Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 7

BREUDEUR JEZUZ, TUD DISTER O FEIZ

1 Goudeze e kerze Jezuz dre Vro-Halilea, c’hoant e-béd dezañ da vond da Vro-Judea, el leh e klaske ar Juzevien e lakaad d’ar maro. 2 Hogen, tostaad a ree gouel ar Juzevien, gouel an Teltennou [25].

3 E vreudeur [26] a lavaras dezañ :

« Kerz kuit a-hann. Kee da Vro-Judea evid ma hello da ziskibien ive gweled an oberou a rez.

4 Rag ne reer ket an traou e kuz pa glasker beza anavezet ; peogwir e rez oberou ar seurt-se, en em ziskouez d’ar béd ».

5 E gwirionez e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ.

6 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

« N’eo ket deuet va amzer c’hoaz ; evidoh-c’hwi a-vad e vez bepréd an amzer. 7 Ne hell ket ar béd ho kasaad ; evidon-me a-vad kasoni e-neus ouzin, ablamour ma roan testeni ez eo fall e oberou. 8 Pignit eta d’ar gouel-se ; evidon-me, ne bignin ket, rag va amzer n’eo ket deuet c’hoaz ».

9 Goude beza komzet evel-se e chomas e Bro-Halilea. 10 Med pa oa aet e vreudeur d’ar gouel en em lakeas en hent eñ ive, heb en em ziskouez ha dam dre guz.

JEZUZ E GOUEL AN DELTENNOU

11 E-pad ar gouel e klaske ar Juzevien anezañ hag e lavarent :

« E peleh ema eta ? »

12 E-touez an dud e oa kalz a dabut diwar e benn :

« Eun dén mad eo, a lavare lod ; ar hontrol eo, a lavare darn all, touella a ra an dud ».

13 Koulskoude ne grede dén komz gand asurañs diwar e benn gand aon rag ar Juzevien.

14 Pa oe dija hanteret ar gouel, e pignas Jezuz d’an Templ hag eh en em lakeas da gelenn. 15 Souezet braz e oa ar Juzevien, hag e lavarent : — « Penaoz eo eñ kén desket, eñ ha n’eo ket bet war ar studi ? ».

16 Jezuz a respontas dezo :
« N’eo ket ahanon e teu va helennadurez,
med euz an hini e-neus kaset ahanon.

17 « Ma fell da unan bennag ober bolontez Doue
e ouezo ma teu ar gelennadurez
euz a Zoue
pe ma komzan ahanon va unan.

18 « An hini a gomz euz e berz e-unan
a glask e hloar dezañ e-unan ;
an neb a glask
gloar an hini e-neus kaset anezañ,
hennez kepkén a zo gwirion,
ha n’eus ket a haou ennañ.

19 « Ha n’eo ket Moizez an hini
e-neus roet deoh al Lezenn ?
— Ha padal, nikun ahanoh ne wir al Lezenn —
Perag e klaskit va laza ? »

20 An dud a respontas :

« E dalh eun droug-spered emaout.
Piou a glask da laza ? »

21 Jezuz a gomzas adarre hag e lavaras :

« N’am-eus greet nemed eun oberenn,
ha setu c’hwi oll souezet.

22 « Moizez e-neus roet deoh an « amdroh »,
ha c’hoaz e teu euz ar Batriarked
ha n’eo ket a-berz Moizez,
hag eh « amdrohit » da zeiz ar zabat.

23 « Neuze eta, ma hell eun dén
beza « amdrohet » eun deiz sabat
hep na ve torret Lezenn Voizez,
perag e kemerit droug ouzin
ablamour m’am-eus roet ar pare, d’eun deiz sabat,
da gorv eun dén en e-béz ?

24 « Na varnit ket hervez an doareou,
barnit hervez ar justis. »

25 Tud euz Jeruzalem a lavare :

« Daoust ha n’eo ket hemañ an hini a glaskont lakaad d’ar maro ? Setu eñ o prezeg a-wél d’an oll ha ne vez lavaret netra e-béd dezañ.

26 « Daoust hag e vije deuet ar Pennou-Braz da anaoud eo eñ ar Hrist ? 27 Hemañ, koulskoude, e ouezom euz a beleh ez eo. Ha pa zeuio ar Hrist ne ouezo dén euz a beleh ez eo [27] ».

