roet deoh da anaoud galloud ha donedigez Jezuz Krist, med diwar beza bet test gand on daoulagad e-kreiz e veurded, 17 rag resevet e-neus digand e Dad enor ha gloar, pa zeuas euz splannder e hloar, eur vouez o lavared : « Va Mab muia kared eo hemañ, ennañ e kavan va dudi ». 18 Ar vouez-se, ni ivez on-eus he klevet, dond a ree euz an neñv, p’edom gantañ war ar menez santel. 19 Evel-se eo bet starteet ennom c’hoaz or feiz e komzou ar brofeded, ha mad a rit teurel evez outi evel ouz eul lamp o lugerni en eul lêh teñval. 20 Da genta, red eo deoh gouzoud mad kement-mañ, profesiou ar Skritur n’int ket da veza diskleriet en eun doare prevez, 21 rag n’e-neus ket morse bolontez eun den profedet tra-pe-dra, med poulzet gand ar Spered, tud o-deus komzet a-berz Doue.

A-eneb ar fals-doktored

II. 1 Fals-profeded a zo bet ive e-touez an dud ; evel-se e vo ivez en ho touez fals-profeded a zegaso, dre zindan, kelennadureziou noazuz kenañ, o vond beteg nah ar Mestr e-neus o dasprenet, o sacha warno eun dismantr hag a zeuio prim, 2 ha kalz a yelo d’o heul en o buhez diroll. Ablamour dezo e vo mallozet hent ar wirionez, 3 ha stag ouz an arhant evel ma ’z int, e waskint ahanoh gand komzou faoz. Evito, pell a zo dija ne ehan ket ar varnedigez ha n’ema ket o hollidigez o kousked : 4 Rag Doue n’eo ket bet damantuz e keñver an êlez fall, med plujet e-neus anezo hag o lakeet e dalh an islonk teñval, o terhel anezo evid ar varnedigez. 5 N’e-neus ket bet damant kennebeud evid ar bed koz, med da vare an dour-beuz e vougas an dud difeiz, e viras Noe, an eizved euz ar re a oa chomet beo, eñ hag a embanne ar justis.

6 Goudeze e oe kondaonet Sodom ha Gomor da veza pulluhet ha distrujet, da veza eur skouer evid an dud difeiz da zond. 7 Frankiza a reas Lot, an den just, feuket gand doareou beva an dorfedourien gadal. 8 Rag an den just, o veva en o-zouez, a wele hag a gleve euz an eil devez d’egile o oberou a skouer fall a oa eur rann-galon evid e ene a zen just. 9 Gwir eo e hell an Aotrou tenna a boan an dud just ha lakaad a-gostez an dud fallagr evid o hastiza da zeiz ar varn, 10 da genta ar re a red warlerh youlou fall ar horv gand o hoantegeziou louz ha n’o-deus nemed dispriz evid ar Mestr-Meur, re sur anezo o-unan, dicheg, n’o-deus ket aon da zismegañsi ar Hloariou ; 11 ha koulskoude an êlez, daoust dezo beza nerzusoh ha galloudusoh egeto, a jom heb dougen a-eneb dezo, dirag an Aotrou, eur varnedigez dismegañsuz. 12 Med an dud-se, evel leoned diskiant, tonket dre natur da veza paket ha da zond da vreina a wall-gomz a-eneb ar pez ne anavezont ket hag a vreino evel ma vrein al loened.

13 Dastum a raint evel-se gopr an dislealded, o flijadur a gavont o ren eur vuez fall ouz sklerijenn an deiz, bez ez int saotr ha loustoni, o flijadur ta gavont er gevier pa vezont oh ober chervad. 14 O daoulagad karget a avoultriez ne gavont ket o gwalh a behejou, o teseo an dud sempl a bakont en o fejou, troet gand ar gwall c’hoantegeziou ne glaskont nemed gounid arhant, bugale a valloz int, 15 dilezet ganto an hent mad ez int eet diwar o hent, o. vond warlerh Balaam, ·mab da Vosor, e-noa lezet beza tentet gand eur gopr disleal ; 16 med eur gentel a oe roet dezañ evid beza eet eneb al lezenn, eul loen-samm mud, kemeret gantañ eur vouez-den a lakeaz harz da follentez ar profed.

