Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

 

Pennad 21

JEZUZ EN EM ZISKOUEZ WAR RIBL LENN TIBERIAD

1 Goudeze en em ziskouezas adarre Jezuz d’e ziskibien war ribl mor Tiberiad ; ha setu amañ penaoz e tremenas an traou.

2 Simon-Pèr, Tomaz lesanvet ar Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halilea, mibien Zebede, ha daou ziskibl all a oa asamblez.

3 Lavared a reas Simon-Pèr :

« Da besketa emaon o vond ».

Ar re all a lavaras dezañ :

« Mond a reom, ni ive ».

Hag ez ejont er-mêz, ha pignad er vag ; med e-pad an nozvez-se ne bakjont netra.

4 Deuet e oa dija ar mintin pa zeuas Jezuz war an aot ; an diskibien a-vad ne ouient ket e oa Eñ.

5 Lavared a reas dezo :

« Paotred, n’ho-peus ket a besked ? »

« Nann » emezo dezañ.

6 Lavared a reas dezo :

« Taolit ar roued en tu dehou d’ar vag hag e kavoh ».

E daoler a rejont, hag e oa kement a besked, ma ne oent ket evid o zacha ganto.

7 Neuze e lavaras da Bèr an diskibl karet gand Jezuz :

« An Aotrou eo ! »

O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad — rag en noaz edo — hag e lammas er mor. 8 An diskibien all a zeuas gand ar vag, o stleja ar roued leun a besked ; n’edont ket gwall bell diouz an douar : eur hant metrad bennag. 9 Pa oent diskennet en douar, e weljont eun tan glaou beo, ha warnañ pesked ha bara.

10 Jezuz a lavaras dezo :

« Digasit euz ar pesked emaoh o paouez paka ».

11 Simon-Pèr a bignas en-dro er vag hag a zachas d’an douar ar roued leun a besked braz, a oa anezo kant tri hag hanter kant ; ha daoust dezo da veza ken niveruz ne oa ket roget ar roued.

12 Jezuz a lavaras dezo :

« Deuit d’ho tijuni ».

Nikun euz an diskibien na grede goulenn outañ :

« Piou out ? »

Med gouzoud a reent mad ez oa en an Aotrou.

13 Neuze e teuas Jezuz, e kemeras bara hag her roas dezo, ha kement-all a reas gand ar pesked.

14 An trede gwech a oa da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibien abaoe m’oa savet a-douez ar re varo.

AL LABOUR FIZIET E PÈR

15 Goude ar préd, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :

« Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »

Respont a reas :

« Ya, Aotrou, te a oar e karan ahanout ».

Ha Jezuz dezañ :

« Bez pastor va deñvedigou ».

16 Evid an eilved gwech, e houlennas Jezuz outañ :

Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Respont a reas :

« Ya, Aotrou, te ’oar e karan ahanout ».

Hag e lavar Jezuz, dezañ :

« Bez pastor va deñved ».

17 Evid an trede gwech, e lavaras :

« Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon ? »

Pèr a oa glaharet, o veza m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech [54] : « Ha karet a rez ahanon », hag a respontas dezañ :

« Aotrou, te anavez peb tra ; goud a houzoud mad e karan ahanout ».

Hag e lavaras Jezuz dezañ :

« Bez pastor va deñved.

18 « E gwirionez, e gwirionez, m’he lavar dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma karez ; med pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag unan all a lako dit da houriz, hag a gaso ahanout d’al leh ne fell ket dit ».

19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e tlee Pèr renta gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :

« Deus d’am heul ».

TESTENI AN DISKIBL KARET GAND JEZUZ

20 O veza distroet, Pèr a welas o tond war e lerh an diskibl karet gand Jezuz, an hini e-noa, e-pad ar goan, soublet war e vruched ha goulennet outañ : « Piou eo an hini a zo o vond da werza ahanout ? »

21 P’her gwelas e lavaras Pèr da Jezuz :

« Hag evid hemañ, petra ’zigouezo gantañ ? »

22 Jezuz a respontas :

« Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra ’ra an dra-ze dit ? Evidout-te, deus d’am heul ».

23 Diwar ar gomz-ze e savas ar vrud e-touez ar vreudeur ne varvfe ket an diskibl-se. E gwirionez, n’e-noa ket lavaret dezañ ne varvfe ket, med : « Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra ’ra an dra-ze dit ? »

24 An diskibl-se a ro testeni euz an traou-ze, hag e-neus o skrivet, ha gouzoud a reom eo gwirion e desteni.

25 Kalz traou all a zo bet greet c’hoaz gand Jezuz, ha ma vefent skrivet hini hag hini, ne hellfe ket ar béd a-béz, a gav din, rei plas d’al levriou a vefe réd skriva.


22/23