28 Neuze Jezuz hag a oa o kelenn en templ a zisklerias a vouez uhel :

« Va anaoud a rit !
Ha gouzoud a rit euz a beleh ez on !
Ha koulskoude n’on ket deuet euz va ferz va-unan.
An hini e-neus kaset ahanon a zo gwirion,
Eñ ha na anavezit ket.

29 « Me a-vad a anavez anezañ,
rag ma teuan dioutañ,
ha m’e-neus kaset ahanon ».

30 Klask a rejont neuze kregi ennañ, med ne zeuas nikun a-benn d’henn ober, rag ma n’oa ket deuet c’hoaz e eur.

31 E-touez an dud a-vad, kalz a gredas ennañ, hag e lavarent :

« Ar Hrist pa zeuio, hag ober a raio muioh a zinou eged m’e-neus greet hemañ ? »

32 Ar Farizianed a zeuas da gleved ar pez a veze kontet a vouez izel diwar e benn gand an dud, ha neuze e kasas Priñsed ar Veleien hag ar Farizianed gwarded da gregi ennañ.

33 Jezuz a lavaras :

« Ganeoh emaon c’hoaz evid eun nebeud amzer, hag ez an daved an hini e-neus kaset ahanon.

34 « Va hlask a reoh
ha ne gavoh ket ahanon ;
rag el leh emaon-me,
c’hwi ne hellit ket dond ».

35 Neuze e lavaras ar Juzevien an eil d’egile :

« Da beleh eta ema o vond e doare ne hellfem ket e gavoud ? Daoust ha mond a raio daved ar re a zo strewet e-touez ar Hresianed ha mond da gelenn ar Hresianed ?

36 « Petra ’dalv ar gomz e-neus lavaret :
« Va hlask a reoh, med va havoud ne reoh ket,
hag el leh m’emaon-me,
c’hwi ne hellit ket dond ? »

PROMESA AN DOUR BEO

37 D’an deiz diweza euz ar gouel — a oa ive an hini brasa—edo Jezuz en templ, hag e lavaras a vouez uhel :

« An neb e-neus sehed,
d’ezañ da zond d’am havoud,
Hag an neb a gréd ennon,
d’ezañ dond da eva.

38 « Evel ma lavar ar Skritur-Zakr :
« Euz e greiz e tarzo steriadou dour buezeg ».

39 Kement-se a lavare euz ar Spered e-noa da reseo ar re a zeufe da gredi ennañ — rag n’oa ket bet roet c’hoaz ar Spered, o veza n’oa ket aet c’hoaz Jezuz en e hloar — » [28].

TABUT DIWAR-BENN AR HRIST

40 E-touez an dud o-doa selaouet e gomzou, lod a lavare :

« E gwirionez, hemañ eo ar profet ».

41 Lod all a lavare :

« Ar Hrist eo hennez ».

Re all c’hoaz a lavare :

« Daoust hag euz Bro-Halilea e hellfe ar Hrist dond ? 42 Ha hen ne lavar ket ar Skritur e vo euz lignez David hag euz Betleem, ar gêriadenn-se e oa deuet David anezi ? »

43 Dizunaniez a zavas eta e-touez an dud diwar e benn.

44 Unanou c’hoaz o-doa c’hoant kregi ennañ med ne lakeas dén e zorn warnañ. 45 Ar warded a zeuas eta en-dro da gavoud Priñsed ar veleien hag ar Farizianed, hag e lavaras ar re-mañ dezo :

« Perag n’ho-peus ket e zigaset deom ? »

46 Respont a reas ar warded :

« Biskoaz dén n’e-neus komzet evel ma komz an dén-se ».

47 Ar Farizianed a lavaras dezo : « Daoust hag e vefeh bet desevet c’hwi ive ? 48 Daoust hag eun unan euz ar Pennou-Braz pe euz ar Farizianed e-nefe kredet ennañ ? 49 N’eus netra nemed an dud-se ha ne anavezont ket al Lezenri, tud villiget anezo ! »

50 Med unan euz ar Farizianed, an Nikodem-se hag a oa bet diagent o weled Jezuz, a lavaras :

51 — « Daoust hag e teufe hol Lezenn da gondaoni eun dén heb beza e glevet hag heb gouzoud petra e-neus greet ? »

52 — « Petra, emezo, daoust hag eus Bro-Halilea e vefes-te ive ? Klask mad hag e weli ne zav profet e-béd euz Bro-Halilea ». 53 Hag ez eas peb hini d’ar gêr.


8/23