17 Ar re-ze a zo feunteuniou eet d’an hesk, koumoulennou poulzet gand ar wall-amzer, evito eo dalhet an deñvalijenn a vo o lod. 18 En o genou komzou groz ha goullo, e sachont ganto dre youlou-fall ar horv, ar re o-deus a veh en em dennet a-douez an dud a vev e gaou. 19 Frankiz a brometont dezo, daoust ma ’z int o-unan sklav d’ar vreinadurez ; rag sklav e vezer da gement e-nevez an treh warnor. 20 Rag ar re a zo en em dennet euz loustoni ar bed, en-abeg m’o-deus greet anaoudegez gand Or Zalver, an Aotrou Krist, ma teu dezo lezel anezo d’o faka a-nevez ha da ober o mestr warno, o stad a zeu da veza a-benn ar fin kalz falloh eged ar henta. 21 Gwelloh e vefe bet dezo beza chomet heb anaoud hent ar justis, eged trei kein d’ar gourhemenn santel a oa bet roet dezo, goude beza henn anavezet. 22 Degouezet eo ganto ar pez a lavar ken brao ar hrenn-lavar : distroet eo ar hi d’ar pez e-neus dislonket, hag ar wiz, a-veh gwalhet, da ruill er vouillenn.

Dond a rey deiz an Aotrou

III. 1 Mignoned, hemañ eo dija an eil lizer a skrivan deoh ; en daou lizer-mañ eh houlennan ma teufeh da zoñjal en amzer dremenet, ma teuio ennoh an doare reiz da zoñjal. 2 Ho pet soñj euz ar homzou bet lavaret en araog gand ar brofeded santel hag euz gourhemenn hoh ebestel, hini an Aotrou ha Salver. 3 Ha da genta, gouezit mad : en deveziou diweza e teuio tud diskredig, goapauz, poulzet gand o youlou fall, hag a lavaro : 4 « Peleh ema ar bromesa euz e zonedigez ? Rag abaoe m’eo maro on tadou, an oll draou a jom e stad m’edont er penn-kenta euz ar grouidigez ». 5 O lavared groñs kement-se e tizoñjont ez oa pell a oa neñvou ha douar deuet diwar an dour ha dalhet en eur pez gand an dour dre hras komz Doue ; 6 hag evel-se ivez e oe ar bed beuzet en dour.

7 An neñvou avad hag an douar a-vremañ, an heveleb komz a vir anezo evid an tan, evid deiz ar varn, an deiz ma vo kaset da goll an dud difeiz. 8 Eun dra a zo da vianna, va mignoned, ha na dleit ket dizoñjal : evid an Aotrou, eun devez hebken a zo evel mil bloavez, ha mil bloavez evel eun devez hebken. 9 An Aotrou ne vez dale ebed gantañ evid delher d’e bromesa, daoust ma lavar lod e-neus dale, med pasiañted eo e-neus en ho keñver, ne fell ket dezan ez afe neb-hini da goll, med ma teufe an oll da ober pinijenn. 10 Deiz an Aotrou a zeuio evel eul laer, en devez-se an neñvou a strako, o vond da get, teuzi a ray an elfennou entanet hag e vo barnet an douar ha kement e-neus greet. 11 Evel-se, peogwir an oll draou-ze a dle mond da get, petra dlefem-ni beza ? Pebez santelez a vuez ! Pebez doujañs a Zoue !

12 C’hwi a zo o hortoz donedigez Doue hag a ra dezañ dond buannoh, an deiz ma ’z ay da get an neñvou entanet, ma teuzo an elfennou en tan. 13 O hortoz emaom, hervez e bromesa, neñvou nevez, douar nevez, a zo enno ar justis oh ober he annez.

Beza war evez

14 Setu perag, va mignoned, e-pad m’emaoh o hortoz, lakit ho poan daveza gantañ e peoh, nêt ha direbech. 15 Bezit sur eo pasianted hir an Aotrou, ho silvidigez. Evel-se e-neus skrivet deoh Paol, or breur karet, hervez ar furnez a zo bet roet dezañ. 16 ha kement -se eo a lavar en e oll liziri pa gomz euz an traou-se. Pennadou diêz a zo enno hag an dud dizesk ha laosk en o feiz a gompren anezo a-dreuz, evel ma reont ivez evid ar skrituriou, ar pez o has da goll. 17 Mad, va mignoned, setu c’hwi prevenet ; bezit war evez, na lezit ket an dud difeiz d’ho kas d’o heul na da denna hoh esperañs diganeoh. 18 Ra gresko a-vad ho kras hag hoh anaoudegez euz or Zalver Jezuz Krist. Dezañ gloar azaleg bremañ ha da virviken. Amen !