Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 8

AR VAOUEZ AVOULTRÉRÉZ

1 Jezuz a oa eet d’ar Menez Olivez. 2 Kerkent ha goulou-deiz e tistroas d’an Templ. Hag o veza ma tirede an oll d’e gavoud, eh azezas evid rei e gelennadurez.

3 Ha setu ar Skribed hag ar Farizianed o tigas dirazañ eur vaouez bet tapet oh ober avoultriez ; lakaad a rejont anezi e kreiz, dirag an oll. 4 Hag e lavarjont da Jezuz :

« Mestr, setu amañ eur vaouez bet gwelet oh ober avoultriez. 5 El Lezenn, Moizez e-neus gourhemennet deom labeza ar seurt merhed-se. Ha te, petra ’lavarez ? »

6 Evel-se e komzent evid e baka, dezo da gaoud tro d’e damall goudeze. Med Jezuz, daoubleget, gand e viz a skrive war an douar. 7 O veza ma kendalhent da ober goulennou outañ e savas e gein, hag e lavaras dezo :

« An hini ahanoh a zo dibeh, dezañ da daoler outi ar mên kenta ».

8 Hag eet adarre en e zaoubleg, en em lakeas da skriva war an douar. 9 Ar re all, goude beza e glevet, a denne kuit an eil goude egile, ar re gosa da genta, kén na jomas mui nemed Jezuz hag ar vaouez en he zav dirazañ.

10 O veza savet e gein, e lavaras Jezuz dezi :

« Maouez.e peleh emaint eta ? 11 Dén e-béd n’e-neus da gondaonet ? »

« Dén e-béd, Aotrou, emezi ».

« Me kennebeud, eme Jezuz, ne gondaonin ket ahanout. Kee eta, ha diwar vremañ, na beh mui ».

JEZUZ SKLERIJENN AR BED

12 Jezuz a lavaras dezo eur wech c’hoaz :

« Me eo sklerijenn ar béd :
An hini a zeuio d’am heul
ne gerzo ket en deñvalijenn,
med bez’ e-no sklerijenn ar Vuez ».

13 War-ze e lavaras dezañ ar Farizianed :

« Te a ro testeni dit da unan ; n’eo ket gwirion da desteni ».

14 Jezuz a respontas dezo :

« Evid din rei testeni din va-unan,
gwirion eo va zesteni,
rag gouzoud a ran euz a beleh on deuet
ha da beleh ez an ;
e-leh c’hwi, n’ouzoh ket a beleh e teuan
na da beleh ez an.

15 « C’hwi a varn hervez ar horv ;
Me ne varnan dén.

16 « Pe ma teu din barn,
gwirion eo va barnedigez,
rag n’emaon ket va-unan :
ganin ema an hini e-neus kaset ahanon.

17 « Skrivet eo en ho Lezenn
eo gwirion testeni daou zen.

18 « Hogen, da rei testeni din emaon
me hag an Tad e-neus kaset ahanon ».

19 Lavared a reent dezañ :

« E peleh ema da Dad ? »

Jezuz a respontas :

« Ne anavezit na me na va Zad ;
Ma ’h anavezfeh ahanon
eh anavezfeh ive va Zad ».

20 Ar homzou-ze a lavaras Jezuz p’edo o kelenn e porz an templ, ha ne grogas dén ennañ, rag n’oa ket digouezet c’hoaz e eur.

JEZUZ O REI DA ANAOUD E OA TOST AR HIMIAD

21 Jezuz a lavaras c’hoaz dezo :

« O vond kuit emaon :
Va hlask a reoh,
hag e varvoh koulskoude en ho pehed ;
D’al leh ez an-me,
c’hwi ne hellit ket mond ».

22 Neuze e lavaras ar Juzevien :

« Daoust hag eñ e zoñj e vefe en em laza ? pegwir e lavar : « D’al leh ma ’z an, c’hwi ne hellit ket mond ? »

23 Jezuz a respontas dezo :

« C’hwi a zo euz an traoñ,
me a zo euz an neh ;
c’hwi a zo euz ar béd-mañ,
ha me n’on ket euz ar béd-mañ ».

24 « Setu perag am-eus lavaret deoh
e varvoh en ho pehejou ;
rag ma ne gredit ket « Ez On »
e varvoh en ho pehejou ».

25 Int-i neuze :

« Piou out-te ? »

Jezuz a respontas :

« Ar pez ne baouezan ket
da lavared deoh abaoe ar penn kenta.

26 « Evid ar pez a zell ouzoh
em-eus kalz da lavared
ha da gondaoni.
Med gwirion eo an hini e-neus kaset ahanon ;
hag ar pez am-eus klevet gantañ,
an dra-ze eo a lavaran d’ar béd ».

27 Ne gomprenjont ket e-noa komzet euz e Dad.

28 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

« P’ho-pezo savet Mab an Dén,
Neuze e ouezoh « Ez On » [29]
ha ne ran netra ahanon va-unan ;
Lavared a ran
ar pez a zo bet desket din gand va Zad.

29 « Ganin ema an hini e-neus kaset ahanon ;
N’e-neus ket va lezet va-unan,
rag ma ran bepréd ar pez a blij dezañ ».

