Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 9

PARE AN DEN DALL [32]

1 En eur dremen, Jezuz a welas eun dén ganet dall. 2 E ziskibien a houlennas outañ :

« Rabbi, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma ve ganet dall ? »

3 Jezuz a respontas :

« Nag eñ, nag e dud n’o-deus pehet. C’hoarvezet eo an dra-ze, evid ma vo diskouezet oberou Doue a-wél d’an oll.

4 « Red eo deom seveni oberou an hini e-neus va digaset
keid ha m’eo deiz.
Ema an noz o tond
pa ne hell dén labourad.

5 « Keid ha m’emaon er béd
ez on sklêrijkenn ar béd ».

6 Goude ar homzou-ze e tufas Jezuz d’an douar, e reas eun tamm pri gand e halo hag e ledas ar pri-ze war zaoulagad an dén. 7 Lavared a reas dezañ :

« Kee bremañ da walhi da zaoulagad e lenn Siloe, — ar pez a zinifi : kannad — ».

Mond a reas eta d’en em walhi, ha pa deuas en-dro e wele sklêr.

8 E amezeien hag ar re a oa boazet d’e weled a-raog — rag bez’e veze o houlenn an aluzenn — a lavare :

« Ha n’eo ket hemañ eo a veze azezet o houlenn an aluzenn ? »

9 Lod a lavare : « Eñ eo ! » ha re all : « N’eo ket, med unan all heñvel outañ ». 10 Eñ a-vad a lavare : « Me eo ! »

11 Hag e oe goulennet dioutañ : « Da zaoulagad, penaoz int bel digoret dit ? »

Respont a reas :

« An dén a anver Jezuz e-neus greet pri ha ledet anezañ war va daoulagad ha lavaret din : « Kee da lenn Siloe d’en em walhi ».Neuze ez on aet di, en em walhet em-eus, ha deuet on da weled sklêr ».

12 Neuze e lavarjont dezañ :

« E peleh ema ? »

« Né ouzon dare », emezañ.

13 Kaset e oa neuze d’ar Farizianed an hini a oa bet dall.

14 Eun deiz sabat e oa, p’e-noa Jezuz greet pri ha digoret dezañ e zaoulagad.

15 D’o zro, setu ma houlennas ar Farizianed dioutañ penaoz e oa deuet dezañ ar gweled. Respont a reas :

« Lakeet e-neus pri din war va daoulagad, aet on d’er em walhi, ha bremañ e welan sklêr ».

16 Lod euz ar Farizianed a lavaras :

« Ne zent ket an dén-se ouz Lezenn ar zabat ; n’eo ket eta a-berz Doue ».

Lod all a-vad a lavare :

« Med penaoz e hellfe eur peher ober seurt burzudou ? »

Dizemgleo a oa eta etrezo.

17 Neuze e rejont adarre goulennou ouz an hini dall.

« Ha te, petra ’ lavarez euz an dén-se e-neùs digoret dit da zaoulagad ? »

« Eur profet eo », emezañ.

18 Med ar Juzevien ne ’fellas ket dezo kredi e oa bet an dén-se dall hag e-noa kavet ar gweled, kén n’o-defe galvet e gerent da zond dirazo.

19 Goulenn a rejont diouto :

« Ha bez’ ez eo hemañ ho mab a lavarit e oa ganet dall ? Penaoz neuze e wél sklêr bremañ ? »

20 Respont a rejont :

« Gouzoud a reom eo hemañ or mab, hag e oa ganet dall 21 Med penaoz eo deuet da weled sklêr bremañ ? N’ouzom ket Ha piou e-neus digoret dezañ e zaoulagad ? N’ouzom ke muioh. Goulennit dioutañ e-unan, oad a-walh e-neus ; dezañ da respont evitañ e-unan ».

22 Evel-se e komze e dud, ablamour m’o-doa aon rag a Juzevien, o-doa divizet kenetrezo taoler er-mêz euz ar zinagog kement hini a anavezfe Jezuz evid ar Mesiaz. 23 Ablamour da-ze o-doa lavaret e dud : « Oad a-walh e-neus, goulennit dioutañ e-unan ».

24 Evid an eilved gwech, ar Farizianed a halvas dirazo an dén bet dall, hag a lavaras dezañ :

« Ro gloar da Zoue ! Ni ’oar, ni, eo an dén-se eur peher ».

25 Respont a reas dezo :

« Hag eñ a zo eur peher ? N’ouzon ket. Eun dra a ouzon : dall e oan, ha bremañ e welan sklêr ».

26 Lavared a rejont dezañ c’hoaz :

« Petra ’neus greet dit ? Penaoz e-neus digoret dit da zaoulagad ? »

27 Hag eñ a respontas :

« Lavaret am-eus deoh dija, ha n’ho-peus ket selaouet. Perag e fell deoh kleved eur wech c’hoaz ? Ha c’hoant ho-pefe, c’hwi ive, da veza diskibien dezañ ? »

28 Taoler a rejont malloziou warnañ, ha lavared :

« Te eo a zo diskibl dezañ. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Ni a oar e-neus Doue komzet da Voizez, mèd hemañ n’ouzom ket euz a beleh ez eo ».

30 An dén a respontas :

« Souezuz eo kement-se ne ouezfeh ket euz peleh ez eo, goude m’e-neus digoret din va daoulagad. 31 Doue, her gouzoud a reom, ne zelaou ket ar beherien, med selaou a ra kement hini a enor Doue hag a ra e volontez. 32 Biskoaz n’eus bet klevet lavared e-nefe unan bennag digoret e zaoulagad d’eun dén ganet dall.

33 « Ma ne vije ket hemañ a-berz Doue ne hellfe ober netra ».

34 Respont a rejont dezañ :

« N’eus nemed pehed ahanout abaoe m’out ganet, hag e rez skol deom ! »

Hag e taoljont anezañ er-mêz...

35 Dond a reas Jezuz da gleved o-doa e daolet er-mêz, ha neuze e teuas d’e gavoud, hag e lavaras dezañ :

« Ha kredi a rez-te e Mab an Dén ? »

36 Hag eñ ha respont :

« Ha piou eo, Aotrou, ma kredin ennañ ? »

37 Jezuz a lavaras dezañ :

« Mad ! E weled az-peus, eñ eo a gomz ouzit ».

38 An dén a respontas :

« Kredi a ran, Aotrou »

Hag e stouas dirazañ.

39 Neuze e lavaras Jezuz :

« Me ’zo deuet er béd-mañ evid dougenn ar varnedigez-mañ : ma teuio ar re ne welent ket da weled, hag ar re a wéle da veza dall ».

40 Klevet e oe e gomzou gand lod euz ar Farizianed a oa gantañ, hag e lavarjont dezañ :

« Ha ni, daoust ha dall e vefem-ni ive ? »

41 Jezuz a respontas dezo :

« Ma vefeh tud dall n’ho-pefe ket a behed, med peogwir e lavarit : ni a well sklêr, ho pehed a jom » [33].


10/23