30 E-pad ma komze evel-se e kredas kalz tud ennañ.

31 Jezuz eta a lavaras d’ar Juzevien o-doa kredet ennañ :

« Ma talhit d’am Homz,
ez oh, e gwirionez, va diskibien,
32 « hag eh anavezoh ar wirionez.
Hag ar wirionez a roio deoh ar ’frankiz ».

33 Respont a rejont dezañ :

« Ni a zo lignez Abraham, ha n’om bet biskoaz sklavour da zen ; penaoz eta e héllez lavared e teuim da veza tud libr ? »

34 Jezuz a respontas dezo :

« E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
an neb en em ro d’ar pehed
a zo sklavour d’ar pehed.

35 « Ar sklavour ne vez ket dalhmad o chom en ti.
Ar mab, eñ, a zo o chom eno atao.

36 « Neuze m’ e-neus ar Mab ho frankizet
e vezoh e gwirionez tud libr.

37 « Gouzoud a ran ez oh lignez Abraham,
med c’hwi a glask va lakaad d’ar maro,
rag ma ne antre ket va Homz ennoh.

38 « Me a lavar ar pez am-eus gwelet gand va Zad,
ha c’hwi a ra ar pez ho-peus klevet a-berz ho tad ».

39 Respont a rejont dezañ :

« Abraham eo on tad ».

Ha Jezuz dezo :

« Ma ’z oh bugale da Abraham,
grit oberou Abraham.

40 « Ha bremañ e klaskit va lakaad d’ar maro,
me hag am-eus lavaret deoh ar wirionez
am-eus klevet a-berz Doue.
An dra-ze Abraham n’e-neus ket greet.

41 « Med c’hwi a ra oberou ho tad ».

Respont a rejont dezañ :

« N’om ket ganet diwar ganedigez vil ; n’on-eus nemed eun tad : Doue ! »

42 Jezuz a respontas dezo :

« Ma vije bet Doue ho tad,
ho-pije karet ahanon,
rag euz Doue on tarzet hag e teuan.
N’on ket deuet ahanon va-unan ;
Eñ eo e-neus kaset ahanon.

43 « Perag ne intentit ket ar pez a lavaran ?
Ablamour n’oh ket gouest da zelaou va Homz.

44 « An diaoul eo ho tad.
Hag e fell deoh ober ar pez a blij d’ho tad.
Muntrer eo bet azaleg ar penn kenta,
ha n’e-neus ket gellet chom er wirionez,
rag n’eus ket a wirionez ennañ.
Pa zeu gevier gantañ
e komz hervez ar pez ma ’z eo,
rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.

45 « Evidon-me, ma n’am hredit ket,
eo ablamour ma lavaran ar wirionez.

46 « Piou ahanoh a hell tamall, e gwir,
eur pehed bennag din ?
Ma lavaran ar wirionez,
perag n’am hredit ket ?

47 « An hini a zeu euz a Zoue
a zelaou komzou Doue.
En abeg ma n’oh ket euz a Zoue eo
n’am zelaouit ket ».

48 Ar Juzevien a respontas dezañ :

« Ha n’ema ket ar wirionez ganeom pa lavarom ez out eur Zamaritan hag eun dén dalhet gand an droug-spered ? » [30].

49 — « N’eo ket gwir, eme Jezuz,
n’on ket eun dén dalhet gand an droug-spered,
med enori a ran va Zad
ha c’hwi am dizenor.

50 « Evidon-me ne glaskan ket va gloar :
Unan a zo hag a ra an dra-ze hag a varn.

51 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
An hini a vir va Homz ne welo biken ar maro ».

52 Neuze e lavaras dezañ ar Juzevien :

« Bremañ a welom out dalhet gand an droug-spered !
Abraham a zo maro. Ar brofeted ive, ha te a lavar :
« An hini a viro va Homz ne welo biken ar maro ».

53 « Ha brasoh e vefes eged on tad Abraham hag a zo maro ? Maro ive ar brofeted. Evid piou eh en em gemerez-te ? »

54 Jezuz a respontas dezo :

« Ma rofen gloar din va-unan,
ne dalvezfe netra va gloar,
Va Zad eo a ro gloar din,
Eñ hag a lavarit ez eo ho Toue.

55 « C’hwi n’ho-peus ket e anavezet,
e-leh me a anavez anezañ.
Ma lavarfen n’henn anavezan ket
e vefen eveldoh eur gaouiad ;
med henn anaoud a ran,
ha mired a ran e Gomz.

56 « Tridal a ree Abraham ho tad
gand an esper da weled va deiz.
E welet e-neus,
hag eo bet karget a levenez » [31].

57 Neuze e lavaras dezañ ar Juzevien :

« N’out ket hanter-kant vloaz c’hoaz
hag ez-peus gwelet Abraham ? »

58 Jezuz a lavaras dezo :

« E gwirionez, e gwirionez, m’hel lavar deoh,
a-raog ma oa Abraham anezañ,
« Ez On-me ».

59 Neuze e kemerjont mein evid o stlepel outañ, med Jezuz en em dennas hag a yeas er-mêz euz an templ.


9/23